Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Barthelemi

Eus Wikimammenn
◄   Philipp Benizi Barthelemi Loiz, Roue Frans   ►



ar pevare var ’nn ugent a viz eost


SANT BARTHELEMI, ABOSTOL
————


Barthelemi a ioa ginidik euz ar Galilee, ha pesketaer dre he stad. Kerkent ha ma oue galvet gant Jezuz-Krist, e kuiteaz peb tra ha ne zonjaz mui klask ar pez en devoa kuiteat. Kement a blijadur en doa o klevet komzou hor Zalver ma hen heuliaz e peb leac’h. Evelse, enn he gompagnunez edo pa bareaz mevell ann offiser e Kapharnaom, pa zigasaz adarre e buez mab intanvez Naim, pa reaz d’ann diaoul tec’het euz a gorf eunn den en doa lakeat da veza dall ha mud, pa jenchaz ann dour e guin enn eured Kana. Enn eur ger, nebeut a viraklou a reaz hor Zalver ha ne ve ket bet ar zant-ma test anezho. Goude m’oa diskennet ar Spered-Santel var ann Ebestel da zeiz ar Pantekost, Barthelemi a ieaz da brezeg ann Aviel e kostez al Likaonii, ann Albanii hag ann Indez. Kalz poan en devoue dre eno, mes ive gounit a eure eur maread paianed da feiz Jezuz-Krist.

Ac’hano e teuaz d’ann Armenii, el leac’h ma lakeaz daouzek kear euz ar vro hag ar roue he-unan da zilezel servich ann doueou faoz evit adori ar guir Doue. Ar roue-ze a ioa Polimius he hano. Eur verc’h en devoa hag a ioa eat ann diaoul enn he c’horf ; hogen, ann Abostol a gasaz ann diaoul kuit, ha Polimius evit he rekoumpansi a ginnigaz d’ezhan prezanchou kaer. Mes Barthelemi a respountaz d’ar roue : « — Me n’ounn ket deuet ama da glask aour, nag arc’hant ; ar pez a glaskann hebken eo silvidigez hoc’h ene. » Kerkent Polimius a c’houlennaz beza badezet, hag ann Abostol a roaz ar vadiziant d’ezhan ha da holl dud he balez, goude beza ho c’helennet var guirioneziou ar relijion.

O velet ann dra-ze, beleien ann idolou a ieaz enn egar, ha ne espernjont netra evit en em zizober euz a Varthelemi. Astiajes, breur d’ar roue ha paian aheurtet, a oue gounezet gantho. Ar prins-ma a c’halvaz ann Abostol dirazhan, hag a reaz he ziskroc’henna ez-veo. Eur skrij eo klevet hano euz eunn hevelep iudazerez. Goulskoude Barthelemi a c’houzanvaz ar verzerenti-ze heb en em glemm, hag o veza n’oa ket c’hoaz maro antronoz, Astiajes a ordrenaz he zibenna.

He gorf a oue enterret da genta enn Armenii. Mes abalamour d’ar miraklou a c’hoarveze var he vez, ar baianed hen dienterraz hag her stlapaz er mor arched hag all. Ar c’horf santel a erruaz dre vurzud enn enez Lipari, tost d’ar Sisiil ; mes divezatoc’h e oue digaset ac’hano da Venevant, hag erfin da Rom. Er gear-ma e oue savet eunn iliz enn henor d’ann Abostol kalounek, hag enn iliz-se e virer c’hoaz he relegou gant kalz a respet.


SONJIT ERVAD

Sant Barthelemi, ann Ebestel holl hag eunn niver braz a zent a zo bet merzeriet, ha n’euz ket eur zant ha n’en defe bet eunn dra bennag da c’houzanv er bed-ma. Mab Doue he-unan en deuz douget he groaz ; arabad e d’ehoc’h eta kredi e c’hellfac’h mont d’ar baradoz heb kaout poan. Hent ar groaz eo guir hent ann Env, ha fazia a rit mar klaskit erruout eno dre eunn hent all. Rak-se n’e ket aoualc’h d’ehoc’h, henori kroaz ho Salver enn iliz, enn ho ti pe var ann henchou ; red e d’ehoc’h, ouspenn, dougenn ho kroaz hoc’h-unan, hag he dougen bepred gant pasianted. Kemerit skouer e kenver ar poent-ma dioc’h sant Barthelemi, a c’houzanvaz heb en em glemm beza diskroc’hennet e beo. Dibaot ma ve great kement all d’ehoc’h birviken. Mes, n’euz fors petra o pe da anduri, gant gras Doue e c’hellit herzel ouz ho poan.