Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Fransez a Asiz

Eus Wikimammenn
◄   Melar Fransez a Asiz Maoris   ►



ann pevare devez a viz here


SANT FRANSEZ A ASIZ
————



Ar zant-ma a ioa ganet e kear Asiz enn Itali, hag a oue savet e doujans Doue gant he vamm. Iann oa he hano badiziant ; mes he dad a ioa marc’hadour, hag a verze kalz traou d’ar Fransizien. Abalamour da ze e lakeaz deski ar gallek d’he vab, hag ann dra-ze a oue kaoz ma oue great Fransez euz a hema.

Enn he iaouankiz oa eunn tammik fougeer ; karet a rea ann dillad kaer hag ar c’houmpagnuneziou ; mes he vuez a oue ato pur, hag ato ive e oue mad da ober aluzenn. He dad a egare o velet peger brokuz oa gant he arc’hant ha gant he draou, hag eunn droiad zoken e skoaz ganthan. Abarz ar fin ez ejont ho daou da balez ann eskop hag eno Fransez a zinaz d’he dad kement tra en doa dija var he hano ha kement en doa guir da gaout divezatoc’h. Rei a eure d’ezhan zoken ann dillad en doa bet diganthan, enn eur lavaret : « — Hiviziken em bezo muioc’h a leac’h da lakaat va holl fizians enn Tad am euz enn env. »

Neuze e viskaz dillad eunn den divar ar meaz, hag ec’h en em lakeaz da ober eur gest evit rapari iliz Sant-Damian ; rak eunn tachad a ioa en doa klevet eur vouez o lavaret d’ezhan enn iliz-se : « — Klask arc’hant, Fransez, da zresa va zi a zo prest da goueza enn he boull. » Evit kas al labour-ma da benn, ec’h en em c’hreaz darbarer he-unan, hag abarz nemeur ann iliz a oue raparet.

Goudeze ec’h en em dennaz e kichen eur chapel hag a ioa eur c’hart heur bale dioc’h kear Asiz. Ar chapel-ze, hanvet chapel ar Porsionkul pe Introun-Varia-ann-Elez, a ioa ive hanter-freuzet ; mes Fransez a reaz evithan, ar pez en doa great dija evit iliz Sant-Damian, hag heb dale e oue savet adarre a nevez.

Eunn devez m’edo eno o klevet ann offerenn, e remerkaz ar c’homzou-ma euz ann Aviel : « — N’o pezet nag aour, nag arc’hant, na mouniz enn ho kodell, ha pa’z eot enn hent, ne gasit ganehoc’h na bisac’h, na diou zae, na boutou, na baz ebed. » Kemeret a eure ar c’homzou-ze egiz pa vijent bet lavaret d’ezhan enn he bart he-unan, ha raktal e laoskaz he voutou hag he vaz, hag e tennaz he zillad ordinal evit guiska eur zae hirr, a glozaz enn dro d’he gorf gant eur gordenn. D’ar mare-ze edo o ren he eiz vloaz var’nn ugent.

Var gement-se ec’h en em lakeaz da brezeg ar baourentez hag ar binijenn e peb leac’h, ha dre nerz he brezegennou e c’hounezaz da Zoue eunn niver braz a bec’herien. Hiniennou a c’houlennaz dont da zeski ganthan ar feson da erruout enn huela pazenn euz ar zantelez, ha Franses ho resevaz hag a skrivaz evitho eur reolenn a vuez.

Hervez ar reolenn-ma, e tlient bale ato diarc’henn, dougen eur zae hebken ha beva bepred divar ann aluzenn heb kaout morse netra var ho hano. Ar Zant a ieaz he-unan da Kom da ziskouez d’ar pab ar reolenn a vuez en doa skrivet evit he ziskibien. Hogen, ne oue ket selaouet da genta. Mes, enn noz varlerc’h, ar pab en devoue eunn huvre, hag enn huvre-ze e velaz iliz Latran prest da goueza ha Fransez o skora anezhi gant he ziouskoaz. Antronoz-vintin ec’h hastaz gelver ar Zant, ha goude beza he vriatet gant karantez, e lavaraz d’ezhan n’en doa nemed meuleudi da rei d’ar pez en doa great.

Fransez, o veza distroet da Asiz, a velaz niver he ziskibien o kreski kement a zeiz da zeiz ma renkaz, e nebeutoc’h eget tri bloaz, sevel ouspenn tri-ugent kouent evit ho loja. Ar Zanta ioa ken humbl ma felle d’ezhan ne vijent hanvet nemed ar Breudeur Bihan ; mes abaoue int anavezet e peb leac’h dre ann hano a Venac’h euz a Urs sant Fransez.

Ar zant-ma a zavaz eunn Urs all evit ar merc’hed, hag eunn all c’hoaz, hanvet Trede-Urs ar Binijenn evit ar re holl, goazed pe verc’hed, ne c’hellent ket kuitaat ar bed. Ar pez a glaske dreist peb tra oa lakaat ann dud d’en em zantifia dre ar baourentez hag ar binijenn. He-unan e veve var ann douar evel eur seraphin, ken tomm oa he galoun e kenver Doue, hag ann dra-ze a oue kaoz ma oue leshanvet he Urs ann Urs seraphik. Ne zebre tamm, kouls lavaret, ha goude beza tremenet ann deiz o prezeg pe var dro ar re glanv, e tremene c’hoaz ann noz o pedi eharz ann aoter pe dirak he grusifi.

Doue en doa roet da Fransez eur c’halloud vraz var ann holl grouadurien : ober a rea anezho ar pez a garie. Eunn droiad ec’h erruaz enn eur plas el leac’h ma’z oa eur maread laboused o kana, ha laboused a bep seurt : lod a ioa var ann douar, lod all er guez ha lod all enn ear. Ar Zant a lavaraz d’ezho : « — Mad a rit, laboused va breudeur, meuli ho krouer p’e guir en deuz roet d’ehoc’h plun ker kaer ha diouaskell da nijal etrezek ann env, ha ma vag ac’hanhoc’h bemdez heb m’o pefe ezomm da labourat. » Epad ma komze, al laboused a ioa chomet sioul hag a zelle outhan enn eur astenn ho gouzoug evit diskouez ar blijadur o doa ouz he glevet. Goudeze ez eaz enn ho zouez, ha nikun anezho ne finvaz ken n’en devoue roet d’ezho he vennoz.

Sant Fransez a Asiz a varvaz e peoc’h e kouet Introun-Varia-ann-Elez d’ar pevar a viz here euz ar bloaz 1226 : ne oa ket c’hoaz pemp bloaz ha daou-ugent echu.


SONJIT ERVAD

Evit mont d’ar baradoz, ne ket red bale diarc’henn ha beva divar ann aluzenn evel sant Fransez hag he venac’h ; mes red eo kaout ar galoun distag dioc’h madou ar bed-ma enn eunn hevelep feson ma ve guell ganeomp koll ar madou-ze eged offansi Doue dre eur pec’hed marvel hebken, Setu aze petra zinifi ar baourentez a spered a zo hano anezhi er c’homzou-ma euz ann Aviel : « Euruz ar re a zo paour a spered, rak d’ezho eo rouantelez ann env ! »