Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Timothee, Hippolit ha Simphorian

Eus Wikimammenn
◄   Janned-Franseza de Chantal Timothee, Hippolit ha Simphorian Philipp Benizi   ►



ann eil var ’nn ugent a viz eost


SANT TIMOTHEE, SAMT HIPPOLIT HA SANT SIMPHORIAN, MERZERIEN
————


Timothee a ioa ganet e kear Antioch, hag a deuaz da Rom enn amzer ar pab sant Melkiad. Goude beza prezeget ann Aviel eno epad eur bloaz, e oue taolet er prizoun ha karget a jadennou dre urs ar gouarner Tarkin. Ar gouarner-ma ne espernaz netra evit ober d’ezhan kinnig ezans d’ann doueou faoz. Mes Timothee a jomaz bepred stard enn he feiz. Neuze Tarkin a reaz he skourjeza a benn teir guech, ha goudeze ec’h ordrenaz dispenn he gorf gant ivinou houarn ha skuill raz beo var he c’houliou. Erfin, o velet ne varve ket, kaer a ioa he vourrevi, e koundaonaz anezhan da veza dibennet. He verzerenti a erruaz d’ann 22 a viz eost euz ar bloaz 311.

Hippolit a ioa eunn eskop euz ann Arabii, brudet enn he amzer dre al levriou en doa skrivet evit kelenn ann dud fidel ha difenn ar relijion a enep ann heretiked. Etre daou e teuaz da Rom da vizita beziou ann ebestel sant Per ha sant Paol, hag ar pab hen dalc’haz eno evit he zikour da c’houarn ann Iliz. Mes heb dale e oue kroget ennhan dre urs ann impalaer, ha goude beza staget he zaouarn d’ezhan adren he gein ha liammet stard he dreid, ar vourrevien her stlapaz var he benn enn eur foz leun a zour, el leac’h ma oue beuzet dioc’htu ; rak ar foz a ioa doun. Merzerenti sant Hippolit a erruaz er bloaz 251.

Simphorian a ioa ganet e kear Aotun e Frans. Iaouank-flamm oa c’hoaz ; mes bez’ en doa dija eur furnez dreist he oad. Eunn devez, paianed Aotun a rea eur gouel braz enn henor d’ann doueez Sibeel, a hanvent Mamm ann holl doueou. Imach ann doueez-se a oue douget dre ruiou kear var eur c’harr fichet kaer, ha dre ma tremene, ar bobl en em daole d’ann daoulin evit he adori. Simphorian avad ne oue ket dare d’ezhan ober evel ar re all. Er c’hountrol eo, distrei a eure he benn evit diskouez ann heuz en doa ouz eunn hevelep idolatri.

Raktal e oue diskuillet d’ar gouarner Heraklius, hag hema, o veza he c’halvet dirazhan, a c’houlennaz outhan piou oa ha pe hano en devoa. « — Kristen ounn, eme ann den iaouank, ha Simphorian eo va hano. » « — Ah ! kristen oud, eme Heraklius ; mes perak eta ne fell ket d’id adori imach mamm ann doueou ? » « — Hel lavaret am euz d’ehoc’h, eme Zimphorian ; kristen ounn, ha ne adorann nemed ar guir Doue. Evit imach ann diaoul, e leac’h he adori, me her bruzuno a daoliou morzol, mar kirit rei kounje d’inn. »

O klevet ar respount-se, ar gouarner a ieaz drouk ennhan, hag a ordrenaz skourjeza Simphorian betek ar goad. Goudeze e reaz he gas d’ar prizoun evit rei amzer d’ezhan da ober he zonj. Mes, a benn eunn nebeut deveziou, her galvaz adarre dirazhan, hag enn dro-ma e komzaz outhan evelhenn : « — Kinnig ezans d’ann doueou, hag e vezi karget a enor gant ann impalaer. » « — Ho promesaou, eme Zimphorian, a zo evel eunn ampoezoun kuzet dindan ar mel. » « — Kinnig ezans da Zibeel, eme ar gouarner, pe bremaik me lakai da benn da ruill eharz da dreid. » « — Me, eme ann den iaouank kalounek, ne zoujann nemed ann Doue hollc’halloudek en deuz va c’hrouet, ha ne zervichann nemethan. » Var gement-se Heraklius her c’houndaonaz da veza dibennet.

Hogen, epad m’edot oc’h he gas d’ar maro, he vamm a grie outhan : « — Va mab, va mab, o pet sonj euz ar vuez a bado da viken. Sellit ouz ann env, ha savit ho taoulagad etrezek ann Hini a zo o ren eno. N’e ket koll ar vuez-ma eo a rit, mes he zreki ouz eur vuez guelloc’h. » Merzerenti sant Simphorian a erruaz er bloaz 178 goude donedigez hor Zalver.


SONJIT ERVAD

Mervel evit Doue pe e gras Doue ne ket koll ar vuez eo, mes he zreki ouz eur vuez guelloc’h : da lavaret eo, treki eur vuez a boan oc’h eur vuez a joa, treki eur vuez verr oc’h eur vuez ha n’e devezo fin ebed, treki buez ann douar oc’h buez ar baradoz. N’e ket rak mervel eta eo e tleomp kaout aoun, mes rak mervel e stad fall, ha setu perak hor brasa soursi epad ar vuez-ma a dle beza d’en em viret dioc’h ar pec’hed, ha dreist peb tra dioc’h ar pec’hed marvel, pa n’euz nemethan hag a c’helfe serra ouzomp dor ann env.