Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Maoris

Eus Wikimammenn
◄   Fransez a Asiz Maoris Bruno   ►



ann pemped devez a viz here


SANT MAORIS, ABAD
————



Maoris a ioa ganet enn eur geriadenn var ar meaz, tost da gear Loudeak enn eskopti Sant-Briek. He dud n’oant ket pinvidik ; mes evelato e kaschont anezhan d’ar skol ; rak c’hoant en doa da vont. Hogen, ken troet oa var ar studi ma’z oa goaz ganthan chom eunn devez hebken er gear. Eunn droiad, da vare ar c’hounidegez, he vamm hen dalc’haz da ziouall ann dachenn oc’h ar brini ; mes ar paotrik a bedaz ann Aotrou Doue ker kalounek ma c’hellaz dastum ar brini enn eur c’hranch evit miret na rajent drouk d’ann ed, ha goude beza serret ann or varnho, e redaz d’ar skol adarre hervez he gustumm.

Dont a reaz heb dale da veza ken habil var skianchou ar bed ha var ar skianchou sakr ma oue resevet doktor. Neuze e reaz he zonj d’en em rei holl da zervich Doue, hag e c’houlennaz guiska sae ar venac’h euz a Urs sant Bernard e Langonet enn eskopti Kerne. Kemeret e oue er gouent-se gant joa, ha raktal ec’h en em lakeaz da gerzet a diz var hent ar zantelez. Abarz nemeur e oue evit ann holl eur skouer a humilite, a vodesti hag a bep seurt vertuziou.

A benn tri bloaz goude e oue hanvet da zuperior, ha diskouez a eure er garg-ma kement a zousder, a basianted hag a furnez, ma’z oa karet hag istimet, n’e ket hebken gant he Vreudeur, mes c’hoaz gant ar brinsed hag ann eskibien. Konan IV, duk a Vreiz, a deue aliez d’he velet, hag ann eskibien divar dro a c’houlenne kuzul ha sklerijenn diganthan p’o deveze eur goall gudenn bennag da zirouestla.

Tregont vloaz a ioa ma c’houarne Maoris kouent Langonet pa roaz ann dilez euz he garg evit kaout muioc’h a amzer da bedi Doue. Mes, etre daou, Konan IV a c’hoanteaz sevel eur gouent nevez euz a Urs sant Bernard e koat Karnoet e parrez Klohar, diou leo dioc’h Kemperle, hag ar Zant a oue choazet ganthan evit kas al labour-ze da benn. Maoris a ieaz di raktal gant daouzek manac’h all euz a Langonet, hag evelse e teuaz da veza ar foundatour hag ann abad kenta euz a gouent Karnoet.

Hogen, ne c’houfe den lavaret pegement a boan en devoue eno ; rak ar vro a ioa gouez hag ann douar fall, hag he zaouzek koumpagnoun hag hen a oue meur a vech e riskl da vervel gant ann naoun. Mes Providans Doue ne vankaz morse d’ho zikour hag a bourveaz d’ho holl ezommou, avechou dre zaouarn eunn introun pinvidik euz a Gemperle, hag avechou all ive dre virakl.

Ouspenn ar boan o doa o veva, ar Zant hag he venac’h o devoue c’hoaz eunn dra all da c’houzanv. Ar gouent a ioa leun a razed, hag ar re-ma a zraille ann dillad epad ann noz. Ar venac’h en em glemmaz ouz ho abad, hag her pedaz da rei he valloz d’al loaned-se. Ar zant a glaskaz dre ijin en em zizober euz al loaned kasauz-ze ; mes kaer en devoue ne c’hellaz ket miret outho d’ober droug. Neuze erfin e taolaz he valloz varnho. Raktal kement raz a ioa er gouent a oue lazet gant diou vran vraz, a nije var ho lerc’h hag ho c’hasaz pell ac’hano var bouez ho beg.

Goude beza gouarnet abati Karnoet epad pemzek vloaz, sant Maoris a varvaz eno leun a veritou d’ann 29 a viz guengolo 1191, oajet a c’houezek vloaz ha tri-ugent. He gorf a oue enterret enn iliz ann abati, ha goude he varo Doue a ziskleriaz c’hoaz he zantelez dre eleiz a viraklou.

Er bloaz 1880, da viz eost, darn euz he relegou a zo bet kaset euz a Garnoet da Langonet gant eur zolanite vraz. Ar prosesion a ziblasaz euz a Garnoet d’ar zadorn, 7 eur ar miz-se, evit erruout e Langonet d’ar zul, goude beza tremenet ann noz er Faouet. Var ann hent, ann dud fidel a zirede a bep tu da ober henor d’ar Zant, ha tri eskop, eur maread beleien, hag ouspenn kant mil gristen o deuz kemeret perz er zeremoni gaer-ze.


SONJIT ERVAD

Ann tadou hag ar mammou a vez klevet aliez o klemm abalamour ne zesk ket ho bugale er skol ; mes aliez ive int kaoz ho-unan abalamour ma talc’hont ar vugale-ze er gear var ann distera digarez. Koll eunn devez skol hebken a zo kalz evit eur c’hrouadur ; rak evelse n’e ket eaz d’ezhan mont da heul ar re all, ha pa ne c’hell ket mont da heul ar re all, eur c’hrouadur a deu buhan da fallgalouni ha n’en deuz mui kement a blijadur o studia. Mar oc’h euz eta, tadou ha mammou, kavet eur skol vad ha kristen evit ho pugale, kasit-hi d’ar skol-ze bemdez, hag a nebeut a nebeut e velot anezho o teski kouls hag ar re all, ha marteze zoken guelloc’h egetho.