Buhez ar Sent/1894/Janned a Valoa

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Remon Pennafort Janned a Valoa Sirill a Aleksandrii   ►



ann daouzekved devez a viz c’houevrer


SANTEZ JANNED A VALOA, INTANVEZ
————



Ar zantez-ma, merc’h da Loiz Unnek, roue Frans, a ioa douget d’ar vertuz ha d’ann devosion azalek he c’henta bugaleach. Ne oa c’hoaz nemed pemp bloaz ma ne roe peoc’h ebed defot he c’has d’ann iliz da bedi Doue. Ar pez a glaske dreist peb tra oa beza mignoun d’ar Verc’hez, ha goulenn a rea aliez ouz ar vamm benniget-ma petra renke da ober evit plijout d’ezhi hag he zervicha evit ar guella. Eunn devez, Mari a respountaz d’ar brinsez iaouank e tlie sevel enn he henor eunn Urs nevez a leanezed, ha divar neuze Janned ne zonjaz mui nemed da guitaat ar bed ha da heul Jezuz-Krist.

Mes ar roue he zad en devoa eur zonj all, hag a felle d’ezhan a-grenn he dimezi d’ann duk a Orlean. Ar Zantez a oue kontroliet-braz gant ann dra-ze. Senti a reaz evelato enn eur lakaat he holl fizians e Doue, hag ober a eure kement a ioa enn he galloud evit gounit kaloun ann duk a Orlean. Mes ar prins-ma ne brijaz morse anaout anezhi evit he bried, hag ar pab Aleksandr VI, goude beza karget eur c’hardinal ha daou eskop da ober eunn enklask piz var gement-se, a ziskleriaz erfin oa nul ann dimezi a ioa etrezho.

Janned a zridaz he c’haloun pa glevaz ar c’helou-ze. « — Doue ra vezo meulet! emezhi; hiviziken e vezo easoc’h d’inn implija va holl amzer enn he zervich. » En em denna a reaz raktal e kear Bourj, el leac’h ma oue roet eur palez d’ezhi gant ar roue, hag eno e tremenaz ann nemorant euz he buez. He c’henta soursi a oue da zevel eunn Urs nevez a leanezed evel a ioa bet lavaret d’ezhi gant ar Verc’hez enn he bugaleach ; mes poan aoualc’h e devoue o tont a benn euz ann dra-ma. He

c’honfesour zoken a oue pell enn he enep, ha goudeze

ar pab a zaleaz pell ive da rei he aotreadur. Abarz ar fin goulskoude e oue renket peb tra evel ma c’hoantea ar Zantez. Ann Urs nevez a oue kaved mad gant ar pab, ha Janned he-unan a reaz he veuiou solanel da zeiz ar Pantekost 1503. Evelato ne d-eaz ket da jom d’ar gouent a ioa savet evit leanezed he Urs. Dre ali he c’honfesour e kendalc’haz da veva enn he falez abalamour ma c’helle ober muioc’h a vad evelse; mes ann dra-ze ne vire ket outhi da heul a boent da boent ar reolenn a vuez a heulie al leanezed all.

Kastiza a rea he c’horf dre binijennou rust. Ne zebre nemed boued groz ha dister, ha d’ann deiziou vijil ne danvea morse ann amann nag ar viou. Eur porpant reun a zouge bepred, hag er porpant-se ez oa, e kostez ar galoun, pemp tach arc’hant begou lemm d’ezho. Izeloc’h eged ar porpant reun e touge c’hoaz eur jadenn houarn, ha goude he maro e oue kavet ar jadenn-ma sanket er c’hig. A hent all, oa evel eur vamm evit ar beorien, ha dreist holl evit ann dud klanv. Paour ebed ne rea tro c’houllou enn he zi; he medisined a gase da velet ar re glanv euz he ferz, ha goudeze e louzaoue anezho he-unan hag e sec’he gant he daouarn al lin brein a deue euz ho gouliou : meur a hini a bareaz evelse dre virakl.

He c’harantez evit Jezuz-Krist e sakramant ann aoter a ioa ker birvidik ma ne chelle ket tostaat ouz ann daol zantel heb skuill eur mor a zaelou. N’e devoa ket nebeutoc’h a zevosion evit pasion ha maro hor Zalver. Lakeat e doa ober enn he jardin eur bez henvel oc’h he hini ; eno ec’h en em denne aliez da zonjal er poaniou en deuz gouzanvet evidomp, hag a greiz medita var ar poaniou-ze e tirolle da vouela hag e skoe a daoliou mein var boull he c’haloun noaz.

Santez Janned n’e devoue ket amzer da velet o kreski hag oc’h en em astenn ann Urs nevez e devoa savet. Klenver a eure da c’houel ar Rouanez, er bloaz 1505, ha d’ar pevar a viz c’houevrer euz ar memes bloaz ez eaa da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he vertuziou ha

d’he oberiou mad. Ne oa c’hoaz nemed daou-ugent vloaz.


Seiz vloaz hag hanter-kant goude he maro, e oue kavet he c’horf ker fresk ha pa vije bet beo, hag epad m’edo ar brotestanted oc’h he gas gantho da zevi, e oue klevet oc’h huanadi betek teir guech dioc’htu. Unan euz ann heretiked-se a oue fallakr aoualc’h evit planta he gleze ennhan en arroud ar galoun, ha kerkent, dre eur burzud nevez, e teuaz ar goad a red euz ar gouli en doa great.


SONJIT ERVAD

Eunn dimezi great hervez lezennou Doue, lezennou ann Iliz ha lezennou ann natur, ne c’hell morse beza torret : ar pab he-unan n’en deuz ket ar c’halloud d’he derri. Petra zo kaoz eta m’en deuz ar pab Aleksandr VI diskleriet oa nul ann dimezi a ioa etre santez Janned a Valoa hag ann duk a Orlean, deuet goudeze da veza ar roue Loiz XII? Ar pez zo kaoz eo ma vanke eunn dra bennag d’ann dimezi-se evit beza eur guir briedelez kristen a zo er memes amzer eur c’hountred hag eur zakramant. Hogen, ar c’hountred ne dal netra mar d-eo kountrol da lezennou Doue, da lezennou ann Iliz pe da lezennou ann natur, ha ma ne dal netra ar c’hountred, n’ez euz sakramant ebed ken nebeut. Ann dud iaouank a zo o vont da fortunia a dle teuler evez ouz ann dra-ma, ha diouall na ve etrezho eur gerentiez pe eunn dra all bennag hag a vir outho d’en em gemeret ann eil egile da bried. Rak mar d-euz eunn dra bennag hag a vir outho d’en em gemeret ann eil egile da bried, ho dimezi a ve nul, kaer o defe beza eureujet, nemet dispans a ve bet roet d’ezho.