◄ Janned a Valoa | Sirill a Aleksandrii | Sant Valantin ► |
irill a ioa niz da Deophil, eskop Aleksandrii, hag a
studiaz abred ar Skritur Sakr hag ar skianchou all.
O veza m’en doa eur spered lemm,e teuaz da veza
habil e berr amzer, ha goude maro he eontr, e oue hanvet
da eskop enn he blas.
Diskouez a eure dioc’htu oa ar pastor mad ne espern netra evit miret na ve taget he zenved gant ar bleiz. Rak kenta tra a reaz a oue lakaat serra ilizou ann Novasianed ha kas ar Iuzevien kuit euz a gear. Ann Novasianed a ioa eur rumm heretiked hag a lavare ne c’hellet ket rei ann absolvenn d’ar re o doa nac’het ho feiz dirak ar varnerien, n’euz fors pegement a geuz o devije. Ann eskop nevez en devoue aoun na’z aje ann dud fidel da zelaouar fals doktored-se, ha setu perak e lakeaz serra ho ilizou. Ar Iuzevien, dioc’h ho c’hostez, ne ehanent da ober goall vuez d’ar gristenien, ha Sirill a zonjaz oa he zever pellaat dioc’h he vugale kouls ar re a glaske noazout d’ezho enn ho c’horf evel ar re a glaske koll ho ene.
Goulskoude, gouarner kear a ieaz enn egar outhan abalamour m’en doa kaset ar Iuzevien kuit, hag a skrivaz var gement-se d’ann impalaer. Mes ar Zant a skrivaz ive d’he dro, hag ann impalaer a respountaz d’ezhan en doa great mad. Hiviziken ar Iuzevien ne c’helljont mui kaout kounje da zistrei da Aleksandrii.
Etre daou e tiouanaz enn Iliz katholik eunn herezi nevez, ha tad ann herezi-ze a oue Nestorius, eskop ha patriarch Konstantinopl. Ann eskop-ma a lavaraz er gador, ha meur a vech zoken, ez oa e Jezuz-Krist daou bersounach, persounach Doue ha persounach ann den, ha rak-se ne oa ket ar Verc’hez Vari e guirionez mamm da Zoue, mes hebken mamm d’ann Den pe d’ar Christ. Sirill a skrivaz raktal da Nestorius evit diskouez d’ezhan oa faziet hag he alia dre gaer da anaout he faot. Mes eskop ha patriarch Konstantinopl a oue braz ganthan beza kelennet gant eskop ha patriarch Aleksandrii, hag a respountaz dre eul lizer leun a gomzou trenk ha rok. Neuze Sirill hen diskuillaz d’ar pab Selestin, hag ar pab-ma a asamblaz eur c’honsil e Rom. Ar c’honsil-se a eskummunugaz Nestorius hag her c’houndaonaz da veza torret euz he garg, nemed en em zislavaret a raje dirak ann holl a benn dek devez goude m’en devije resevet ar zetans a ioa douget enn he enep.
Hogen, eskop Konstantinopl ne falvezaz ket d’ezhan plega, hag a jomaz aheurtet enn he fals kredenn. Setu perak e oue asamblet eur c’honsil jeneral e kear Ephez er bloaz 431. Daou c’hant eskop a deuaz d’ar c’honsil-ma, ha sant Sirill a zalc’haz dirazho plas ar pab. Nestorius a oue koundaonet adarre, hag ar c’honsil a embannaz evel artikl a feiz n’ez euz e Jezuz-Krist nemed eur persounach, persounach Mab Doue, hag ez eo ar Verc’hez Vari e guirionez mamm da Zoue p’e guir e deuz lakeat er bed eur mab hag a zo Doue. Kristenien Ephez a zridaz ho c’haloun gant ar joa pa glevchont petra en doa great ar c’honsil, ha dioc’h ann noz, p’edo ann eskibien o vont d’ho lojeiz, ar bobl holl a ieaz d’ho ambroug gant goulou var elum.
Goulskoude sant Sirill en devoue kalz da c’houzanv euz a berz Nestorius hag euz a berz ar re a ioa troet a du ganthan. Taolet e oue zoken er prizoun ; mes heb dale e oue laosket da redet, ha Nestorius a oue harluet dre urs ann impalaer. Ar blasphematour-ze a reaz fin fall : mervel a eure, he deod dija debret gant ar prenved hag he gorf holl dija brein.
Sant Sirill a zistroaz da Aleksandrii, hag a varvaz eno e peoc’h d’ann 28 a viz even euz ar bloaz 444, goude beza gouarnet he eskopti gant eur furnez vraz epad daou vloaz ha tregont. Ar pab sant Selestin a ioa leun a istim evithan : he henvel a rea difennour ann Iliz hag ar feiz, ann doktor katholik hag ar guir den abostolik.
El levr-ma ez euz bet dija hag e vezo c’hoaz aliez hano a gonsil. Setu ama petra eo eur c’honsil. Eur c’honsil a zo eunn asamble a eskibien, galvet, enn doare merket gant ann Iliz, d’en em gaout er memes leac’h evit kemeret kuzul ann eil digant egile var ar pez a zell ouz ar feiz hag ouz ar relijion. Pa vez galvet ann holl eskibien euz ar bed katholik d’en em asambli, ar chonsil a zo jeneral, ha n’e ket jeneral, er c’hountrol, pa ne vez galvet nemed eskibien eur vro pe eur c’harter. Hogen, eur chonsil jeneral a dle, da genta, beza asamblet gant ar Pab, pe dre he urs, pe da vihana gant he asant; d’ann eil, e penn ar c’honsil e tle beza ar Pab he-unan, pe re all karget ganthan da zelc’her he blas; d’ann trede, erfin, kement tra a ra ar c’honsil a dle c’hoaz beza kavet mad gant ar Pab. Pa’z a ann traou enn dro evelse, eur c’honsil jeneral ne c’hell ket fazia. Mes a hent all e c’hellfe; rag ann Iliz n’ema nemed el leac’h m’ema ar Pab. « El leac’h m’ema Per eme zant Ambroaz, eno hag eno hebken ema ann Iliz. »