Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Skolastik

Eus Wikimammenn
◄   Tit Skolastik Remon Pennafort   ►



an dekved devez a viz c’houevrer


SANTEZ SKOLASTIK, GUERC’HEZ
————


Ar zantez-ma a ioa ginidik euz ann Itali ha c’hoar da zant Beneat. He zad hag he mamm a zavaz anezhi e doujans Doue, hag azalek he bugaleach e reaz ato fae var ann dillad kaer ha var ar braoigou karet gant ar bed; he mamm e devoa desket d’ezhi n’euz netra par d’ar vodesti ha d’ann devosion evit rei doare vad da eur plac’h iaouank. Meur a zichentil a c’hoanteaz he c’haout da bried; mes great e doa dija veu da jom bepred guerc’hez.

O veza klevet hano euz ar vuez burzuduz a rene he breur var menez Kasin, ec’h en em zantaz poulzet da gemeret skouer diouthan ha d’en em denna ive ena eur plas distro bennag evit tremen eno he holl amzer o pedi Doue hag oc’h ober pinijenn. Sant Beneat, oc’h anaout oa Doue he-unan en devoa lakeat ar zonj-se e spered he c’hoar, a roaz d’ezhi eur reolenn a vuez henvel tost da vad ouz ann hini a viret enn he Urs, hag a reaz sevel evithi eunn ermitach pe eur gouent varnhed diou pe deir leo dioc’h menez Kasin.

Heb dale e teuaz di eur maread merc’hed iaouank da c’houlenn ober koumpagnunez da Skolastik hag heul ar reolenn a vuez e devoa bet digant he breur. Ar Zantez ho digemeraz gant joa, ha beva a rejont asambles evel elez var ann douar. Ar bed ne oa mui netra evitho: ho spered hag ho c’haloun a veze noz-deiz enn env gant ann Aotrou Doue.

Sant Beneat hag he c’hoar ne oa ket goall bell etrezho. Goulskoude n’en em velent nemed eur vech er bloaz, ha c’hoaz ne d-eant morse ann eil da gouent egile. Merka a reant eunn devez d’en em gaout ho daou d’ann heur ma’nn heur enn eur verouri hag a ioa enn hanter’nn hent, pe var dro, etre ann diou gouent. Eno e choment neuze eur pennad da gomz a draou mad ha santel.

Hogen, eur blavez m’oant eat evelse d’en em velet hervez ho c’hustumm, Skolastik a lavaraz d’he breur dioc’h ar pardaez : « — Va breur ker, chomit hirio, me ho ped, da dremen ann noz ganen ma kaozeimp hon daou ac’hann da varc’hoaz divar benn gloar ha joausded ar baradoz. » Mes sant Beneat a respountaz : « — Petra livirit, va c’hoar geaz ? Ne c’hellann ket chom; pec’hed am befe o tremen ann noz er meaz euz va c’houent. »

O klevet ar respount-se, ar Zantez a oue rannet he c’haloun, ha setu hi ha kroaza he daouarn var ann daol hag harpa he fenn var c’horre. Kerkent e tirollaz da vouela enn eur bedi Doue da gaout truez outhi, ha kerkent ive e savaz eur barr-arne spountuz petra bennag m’oa digoc’henn-kaer ann amzer. Al luc’hed a zilamme enn ti, ar gurun a strake hag ar glao a goueze teo ha puill egiz pa vijet bet o teuler dour gant barazou. Ne zerviche mui da Veneat sonjal distrei d’he gouent. Pa velaz ann dra-ze, ar Zant a skandalaz he c’hoar goustadik enn eur lavaret : « — Va c’hoar geaz, petra oc’h euz-hu great? Plijet gant Doue ho pardouni! »

Mes Skolastik a respountaz : « — Pedet em euz ac’hanhoc’h, ha noc’h euz great van. Goudeze em euz pedet ann Aotrou Doue, ha Doue en deuz va zelaouet; brema it d’ar gear mar gellit, ha list ac’hanon ama va-unan. »

Sant Beneat a goumprenaz dre ar mirakl a ioa c’hoarvezet oa bolontez Doue e chomje da dremen ann noz gant he c’hoar. Chom a eure, ha betek goulou-deiz ne ehanjont ho daou da gomz euz a euruzded ar Zent er baradoz. Da c’houlou-deiz, peb hini anezho a zistroaz d’he gouent.

Tri devez goude, Beneat a ioa enn he gambr pa velaz, enn eur zellet enn ear, ene Skolastik o nijal d’ann env dindan furm eur goulmik venn. Raktal ec’h en em lakeaz da veuli ha da drugarekaat Doue, ha goudeze e kasaz lod euz he venac’h da gerc’hat korf he c’hoar evit he enterri er bez a ioa dija toullet evithan he-unan. Ar breur hag ar c’hoar-ma n’o doa bet epad ho buez nemed eunn hevelep spered hag eunn hevelep kaloun; evelse n’o devoue ken nebeut nemed eunn hevelep bez goude ho maro.

Santez Skolastik a varvaz e tro ar bloaz 543 goude donedigez hor Zalver.


SONJIT ERVAD

Sant Beneat ha santez Skolastik n’en em velent nemed eur vech er bloaz. ha p’en em gavent asambles, ne gomzent nemed euz a Zoue hag euz a draou mad ha santel. Nag a dud zo hag a goll ho amzer o redet euz ann eil ti d’egile heb ezomm ebed ! Nag a re all ha ne vez gantho, p’en em velont, nemed kaoziou difoun ha goullou! Nag a re all c’hoaz a ne reont nemed dispenn ho nesa ha dorna a bep seurt traou divar he benn, bep tro ma’c’h en em gavont enn eur goumpagnunez bennag! Nag a re all erfin ha ne d-eont d’en em velet nemed evit maga eur garantez hag eur vignounach ha n’int ket pur aoualc’h dirak Doue! Diouallit da goueza enn unan pe unan euz ar faotou-ze, ha p’o pezo eur vizit bennag da ober, beillit varnhoc’h gant ar brasa evez evit na deuot ket d’ar gear gant eur zamm nevez var ho koustians.