Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Ar Groaz Kavet

Eus Wikimammenn
◄   Athanaz Ar Groaz Kavet Monika   ►



ann trede devez a viz mae


GOUEL AR GROAZ KAVET
————


Ann impalaer Konstantin, d’ar mare ma’z oa c’hoaz paian, en doa guelet enn ear eur groaz skedusoc’h eged ann heol, ha var ar groaz-se oa skrivet ar c’homzou-ma : « — Ar Groaz eo a raio d’ehoc’h beza treac’h d’hoc’h enebourien. » Ann impalaer, o veza gounezet ar viktor, a lakeaz merka eur groaz var banniellou ar c’houarnamant ha var arc’hant ar vro, hag hiviziken e falvezaz d’ezhan e vije diskouezet enn he batromiou gant eur voul aour enn he zorn deou hag eur groaz var ar voul, evit rei da anaout oa dre ar Groaz oa bet saveteet ar bed.

Santez Helena, he vamm, e devoa c’hoaz muioc’h a zevosion evit ar Groaz. Petra bennag m’oa dija tost d’he fevar-ugent vloaz, ar brinsez-se a c’hoanteaz mont da Jerusalem da velet ar plasou santel ha da glask ar guir groaz m’oa bet staget outhi hor Zalver Jezuz-Krist. Doue he-unan eo en doa lakeat ar zonj-ma enn he spered.

Eunn druez oa guelet e pe stad edo neuze ar plasou santel a Jerusalem. Dre gasouni ouz ar relijion gristen, ar baianed o doa dastumet berniou mein var menez, Kalvar, ha savet var c’horre imach Venus, doueez ar pec’hed vil, hag imach Jupiter, mestr ann doueou faoz. Santez Helena a ordrenaz teuler ann imachou-ze d’ann traon, ha diatredi mad kern ha kosteziou ar menez. Tud Jerusalem a lavaraz d’ezhi : « — Mar gellit kaout bez Jezuz-Krist, e kavot ive he groaz ; rak giz ar Iuzevien oa, pa veze koundaonet unan bennag da vervel var ar groaz, enterri he groaz e kichen he gorf. »

Var bouez toulla, ec’h errujot erfin betek bez hor Zalver, ha prest goude e oue dizoloet teir groaz. Ouspenn-ze, eunn tammik a gostez, e oue kavet ar plankennik a ioa bet lakeat azioc’h penn hor Zalver dre urs Pilat, hag a ioa skrivet varnhan e tri langach : « Jezuz a Nazareth, Roue ar Iuzevien. » Sklear oa eta unan euz ar c’hroaziou-ze oa guir groaz Jezuz-Krist. Mes pehini anezho ho zeir oa ? Ann dra-ma a ioa diesoc’h da c’houzout ; rak n’oa merk ebed evit anaout oc’h pehini oa bet stag ar plankennik a ioa kavet a gostez.

Eur mirakl a dennaz buhan ann nec’hamant-se divar spered santez Helena. Dre ali sant Maker, eskop Jerusalem, ann teir groaz a oue lakeat da douch ouz eur vaouez euz a gear hag a ioa dija var he zremenvan. Ann hini glanv ne reaz van evit touch outhi ann diou groaz kenta; mes kerkent ha ma oue touchet ann drede, e teuaz da veza ker iac’h ha ker krenv ha biskoaz. Neuze e oue anat d’ann holl oa hounnez guir groaz hor Zalver, ha raktal santez Helena en em strinkaz d’ann daoulin dirazhi.

Ann impalaerez devot-ma a reaz sevel eunn iliz gaer var bez Jezuz-Krist, hag enn iliz-se e lezaz, enn eur voest arc’hant, al lodenn vrasa euz ann tenzor e devoa kavet. Eul lodenn all a gasaz da Gonstantinopl d’he mab Konstantin, hag eunn all da Rom. Euz al lodenn a ioa bet lezet ganthi e Jerusalem e veze trouc’het tammou aliez da rei d’ann dud fidel a iea di da bardouna ; mes, enn despet da gement-se, al lodenn-ze a jome ato enn he fez var a lavar sant Paolin enn eul lizer. Evelse, eme zant Sirill, hor Zalver a lakea he groaz da greski dre ma veze boulc’het, evel a reaz a benn diou vech evit ar bara epad m’edo var ann douar.

Santez Helena a gasaz ive da Rom ar plankennik a ioa skrivet varnhan e latin, e gregach hag e langach ar Iuzevien : « Jezuz a Nazareth, Roue ar Iuzevien. » Mes ar plankennik-ma n’en deuz mui nemed nao meutad a hirrder, ha goulskoude e tle beza bet daouzek. Lod euz ar geriou a ioa merket varnhan a zo debret ive gant ann amzer.

Asambles gant ar guir groaz hag ar plankennik-se, santez Helena e devoa kavet c’hoaz ann tachou a ioa bet sanket e treid hag e daouarn hor Zalver. Unan euz ann tachou-ma a zo brema e Rom, eunn all e Milan, hag e Paris ez euz daou damm euz a eunn all.

Evit ar guir groaz, ann diou lodenn vrasa anezhi a zo hirio e Rom hag e Paris. Hini Rom e deuz ouspenn eunn troatad hirrder, hag hini Paris a zo hirroc’h c’hoaz. Tammouigou bihan avad a zo stank-stank e kement korn a zo er bed katholik, hag ann tammouigou-ze a virit hon holl respet abalamour ma’z int, peb hini anezho, eul lodennik euz ar c’hoat sakr ma oue staget outhan korf Jezuz-Krist. Guir groaz hor Zalver a oue kavet gant santez Helena er bloaz 326.


SONJIT ERVAD

Sant Ephrem a lavare enn eur gomz euz ar Groaz : « Lakeomp merk ar Groaz var hon doriou, var hon tal, var hor ginou, var boull hor c’haloun, var hon holl izili. Ar Groaz eo arm ar c’hristen, ha ganthi n’e ket diez d’ezhan beza treac’h d’he holl enebourien. Rak ar Groaz e deuz gounezet ar viktor var ar maro, ar Groaz eo esperans ann dud fidel, sklerijenn ar bed hag alc’houez ar baradoz !… Dalc’hit mad eta d’ann arm-ze, o kristenien ! Ne guitait morse anezhi, nag enn deiz nag enn noz, nag e nep leac’h nag e nep heur. Ne rit morse netra heb lakaat varnhoc’h merk ar Groaz. Pa vezit kousket ha pa vezit dihun, pa vezit o vale pe o labourat, o tibri pe oc’h eva, pa vezit var vor pe o treuzi eur ster bennag, kemerit ato arm ar Groaz santel; rak, keit ha ma vezo ann arm-ma ganehoc’h, ann drouk-sperejou a jomo a bell ha ne gredint ket tostaat ouzhoc’h. »