Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Pi V

Eus Wikimammenn
◄   Monika Pi V Iann er Gaoter   ►



ar pemped devez a viz mae


SANT PI V, PAB
————


Sant Pi V a ioa ganet e kear Bosko enn Itali, er bloaz 1504. He dud a roaz d’ezhan eur gelennadurez kristen enn he vugaleach, ha d’ann oad a bemzek vloaz e kemeraz sae ar venac’h euz a Urs sant Dominik. N’en doa ken ioul nemed da blijout da Zoue e peb tra, hag ar pez a garie muia oa pedi, iun, chom pell da vedita enn noz ha kastiza he gorf dre ar binijenn. O veza bet beleget er bloaz 1528, e oue karget epad c’houezek vloaz da ober skol d’ar re all var ar philosophi ha var ann theoloji. Goudeze e oue hanvet da vestr ann novised, hag erfin da zuperior, e meur a gouent euz he Urs.

Gounit a eure kalounou ann holl, e peb leac’h hag e peb karg, dre he furnez hag he zousder. Mes ar pez a remerket ennhan dreist peb tra oa he galoun distag dioc’h traou ar bed, hag he spered a baourentez. N’en devoue morse nemed eur zae, ha ne veache nemed var droad, he spered ato o sonjal e Doue. Prezeg a rea ive gant kalz a frouez pa veze galvet da vont da zarmoun enn eunn tu bennag.

Er bloaz 1556, e oue hanvet da eskop enn despet d’he zaelou gant ar pab Paol IV, hag heb dale e oue guelet eur jenchamant kaer enn he eskopti. Er bloaz varlerc’h e oue kardinal, ha daou vloaz goude e oue kaset da eunn eskopti all el leac’h m’oa nevez bet brezel. Hogen, da heul ar vrezel oa deuet ann dismantr, ar freuz hag ann dizurs; mes ar Zant ne oue ket pell eno na lakeaz adarre ar peoc’h hag ann urs vad da ren e peb leac’h.

Erfin, goude maro ar pab Pi IV, ar zant-ma a oue choazet evit delc’her he blas. Neuze e kemeraz ann hano a Bi V; rak he hano badiziant oa Mikeal. Kenta tra a reaz evel pab a oue ingala aluzennou braz etre ar beorien, ha karga tud euz he berz da gaout soursi euz ar vinored hag euz ar merc’hed iaouank ezommek da c’hortoz ma vijent enn oad da zimezi : pa vijent deuet d’ann oad-se, hen en em garge he-unan d’ho argoulaoui.

Goudeze e labouraz heb ehana da lakaat ar feiz d’en em astenn betek ar broiou pella, da lamet ar giziou fall euz a douez ann dud fidel hag ann dud a iliz, ha da ziarbenn ann dizursiou hag ar fals kredennou e kement korn a ioa er bed katholik. Evit kement-se ec’h embannaz al lezennou a ioa bet douget gant konsil Trant, hag ar c’hatekiz a ioa bet great dre urs ar memes konsil; lakaat a reaz ive moulla a nevez ar brevier a dle ar veleien da lavaret bemdez hag al levr a vez gantho oc’h offerenna, goude beza renket evit ar guella ar pedennou a zo ennho.

Muia m’e devoa ann Iliz da ziouall, d’ar mare-ze, oa rak ann Turked. Ar re-ma a ioa neuze e barr ho brud hag ho galloud. Edont dija dirak enezenn Malt, hag ac’hano o doa sonj da zailla var ann Itali ha var ar rouanteleziou all euz ann Europ. Mes Pi V, evel eur pastor eveziant, a vele e pe seurt riskl edo ar relijion ha ne espernaz netra evit he difenn hag he zavetei. Kas a eure sikour, da genta, da enezenn Malt, ha goudeze ec’h aliaz ar brinsed kristen d’en em glevet holl evit ober brezel d’ann Turked. Lod anezho a zentaz outhan hag a zavaz eunn arme. Mes ann dra-ze ne oue ket aoualc’h evit ar pab santel; ordren a reaz, ouspenn, d’ann dud fidel iun ha pedi asambles enn ilizou evit tenna bennoz Doue var arme ar gristenien.

Ann arme-ma a ieaz dre vor da glask ann Turked hag ho c’havaz e kichen Lepant. Eno e oue, d’ar 7 a viz here 1571, eur c’hrogad stard hag hirr etre ann diou arme; rak padout a eure azalek c’houec’h heur dioc’h ar mintin betek ann noz, hag ann diou gostezenn a oue tomm d’ezho. Mes Doue a roaz erfin ar viktor d’ar gristenien. Ann Turked a gollaz tregont mil den, tri c’hant lestr ha tri c’hant daouzek ha tri-ugent pez kanol. Dek mil anezho a oue great prizounierien, hag ouspenn pemzek mil esklav kristen a oue tennet euz a dre ho daouarn. Arme ar gristenien, er c’hountrol, ne gollaz nemed seiz mil pemp kant den pe var dro.

Ar viktor gaer-ze a zo bet lakeat ato var gount sant Pi V, abalamour d’ar pedennou en doa great he-unan pe ordrenet ober evit he obten. Kerkent ha ma oue gounezet, en devoue anaoudegez anezhi digant Doue ha raktal e lavaraz d’ar gardinaled a ioa enn dro d’ezhan oa bet ar gristenien treac’h d’ann Turked. Mes ne vevaz mui pell goudeze, hag er bloaz varlerc’h, 1572, e varvaz goude eur c’hlenved poaniuz, d’ann oad a eiz vloaz ha tri-ugent.


SONJIT ERVAD

Peger braz n’eo ket nerz ar bedenn ? Gant ar bedenn e tigorer ar baradoz hag e serrer dor ann ifern. « — E guirionez m’hel lavar d’ehoc’h, eme Jezuz-Krist, kement tra a c’houlennot digant va Zad em hano-me a vezo roet d’ehoc’h. » Pedit eta mar oc’h euz c’hoant e teufe peb tra da vad ganehoc’h. Mes ne bedit ket hebken evidhoc’h hoc’h-unan, pedit ive evit ar re all, evit ho tud pe ho pugale, evit ana Iliz hag ar vro. Sant Pi V, dre he bedennou, a obtenaz digant Doue evit ar gristenien eur viktor gaer var ho enebourien, ha d’eac’h e velemp ive santez Monika oc’h obten evit he fried hag evit he mab Aogustin ar c’hras da jench buez goude beza pedet evitho epad meur a vloaz dioc’htu.