Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Katell

Eus Wikimammenn
◄   Iann ar Groaz Katell Per, merzer   ►



ar pemped var ’nn ugent a viz du


SANTEZ KATELL, GUERC’HEZ HA MERZEREZ
————


Ar Zantez-ma a ioa ganet e kear Aleksandrii enn Ejipt, hag a resevaz eunn deskadurez ker kaer enn he iaouankiz ma ne oa den all ebed ken habil hag hi. Lennet e devoa holl levriou ar baianed hag ive holl levriou ar gristenien ; rak kristenez oa he-unan, hag eur gristenez leun a feiz hag a zoujans Doue. Goestlet e doa he guerc’hded d’he Zalver Jezuz, hag he c’haloun ne garie nemethan.

D’ar mare-ze ann impalaer Maksimin a ioa o chom e kear Aleksandrii, Hogen, ann impalaer-ma a ordrenaz d’he holl zujidi kemeret perz enn eur sakrifis solanel en doa c’hoant da ginnig d’ann idolou, ha raktal e oue guelet bandennadou tud o tiredet a bep tu hag o tigas gantho a bep seurt loaned evit beza lazet enn henor d’ann doueou faoz.

Dallentez ann dud-se a reaz poan da Gatell, ha setu hi, dre druez outho, ha mont d’ann templ da gaout Maksimin. Pa oue erruet enn he gichen, e tiskouezaz d’ezhan ker brao ha ker sklear pegen diskiant oa oc’h adori idolou mud hag o lakaat ar re all da ober eveldhan ma’z oa nec’het an impalaer o klask gouzout petra da respount d’ezhi. Abarz ar fin evelato e lavaraz : « — List ac’hanon da achui ar sakrifis ; goudeze me zelaouo ac’hanhoc’h. »

Pa oue echu ar sakrifis, e c’houlennaz ouz ar Zantez piou oa, hag e pe leac’h e devoa desket kement all a draou. « — Katell eo va hano, eme ar gristenez iaouank, ha studiet em euz ar rhetorik, ar philozophi, ar jeometrii hag ar skianchou all. Mes great em euz fae var ann traou-ze holl evit beza pried da Jezuz-Krist, d’ann hini en deuz lavaret dre c’hinou he brophet : Me gargo a vez ar re a zo fur ha gouiziek hervez ar bed. »

O klevet ar c’homzou-ma, Maksimin a zonjaz gelver da Aleksandrii ar brasa doktored euz he rouantelez, da velet hag hi a c’hellje diskuez e fazie Katell ; rak evithan n’en em gave ket goest d’hen ober. Da c’hortoz, ar Zantez a oue kaset d’ar prizoun.

Dont a reaz hanter-kant doktor, ar re vrudeta euz ar vro evel tud a spered lemm ha tud helavar, ha pa ouent asamblet e palez ann impalaer, ez ejot da gerc’hat Katell. Mes eunn eal a ioa diskennet e prizoun ar Zantez, hag en devoa lavaret d’ezhi : « — N’o pezet aoun ebed ; rak, heb kounta ho teskadurez hoc’h-unan, furnez Doue a vezo ganehoc’h evit ho sikour. »

Pa erruaz eta Katell dirak ann doktored paian, n’e devoue ket a boan o veza treac’h d’ezho, hag holl e renkchont anzao edo ar virionez ganthi. Maksimin ho c’houndaonaz da veza devet ez-veo, ha mervel a rejont gant joa evit Jezuz-Krist goude beza klevet Katell o lavaret d’ezho : « — Ann tan a zervicho d’ehoc’h da vadiziant, hag a zigoro d’ehoc’h dor ar baradoz. »

Neuze ar Zantez a oue kaset adarre d’ar prizoun, ha lezet eno unnek pe zaouzek devez heb tamm na banne ; mes eur goulm a deuaz da zigas boued d’ezhi a berz Doue, hag epad ann amzer-ze e c’hounezaz d’ar feiz ann impalaerez he-unan, ar jeneral Porphirion ha daou c’hant euz he zoudarded.

Goudeze ann impalaer a ordrenaz dispenn korf Katell gant peder rod hag a ioa sanket ennho begou kountilli ha klezeier tro var dro dioc’h ann dianveaz. Mes ar rojou-ze a dorraz enn eunn taol kount, hag ar Zantez n’e devoue drouk ebed.

O velet ar mirakl-ma, ar baianed a ioa var al leac’h a griaz holl a bouez-penn : « — Nag hen zo braz Doue ar gristenien ! » Hag eur maread anezho a droaz dioc’htu kein d’ho doueou faoz. Goulskoude Maksimin a jomaz bepred aheurtet, hag a goundaonaz erfin Katell da veza dibennet. He merzerenti gloriuz a erruaz d’ar 25 a viz du euz ar bloaz 307, hag he c’horf a oue douget gant ann elez var menez Sinai.


SONJIT ERVAD

Enn hon amzer-ni ez euz ive eleiz a fals doktored ha ne espernont netra evit mouga ar feiz e kalounou ann dud fidel. Diouallit rak ar re-ze, dreist peb tra ; ha mar teuont da gomz d’ehoc’h a enep ar relijion hag ann Iliz, dalc’hit penn d’ezho, pe gasit anezho da vale dre eur begad lemm pe eur ger seac’h bennag. Anez, ne zervich ket d’ehoc’h lavaret oc’h kristenien. Mez e ve d’ar Vretouned rei skouarn da zelaou prezegerien ar gaou, da zelaou tud ha ne d-int nemed mevellien ann diaoul !