Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Monika

Eus Wikimammenn
◄   Ar Groaz Kavet Monika Pi V   ►



ar pevare devez a viz mae


SANTEZ MONIKA, INTANVEZ
————


Ar zantez-ma a ioa ginidik euz ann Afrik, hag a oue savet gant eur vaouez fur a ioa mestrez-plac’h e ti he zad. Ar vaouez-se a roaz d’ezhi enn he bugaleach eur gelennadurez vad ha kristen. Difenn a eure outhi eva netra etre he frejou, n’euz fors pegement a zec’hed e devije. « — Brema zur, emezhi, ne evot nemed dour; mes divezatoc’h, pa viot hoc’h-unan e penn ann tiegez, e c’hellfac’h eva traou all. »

E guirionez, Monika e devoa ezomm euz ann ali-ze ; rak troet oa eunn tammik var ann eva. Aliez e veze kaset d’ar c’hav, ha neuze ec’h eve banneou dre guz. Da genta, ne rea nemed tanva, mes deuet oa hag ec’h eve banneou braz. Doue a roaz d’ezhi ar c’hras da drec’hi ann tech fall-ze, ha setu ama penaoz. Unan euz ar plac’hed a anaie troiou ar verc’h, hag eunn devez m’oa eat drouk ennhi e lavaraz mezvierez pe lonkerez da Vonika. Houma e devoue kement a vez o klevet ann dra-ze ma chenchaz a-grenn enn eunn taol kount, ha ma torraz neat ar goall voazamant e devoa kemeret.

Pa oue enn oad da fortunia, ar Zantez a zimezaz da eur bourc’hiz euz a Dagast, he hano Patris. Ar bourc’hiz-ma a ioa c’hoaz paian, hag eur goall den oa ive avechou. Pa zisplije eunn dra bennag d’ezhan, ez ea enn egar hag e pec’he spountuz. Monika ne glaske ket herpel outhan, mes lezel a rea ar barr da dremen hep lavaret ger, hag evelse e c’hounezaz a nebeut a nebeut kaloun he fried dre he dousder hag he fasianted. Patris en em c’hreaz kristen bloaz araok he varo, hag epad ar bloaz-se e oue bepred aketuz d’he oll zeveriou a relijion.

Pa deue gragez all d’en em glemm outhi euz ar vuez fall a veze etre ho goazed hag hi, ar Zantez a respounte d’ezho : « — Diouallit ne veac’h hoc’h-unan kaoz d’ann dra-ze dre ho flipadou hag ho rebechou. Mar karfac’h beilla muioc’h var ho teod, n’o pefe ket marteze kement a boan gant ho priejou. » Meur a hini a heuliaz he ali hag en em gavaz kalz eurusoc’h goudeze.

Monika a iea bep mintin d’ann offerenn ha dioc’h ann noz ez ea adarre d’ann iliz da lavaret he fedennou. Hed ann deiz e laboure enn he zi; mes e kreiz he labour ne golle morse ar guel a Zoue hag ar zonj euz ar baradoz. Poania a rea ive hervez he galloud da bourvei da hoir ezommou ar beorien hag ann dud klanv.

Patris o veza maro er bloaz 371, ar Zantez a jomaz intanvez gant tri grouadur, daou baotr hag eur verc’h. Ar c’hosa anezho oa an hini a dlie beza divezatoc’h sant Aogustin. Mes d’ar mare-ze ne oa siouaz! nemed eunn den iaouank difeiz ha direol. N’e ket na oa bet kelennet mad gant he vamm ; mes, e leac’h selaou kenteliou he vamm, Aogustin a ioa bet guell ganthan selaou mouez ar bed hag ann drouk-spered. En em daolet oa d’al libertinach, ha daou vloaz goude maro he dad en doa zoken dianzavet ar feiz katholik evit heul fals kredennou ar Manikeaned.

Monika ne ehane da vouela var dizursiou he mab, ha da bedi Doue da rei d’ezhan ar c’hras da zistrei. Doue en devoue truez erfin ouz daelou eur vamm ker santel ha ker glac’haret. Aogustin, o veza eat da Vilan da ober skol var ar rhetorik, a gavaz tro eno da velet ha da glevet sant Ambroaz, eskop ar gear-ze. Hogen, komzou sant Ambroaz a reaz d’ezhan, da genta, dilezel fals kredenn ar Manikeaned, ha goudeze e rejont d’ezhan ive kuitaat a-grenn he vuez fall. Chench a eure enn eunn taol kount evel eunn all enn he blas, hag euz a bec’her hag a heretik aheurtet ma’z oa diagent e teuaz da veza eur zant hag eunn doktor braz euz ann Iliz.

Monika ne c’houie penaoz trugarekaat Doue evit eur jenchamant ker kaer ; rak eat oa he-unan da Vilan var-lerc’h he mab, evit teuler evez anezhan ato guella ma c’hellje. He c’haloun a ioa beuzet enn eur mor a joa, ha lavaret a rea enn eur zridal : « — Brema n’em euz mui netra da c’hoantaat var ann douar p’e guir va mab a zo, n’e ket hebken distroet d’ar feiz katholik, mes c’hoaz en em roet holl da zervich Doue. »

Prest goude e kouezaz klanv e kear Ostii, hag eno e varvaz leun a veritou er bloaz 387, oajet hebken a bemp bloaz hag hanter-kant. Ne c’houlennaz nemed eunn dra digant he bugale araok mervel : « M’ho devije sonj anezhi enn ho fedennou. »


SONJIT ERVAD

Santez Monika, o veza c’hoaz iaouankik, a eve banneou dre guz pa veze kaset d’ar c’hav da gerc’hat guin. Ann dra-ma a ziskouez gant pebez evez e tle ann tadou hag ar mammou beilla var ho bugale evit miret outho da gemeret boazamanchou fall. Mes e kenver ann eva e reer aliez ar c’hountrol. Aliez e roer da eva d’ar vugale, pa vezont c’hoaz bihanik. « Arabad eo diranna ar vugale, » a leverer. Diranna ar vugale a renker eo euz ar pez a c’hell beza noazuz d’ho c’horf pe d’ho ene. Ma ve eur c’hrouadur e riskl d’en em c’hlaza gant eur gountell, daoust ha ne lamfac’h ket dioc’htu ar gountell-ze euz a dre he zaouarn ? Mad, kalz muioc’h a rezoun oc’h euz da ober evit he ene ar pez a rafac’h evit he gorf; ne lezit eta morse eur c’hrouadur da gemeret eur voazamant hag a c’hellfe beza divezatoc’h ar penn-kaoz euz he zaonasion.