Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Julian, Eskop

Eus Wikimammenn
◄   Iann Krizostom Julian, Eskop Fransez a Zal   ►



ann eizvet var ’nn ugent a viz genver


SANT JULIAN, ESKOP
————


Sant Julian, abostol ha kenta eskop ar Mans, a ioa ganet e Rom var dro eur bloaz var ’nn ugent goude donedigez hor Zalver. Ar pab sant Klemant her sakraz eskop, hag hen digasaz e Frans da brezeg ar feiz. Eur belek hag eunn avieler a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhan.

Goude beza great eur pennad mad a hent, ec’h errujont ho zri e kichen kear ar Mans. Hogen, tud ar gear-ma o doa neuze mil boan o klask kaout dour da eva. Julian, o veza gouezet ann dra-ze, a blantaz he vaz enn douar enn eur ober eur bedenn da Zoue, ha kerkent e sinklaz eunn eienenn grenv a zour sklear euz al leac’h m’en doa plantet he vaz.

Ar gouarner, o veza klevet hano euz ar pez a ioa c’hoarvezet, a c’halvaz ar Zant da vont d’he gaout. Ha Julian ha mont. Palez ar gouarner a ioa er penn huela euz a gear, ha pa erruaz ar Zant eno gant he zaou goumpagnoun, ez oa eharz ann or eur paour keaz dall o c’houlenn ann aluzenn. Julian a reaz sin ar groaz var daoulagad ann den-ze enn eur bedi Doue, ha raktal e teuaz ar gueled d’ezhan adarre.

Ar gouarner a oue ken estlammet gant ar mirakl-ma ma’c’h en em strinkaz d’ann daoulin dirak ar Zant. Mes Julian a reaz d’ezhan sevel en he za, ha goude beza he vriatet gant karantez, e tiskleriaz d’ezhan piou oa ha da ober petra oa deuet er vro. Kerkent ar gouarner hag holl dud he di a gredaz e Jezuz-Krist. Evelato ar Zant n’ho badezaz ket dioc’htu ; kemeret a eure amzer d’ho c’helenn var guirioneziou ar relijion, ha goudeze e vadezaz anezho gant eur zolanite vraz. Badezi a reaz er memes amzer eur maread all a dud, a bep oad, a bep stad hag a bep renk, en doa gounezet d’ar feiz evel ar re-ze. Neuze ar gouarner a roaz he balez evit servichout da iliz, hag ann iliz-ma eo c’hoaz hirio iliz kathedral ar Mans.

Goulskoude, eleiz a baianed a zalc’he ato da adori ann doueou faoz. Unan euz ar re binvidika anezho, he hano Anastaz, a gollaz he vab, ha setu hen, glac’haret-holl, o tont da gaout Julian. Ar Zant a lavaraz d’ezhan : « — Mar kredit e Jezuz-Krist, ganet euz ar Verc’hez Vari, e velot ho mab o sevel euz a varo da veo, ha c’houi hoc’h-unan o pezo ar vuez a bado da viken. » Anastaz a respountaz : « — Anzao a rann a vrema eo Jezuz-Krist guir vab da Zoue ha Salver ar bed, ha dilezel a fell d’inn a grenn servich ann idolou. »

Var gement-se, Julian a ieaz ganthan d’he di, hag enn eur bedi Doue dirak korf maro he vab e tigasaz buez ennhan adarre. O velet ar burzud nevez-ma, Anastaz hag eunn niver braz a baianed all a droaz kein d’ann doueou faoz hag en em c’hreaz kristenien.

Goude beza labouret epad pell amzer da blanta ar feiz e kear ar Mans hag er c’harteriou divar dro, ar Zant a ieaz da Rom da renta kount d’ar pab euz ar pez en doa great. Enn eur zistrei ac’hano, e tigasaz ganthan eur maread relegou evit maga ann devosion etouez tud fidel he eskopti.

Erfin, o c’houzout e tostea he heur diveza, Julian a lakeaz ar belek Thurib, unan euz he zaou goumpagnoun kenta, da eskop enn he blas, ha goudeze ec’h en em dennaz enn eul leac’h distro e kichen kear. Eno e varvaz leun a veritou er bloaz 117, a greiz m’edo o veuli Doue, he zaouarn astennet etrezek ann env, dirak ann dud a iliz hag ann dud fidel en doa galvet var he dro.


SONJIT ERVAD

Hirio n’e ket ker stank ar miraklou ha guech all, ha kement-se n’e ket souez. Guech all oa red ober miraklou evit diskouez d’ar baianed ar virionez euz ar reljion gristen ; mes, el leac’h n’ez euz nemed kristenien, ar miraklou ne d-int mui eunn dra red. Ar miraklou, eme ann abostol sant Paol, a zo evit ar re riint ket choaz gounezet d’ar feiz, ha nann evit ann dud fidel. Ar re-ma a c’hoar eo karget ann Iliz katholik da zeski d’ezho ar pez a renker da gredi ha da ober evit beza salvet, hag ann dra-ze a zo aoualc’h d’ezho. Goulskoude, Doue a ra ato a vare da vare eur mirakl bennag e korn pe gorn euz ar bed, evit digas da zonj d’ann holl eo bepred Mestr var gement tra a zo, var ar c’hlenved ha var iec’hed, var ar vuez ha var ar maro. Nag a viraklou ne c’hoarvez ket c’hoaz enn hon amzer-ni e Lourd, var menez ar Salett hag e kalz plasou all evelse !