Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Philipp Benizi

Eus Wikimammenn
◄   Timothee, Hippolit ha Simphorian Philipp Benizi Barthelemi   ►



ann trede var ’nn ugent a viz eost


SANT PHILIPP BENIZI, EUZ A URS ANN TADOU SERVITED
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Florans, hag a roaz enn he vugaleach eur merk anat euz he zantelez da zont. Enn amzer m’edo c’hoaz enn he gavell, daou vanac’h euz a Urs ar Servited a deuaz da gesta d’he di. Kerkent ar paotrik a droaz ouz he vamm, hag a lavaraz d’ezhi evelhenn : « — Va mamm, emezhan, roit eur gest vad d’ar re-ze ; rak ar re-ze a zo guir zervicherien d’ar Verc’hez Vari. »

Pa oue enn oad da vont d’ar skol, e oue kaset da Baris da ober he studi, ha pa oue echu he studi ganthan, e tistroaz d’ar gear hag e oue resevet doktor e Padou. Hogen, nec’het oa o klask gouzout da be seurt stad oa galvet gant Doue. Mes ar Verc’hez a roaz d’ezhan da anaout e tlie mont da vanac’h enn Urs ar Servited, a ioa nevez savet e Monte-Senario, teir pe beder leo dioc’h Florans.

Philipp a c’houlennaz raktal beza kemeret e renk ar Breudeur pe ar Frered euz ann Urs-se ; rak ne gave ket d’ezhan e vije din da vont e renk ann Tadou. Kemeret e oue eta da Frer, hag ar superior her c’hasaz var ar meaz da labourat ann douar, Eno ne ehane da ginnig he labour da Zoue gant eur spered a binijenn, ha pa veze vag eunn tammik, ec’h en em denne a gostez da bedi Doue. He vrasa plijadur oa medita var basion ha maro hor Zalver Jezuz-Krist.

Ne ziskoueze da zen pegen desket ha pegen habil oa. Goulskoude ar Frered all ne zalejont ket da anaout ann tenzor o devoa enn ho zouez, hag ar superior a reaz da Philipp reseo ann Ursiou sakr. Eur vech belek, n’en devoue mui ken ioul nemed da labourat evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou.

O veza bet hanvet he-unan da zuperior, e kasaz lod euz he venac’h da brezeg ann Aviel d’ar Sithii, ha goudeze ez eaz asambles gant lod all da rei misionou e Frans hag enn Allemagn. Ne c’houfe den lavaret pegement a vad a reaz evelse, na niveri ar bec’herien a dennaz euz a vouillenn ar pec’hed. Evelse ive e lakeaz he Urs d’en em astenn enn eur feson burzuduz.

D’ar mare-ze, tud ann Itali a ioa rannet e diou gostezenn hag a rea brezel ann eil d’eben. Philipp ne espernaz netra evit ho unani, ha dre he zousder ha nerz he gomzou e teuaz erfin a benn da lakaat ar peoc’h entrezho. Evelato bez’en devoue kalz da c’houzanv euz ho ferz, hag eur vech zoken e oue dare d’ezhan beza lazet gantho.

Doue en doa roet d’he zervicher ann donezoun a viraklou. Eunn devez m’edo o vont da Rom, eunn den lor a c’houlennaz ann aluzenn diganthan. O veza n’en doa nag aour, nag arc’hant, Philipp a ziviskaz he vantell evit he zeuler var diouskoaz ar paour keaz, ha kerkent hema en em gavaz pare.

Goude maro ar pab Klemant IV, ar gardinaled a zonjaz c’hoaz Philipp evit delc’her he blas. Mes ar Zant, o veza klevet hano euz ann dra-ze, a ieaz da guzat e kostez ar meneziou, hag a jomaz ena ken na oue hanvet eur pab all. Er meneziou-ze ez oa eur poull dour hag a zerviche dezhan da derri he zec’hed ; hogen, Philipp a obtenaz digant Doue evit ar poull dour-ma ar vertuz da rei ar iec’hed d’ar re glanv.

Abarz ar fin e kouezaz klanv he-unan e Todi, hag o velet n’en doa mui pell da veva, e lavaraz digas d’ezhan he levr. Al levr-se oa he grusifi en doa studiet heb ehana epad he vuez, hag enn eur zelc’her he vuzeilou stag outhan e roaz he ene d’he grouer d’ann 22 a viz eost euz ar bloaz 1285.


SONJIT ERVAD

Sant Philipp Benizi a rea he levr euz he grusifi. Guir a lavare ; rak o lenn el levr-se, da lavaret eo, o sellet ouz ne grusifi, eo en doa desket skiant ar Zent. N’e ket ar zant-ma hebken, mes c’hoaz kalz a re all o deuz anzavet a vouez huel beza desket muioc’h eharz treid ho c’hrusifi eged el levriou. Ar grusifi a zo eul levr digor d’ann holl, eul levr hag a c’hell ann holl lenn ennhan, ar re n’int bet biskoaz er skol kouls hag ann dud habila. N’euz fors piou nag e pe stad e veac’h eta, kemerit aliez ho krusifi, ha goulennit sikour diganthan gant fizians. Hen a roio nerz d’hoc’h ene pa viot tentet, sklerijenn d’ho spered pa vezo tenval, laouenedigez d’ho kaloun pa gouezo anken varnhi, ha didorr d’ho korf pa stago outhan eur boan pe eur c’hlenved bennag.