Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Melar

Eus Wikimammenn
◄   Ann Elez Gardian Melar Fransez a Asiz   ►



ann trede devez a viz here


SANT MELAR, MERZER
————



Budik, roue ann Domnonee e Breiz-Izel, eur rouantelez hag a ioa ennhi hebken eskopti Kerne, eskopti Leon hag eskopti Treger, en devoue daou vab, hanvet Millio ha Rivod. Millio a ioa eunn den a zoujans Doue, hag a oue roue varlerc’h he dad. Rivod, er c’hountrol, a ioa eunn den difeiz ha fallakr, hag ann ioul en doa da veza mestr er vro a reaz d’ezhan laza he vreur evit en em lakaat da roue enn he blas.

Hogen, Millio a leze eur mab, he hano Melar, ha ne oa c’hoaz nemed seiz vloaz. Rivod a zonjaz laza hema ive ; rak aoun en devoa da veza didronet ganthan divezatoc’h, pa vije deuet enn oad. Kas a eure eta soudarded da lamet he vuez digant ar prins iaouank ; mes ar zoudarded-se a gavaz anezhan kel laouen outho, ker karantezuz ha ken henvel ouz he dad, ma oue tenereat ho c’haloun ha ma’z ejont dioc’htu enn dro da c’houlenn gras evithan. Neuze Rivod, e leac’h rei urs d’hen lakaat d’ar maro, a lavaraz trouc’ha d’ezhan hebken he zorn deou hag he droad kleiz, evit na c’hellje biken manea eur c’hleze na pignat var varc’h ; ha setu ar pez a oue great var ann heur.

Melarik keaz a ioa truezuz meurbed he zoare ; mes Doue n’hen abandounaz ket. Eskop Kerne her c’hemeraz hag a lakeaz anezhan er skol enn eur gouent venac’h. Eno e teuaz heb dale da veza ann devota hag ann habila euz ar vugale euz he oad. O veza n’en doa mui netra da esperout var ann douar, e rea fae var ar bed, hag he vrasa plijadur oa pedi Doue ha sonjal er baradoz.

Great e oue d’ezhan eunn troad arem hag eunn dorn arc’hant, hag en em zervichout a c’helle euz ann troad hag euz ann dorn-ze egiz pa vijent bet kig hag askorn evel he droad hag he zorn all. Kaeroc’h c’hoaz a erruaz ganthan zoken ; rak he droad arem hag he zorn arc’hant a greske ive dre ma kreske he izili all, hag ar mirakl-ma a ziskoueze sklear pegement oa karet gant Doue.

Ar brud euz ar burzudou-ze o veza eat betek Rivod, hema a c’hoanteaz adarre en em zizober euz he niz. Neuze eskop Kerne a gasaz Melar da guzat da di eunn den, hanvet Kerioltanus, hag a ioa o chom er penn pella euz he eskopti. Mes Rivod a c’houezaz ann dra-ze, hag a c’halvaz Kerioltanus da zont d’he gaout. Pa oue erruet, her pedaz da jom da leina, hag epad lein e komzaz outhan evelhenn : « — Mar kirit laza ar prins iaouank a zo enn ho ti, me roio d’ehoc’h madou braz hag eur renk huel em rouantelez. »

Kerioltanus a respountaz e renke da genta goulenn kuzul digant he c’hreg. Hogen, he c’hreg a oue avis e tle eunn tad hag eur vamm lezel gant ho bugale ar muia ma c’hellont a zanvez, ha var gement-se Kerioltanus a zistroaz da lavaret da Rivod oa prest da ober ann taol. Ar vech-ma, he vab hena, hanvet Justin, a ieaz ive asambles ganthan.

Etre daou, he c’hreg e devoue keuz d’ar pez e doa lavaret, hag evit savetei he vuez da Velar e tec’haz ganthan da vaner eunn dijentil euz a Frans. Mes Kerioltanus ha Justin, o veza digouezet er gear, a velaz pe seurt hent o doa kemeret, hag a redaz di var ho lerc’h. Ar prins iaouank ne anaveze ket fallagriez ann daou zen-ze ; rak ar c’hreg e devoa kuzet var he goaz ha var he mab. Kerkent ha ma errujont eta, e lammaz da boket d’ezho, hag hi dioc’h ho c’hostez a reaz ann neuz d’he vriata gant karantez. Goudeze e pedchont anezhan da vont adarre gantho d’ho zi, ha Melar a ieaz heb tamm difizians ebed.

Loja a rejont ho zri e kear Lanneur, hag eno, a greiz he gousk, ar prins keaz a oue trouc’het he benn diouthan gant he zaou goumpagnoun. Mes ar re-ma ne zalejont ket da veza skoet ho-unan gant dorn Doue. Justin a dorraz he c’houzoug enn eur dec’het enn noz euz a Lanneur, hag he dad, o veza savet var eur menez da zellet ouz ann douarou en doa bet digant Rivod evit paeamant euz he dorfed, a gollaz ar gueled enn eunn taol kount hag a varvaz prest goude heb gellout kaout sikour digant den. Rivod a oue ker spountet pa glevaz ann dra-ze ma klanvaz var ann heur gant eur c’hlenved skrijus, hag ar c’hlenved-ma her c’hasaz ive d’ar bez a benn tri devez.

Maro sant Melar a erruaz e tro ar bloaz 798.

SONJIT ERVAD

Ann ioul da veza mestr er vro a reaz da Rivod laza he vreur ha klask laza he niz, hag ann ioul da gaout danvez braz a reaz da Gerioltanus ha d’he vab en em garga da lamet he vuez digant Melar. Mar oc’h euz enn ho kaloun eur garantez direiz evit madou hag henoriou ar bed-ma, hastit affo mouga ar garantez-se, pe, a hent all, e lakaio ac’hanhoc’h da ober nousped pec’hed, ha marteze zoken ann torfejou ar re c’hrevusa.