Buhez ar Sent/1894/Per, merzer

Eus Wikimammenn
◄   Katell Per, merzer Didas   ►



ar c’houec’hved var ’nn ugent a viz du


SANT PER, MERZER
————


Per a ioa eur belek santel ha gouiziek euz a ger Aleksandrii enn Ejipt, hag a oue hanvet da eskop er gear-ze goude maro sant Theonas. Enn he amzer, ann tri impalaer Dioklesian, Galerius ha Maksimin a rea eur vrezel skrijuz d’ar relijion gristen, hag abalamour da ze e renkaz tec’het ha chom pell da veva dindan guz. Mes kendelc’her a rea ato da c’houarn ha da gelenn ann dud fidel a ioa enn he garg, hag aliez e skrive d’ezho evit ho c’hrenvaat er feiz ha rei nerz d’ho c’haloun.

Mes he zonj ne veze ket hebken e tud he eskopti ; labourat a rea ive hervez he c’halloud evit silvidigez tud ann eskoptiou all. Tri eskop divar dro o veza bet kaset d’ar prizoun asambles gant ouspenn c’houec’h kant kristen, ar Zant ne ehane da gonzoli ar re-ma dre he liziri ha d’ho alia da jom bepred stard enn ho dever. Nec’het oa gantho noz-deiz gant aoun na deuje unan bennag anezho da ginnig ezans d’ann idolou, hag he spered ne oue eaz aoualc’h nemed pa glevaz o devoa gounezet holl ar gurunenn a verzerenti. Neuze avad e oue beuzet he ene enn eur mor a joa.

Goulskoude nerz ar bersekusion a dorraz eur pennad, ha Per a zistroaz da Aleksandrii. Siouaz ! etouez tud fidel kear, meur a hini o doa bet ar zempladurez da nac’h ho feiz pe da vihana da ober ann neuz d’he nac’h. Mes ar Zant en devoue truez ouz ar gristenien geiz-se, hag o veza n’oa ket ker grevuz pec’hed lod anezho ha pec’hed lod all, e kemeraz ar boan da verka da bep rumm ar binijenn a dlient da ober evit gellout tostaat adarre ouz ar zakramanchou.

Heb dale e tirollaz ar bersekusion ker goaz ha biskoaz, hag er vech-ma Per a oue kaset d’ar prizoun d’he dro dre urs ann impalaer Maksimin. Epad m’edo eno o c’hortoz ar maro, daou velek, ho hano Akillas hag Aleksandr, a ieaz eunn devez d’he gaout evit he bedi da lamet ann eskummunugenn divar ann avieler Arius. Ann avieler-ma en doa diskouezet edo a du gant eur vandenn chismatiked a ioa d’ann ampoent enn Ejipt, hag abalamour da ze oa bet eskummunuget gant ar Zant.

Hogen, Per a respountaz d’ann daou velek-se : « — Penaoz e kredit-hu dont da gomz d’inn evit Arius ? Hag er bed-ma hag er bed all e vezo ato disparti etre Arius hag hor Zalver Jezuz-Krist, guir Vab Doue. Akillas hag Aleksandr a oue mantret o klevet kement all ; mes ar Zant a lavaraz d’ezho : « — Ne d-it ket da damall ac’hanon da veza re rust : selaouit petra zo c’hoarvezet ganen enn noz diveza-ma. A greiz m’edon o pedi, em euz remerket em c’hichen eur c’hrouadur daouzek vloaz, hag hen skeduz evel ann heol ; mes he zae a ioa roget azalek he vruched betek ann traon. Raktal em euz anavezet ar Mabik Jezuz, hag em euz goulennet outhan : « — Va Zalver benniget, piou en deuz roget ho sae d’ehoc’h evelse ? » Hag hen en deuz respountet : « — Arius, emezhan, eo en deuz great ann dra-ze ; rak-se ne lamit ket ann eskummunugenn divarnhan. Er c’hountrol eo, livirit d’ann daou velek Akillas hag Aleksandr, a vezo choazet evit gouarn iliz Aleksandrii var ho lerc’h, arabad eo he reseo morse etouez ar gristenien fidel. Evidhoc’h-hu ne viot mui pell o c’hedal kurunenn ar verzerien. »

Ar pez a gounte Per d’ann daou velek a ioa eat d’he velet enn he brizoun a deuaz da veza guir ger evit ger. Ar Zant a oue dibennet kerkent hag antronoz-vintin, d’ar 26 a viz du euz ar bloaz 310, var ar plas memes m’oa bet merzeriet sant Mark, kenta eskop Aleksandrii. Akillas hag Aleksandr a c’houarnaz ann iliz-ma var he lerc’h ann eil goude egile, hag enn ho amzer Arius a brezegaz eunn herezi nevez hag a lakeaz ar freuz hag ar rouestl epad meur a gant vloaz dioc’htu e kement korn a ioa er bed katholik kouls lavaret.


SONJIT ERVAD

Nac’h ar feiz a zo eur pec’hed euz ar re c’hrevusa. Goulskoude ar pec’hed-se zoken a c’hell beza pardounet var bouez ma vezo great eur guir binijenn anezhan. N’euz fors eta e pe seurt pec’hejou nag e peger braz pec’hejou e veac’h bet kouezet, arabad e d’ehoc’h morse dizesperi. Gant m’o pezo eur guir geuz hag eur guir glac’har da veza offanset Doue, goad Jezuz-Krist en devezo ato vertuz aoualc’h evit goalc’hi hoc’h ene, nag hen digas da veza adarre ken neat ha ker flamm ha ma’z oa da zeiz kaer ho padiziant.