Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Bruno

Eus Wikimammenn
◄   Maoris Bruno Serj ha Bakus   ►



ar c’houec’hved devez a viz here


SANT BRUNO, ABAD
————



Ar zant-ma a ioa ganet e Kologn, hag a roaz ez-vihanik merkou anat euz he zantelez da zont. Enn he vugaleach oa dija henvel oc’h eunn den diazezet, ken nebeut e karie ar c’hoariou ha kement oa troet var al labour. He dad hag he vamm a ioa tud a lignez huel, mes tud a zoujans Doue oant ive. Kas a rejont anezhan da Baris da ober he studi, hag eno e teuaz da veza ken habil e berr amzer ma oue resevet doktor var ar philosophi ha var ann theoloji. Neuze e oue hanvet da jaloni e kathedral Reims.

D’ar mare-ze e varvaz e Paris eunn den brudet dre he zeskadurez, hag en doa renet eur vuez direbech hervez ann doare. Goulskoude, epad m’edot o kana offis ann anaoun evit he enterramant, pa errujot gant ar gentel a zo ar geriou kenta anezhi : « Responde mihi, » ar pez a zinifi e brezounek : « Respountit d’inn », ann den maro-ze a lavaraz krenv gant eur vouez spountuz : « — Tamallet ounn gant justis Doue. » Ann holl a oue ker strafillet o klevet kement all ma oue lezet ann enterramant da ober betek antronoz. Hogen, antronoz, pa errujot adarre gant ar gentel Responde mihi, ann hini maro a respountaz krenvoc’h eged enn derc’hent : « — Barnet ounn gant justis Doue. » Var gement-ma e oue gortozet c’hoaz ann devez varlerc’h abarz achui ann enterramant. Mes enn devez varlerc’h ann hini maro a respountaz d’ar memes komzou gant eur vouez skrijusoc’h eget biskoaz : « — Koundaonet ounn gant justis Doue. »

Eunn dra ken estlammuz a skoaz eunn taol pounner e kaloun Bruno ; rak he-unan edo enn enterramant-se, ha klevet a eure freaz ann doktor braz o lavaret oa tamallet, barnet, hag erfin koundaonet gant justis Doue. Raktal e reaz he zonj da guitaat ar bed, hag ez eaz da gaout sant Hug, eskop Grenobl, gant c’houec’h euz he vignouned.

Sant Hug a roaz d’ezho meneziou, hanvet Chartreuz, el leac’h ne oa nemed kerrek ha loaned gouez. Ho c’has a eure di he-unan, ha Bruno hag he c’houec’h koumpagnoun a zavaz eno eur chapel enn henor d’ar Verc’hez, ha seiz toullik-ti, unan evit peb hini anezho. Ann ermitach a ioa e kreiz etre teir garrek vraz hag e kichen eur feunteun, hag ann ermited ne deuent morse ac’hano. Tremen a reant ho amzer o labourat hag o kana noz-deiz meuleudiou ann Aotrou Doue. Bemdez e iunent, ha ne zebrent morse a gig, ha pa vijent goall-glanv zoken. Ne event nemed dour, ken nebeut, pe zour livet gant eur banniik guin. Dougen a reant bepred eur porpant reun, ha ne gomzent ann eil ouz egile nemed oc’h red, ha peurvuia dre zin.

Goulskoude, euz ar zeiz ermit ma’z oant da genta, Bruno oa c’hoaz ann humpla hag ann hini a rea ar muia pinijenn. Abalamour da ze e oue choazet gant ar re all evit ho zuperior, hag evelse e teuaz da veza ar foundatour euz a eunn Urs nevez a venac’h, hanvet Chartreuzed euz a hano ar meneziou el leac’h m’edont o chom.

Mes, a benn c’houec’h vloaz goude, Bruno a oue galvet da vont da Rom gant ar pab Urban II, hag ar pab-ma hen dalc’haz meur a vloaz enn he gichen evit kaout sikour diganthan da c’houarn ann Iliz. Abarz ar fin evelato en devoue kounje da zont kuit, ha neuze ec’h en em dennaz gant eunn nebeut diskibien enn eur plas distro euz ar C’halabr, enn Itali ; esper en doa ne vije ket anavezet eno evel ma’z oa dija e Frans. Mes, kaer en devoue klask kuzat, chas ar c’hount Rojer hen diskuillaz d’ho mestr dre ho harzadennou, eunn devez m’edo ar c’hount-se o chaseal. Ar c’hount, o veza erruet gant ermitach ar Zant, a reaz stad anezhan, ha raktal e lakeaz sevel eur gouent evithan hag evit ar venac’h a ioa asambles ganthan.

Er gouent-ma e varvaz Bruno d’ar 6 a viz here euz ar bloaz 1101, goude beza resevet he zakramanchou diveza gant eur feiz hag eunn devosion dudiuz. Ne oa ket c’hoaz hanter-kant vloaz echu.


SONJIT ERVAD

Kaozeal kalz a zo aliez noazuz hag ato riskluz. Guella tra zo da ober, evit ren eur vuez santel, eo komz nebeut gant ann dud, ha komz aliez gant Doue. Ann nep ne bec’h ket gant ne deod a zo eunn den parfet, eme ann abostol sant Jakez. Beillit eta var ho teod ; tavit ma n’e ket red d’ehoc’h parlant, ha mar d-eo red d’ehoc’h parlant, mirit bepred enn ho komzou lezennou ar furnez, ann honestiz hag ar garantez.