Buhez ar Sent/1894/Iann Krizostom

Eus Wikimammenn
◄   Polikarp, Eskop ha Merzer Iann Krizostom Julian, Eskop   ►



ar seizved var ’nn ugent a viz genver


SANT IANN KRIZOSTOM, ESKOP HA DOKTOR EUZ ANN ILIZ
————


Ar zant-ma, ginidik a Antioch, a oue leshanvet Krizostom, da lavaret eo, Teod aour, abalamour ma’z oa eur prezeger dispar. D’ann oad a ugent vloaz oa echu he studi ganthan, hag e c’helle esperout beza eunn alvokad euz ar re vrudeta pe erruout er c’hargou huela euz ar vro; rak deuet oa dija da veza ken habil hag he vistri. Mes ober a reaz fae var gloar ar bed evit en em rei holl da zervich Doue.

En em denna a eure enn eur gouent, el leac’h ma viret eur reolenn a vuez euz ar re strisa, hag eno e chomaz pevar bloaz. Epad ann amzer-ze, e skrivaz eul levr kaer divar benn stad ar veleien hag eunn all divar benn hini ar guerc’hezed. Goudeze e falvezaz d’ezhan mont da veva he-unan enn eur plas a gostez ; mes koueza a reaz klanv, hag e renkaz distrei da Antioch.

Neuze e resevaz ann Urs a avieler, hag a benn pemp bloaz goude, e oue beleget. Iann a ioa d’ar mare-ze o ren he drede bloaz ha daou-ugent. Eskop Antioch her c’hemeraz raktal da vikel vraz, hag her c’hargaz da brezeg enn he blas.

Hogen, dre ann nerz euz he zarmouniou, e teuaz a benn da zisc’hrizienna ann techou fall euz ar c’halounou, da derri ar goall giziou ha da jench doare da gear holl e nebeut amzer. Prezeg a rea meur a vech er zizun, hag aliez zoken meur a vech bemdez. Mes mar d-oa eur mestr da gas he gomzou betek goeled ar galoun, e c’houie ive lakaat ann traou sklear dirak daoulagad ar spered. Ar Iuzevien, ar baianed hag ann heretiked a deue d’he zelaou, a vele dioc’htu n’edo ket ar virionez gantho.

Goude beza servichet epad daouzek vloaz da vreac’h, da lagad, ha da deod da eskop Antioch, ar Zant a oue hanvet he-unan da eskop ha da batriarch e Konstantinopl. Pa erruaz eno, ar senatourien, ann dud a iliz hag ann noblans a deuaz d’he zigemeret dre urs ann impalaer, hag antronoz ann deiz ma oue sakret, ann impalaer he-unan aieaz d’he velet ha da c’houlenn he vennoz. Labourat a eure raktal da lakaat urs e peb tra enn he eskopti. He zonj genta a oue evit ar beorien hag ann dud klanv. Sevel a reaz meur a hospital evit ar re-ma, ha rei a eure ar garg anezho da veleien santel.

Goudeze e poaniaz da lamet ar giziou fall euz a douez ar bobl. Prezeg a rea gant kalz a nerz a enep ann dizursiou, ha bez’ en devoue ar joa da velet he gomzou o tougen frouez. Ar giziou fall a oue lezet a gostez, hag ar bec’herien ar muia kaledet a zistroaz ouz Doue, Gounit a eure ive d’ar guir feiz eunn niver braz e heretiked, ha kas a reaz misionerien da gelenn var guirioneziou ar relijion ar boblou paian a ioa o chom enn tu all d’he eskopti.

Epad ma laboure heb ehana evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou, ann impalaerez Eudosii a gemeraz kaz outhan. Ann impalaerez-se, stag he c’haloun ouz ann arc’hant, e devoa klasket ober gaou ouz diou intanvez ; mes Iann Krizostom en doa difennet guir ar re-ma, hag abaoue, ar brinsez ne c’helle mui he c’houzanv. O veza ma rea ar pez a garie euz ann impalaer, he fried, Eudosii a lakeaz koundaoni ar Zant d’ann harlu, da lavaret eo, da veza kaset er meaz euz a gear hag er meaz euz ar vro.

Mes enn noz varlerc’h e oue e Konstantinopl eur c’hren douar hag a bilaz lod euz a balez ann impalaer. Eudosii a oue ker spountet ma skrivaz raktal d’ar Zant evit he bedi da zont enn dro. Pa glevchont lavaret oa erru, tud kear a redaz holl d’he ziambroug, goulou var elum gantho enn ho dorn evit ober henor d’ezhan.

Goulskoude, ar peoc’h ne badaz ket pell adarre. Var eur piller, tost d’ann iliz kathedral, oa nevez savet patrom ann impalaerezenn arc’hant, ha dirak ar patrom-ze e oue great c’hoariou hag a lakeaz ar bobl da goueza e meur a zizurs. Iann Krizostom a brezegaz a enep ar c’hoariou-ma gant he hardisegez ordinal. Neuze Eudosii a ieaz drouk ennhi goasoc’h eget biskoaz, hag ar Zant a oue koundaonet d’ann harlu evit ann eil guech. Kerkent e oue guelet a bep tu peorien hag intanvezed o vouela d’ho zad.

Iann Krizostom a oue kaset da genta da gear Kukuz enn Armenii, ha ne c’houfe den koumpren pegement a boan en devoue o vont di. Petra bennag m’edo ann derzienn ganthan ha m’en devoa eur stomok fall, e veze great d’ezhan bale e kreiz ann deiz enn despet d’ar c’hor a ioa d’ar mare-ze euz ar bloaz (ann dra-ma a ioa da viz gouere), ha pa deue ann noz ne veze ket lezet da gousket. Lavaret en deuz he-unan e oue gras ganthan pa erruaz e Sesaree, abalamour ma kavaz eno eur banne dour sklear hag eunn tamm bara ha n’oa ket louet.

Tremen a eure ar goanv e Kukuz, hag enn hanv varlerc’h e teuaz urs d’he gas da eur gear all hag a ioa er penn pella euz ar rouantelez, var bord ar Mor Du. Mes ne c’hellaz ket mont betek eno. Mervel a reaz enn hent, d’ar pevarzek a viz guengolo euz ar bloaz 407, enn eur lavaret ar c’homzou-ma : « — Doue ra vezo meulet e peb tra! »

E Konstantinopl e oue neuze eur barr-kazarc’h spountuz, ha d’ar pevare devez goude e varvaz ann impalaerez.

Ouspenn ar prezegennou hag ar zarmouniou kaer en deuz lezet dre skrid, hag azo kaoz m’eo leshanvet Teod aour, sant Iann Krizostom en deuz great c’hoaz meur a levr all evit kelennadurez ann dud fidel.

kenteliou sant iann krizostom

Da genta. — N’ez euz vertuz ebed hag hon tosta muioc’h ouz Doue eged ann dousder : bugale Doue a zo dous ha leun a vadelez

D’ann eil. — Ann nep ne zifenn ket ar virionez pa dle hen ober, hag ann nep ne gred ket he lavaret, o deuz ker braz pec’hed hag ann hini a lavar gevier.

D’ann trede.— Ar c’horf en deuz poan o iun hag oc’h ober pinijenn ; mes ann ene a gav eno he joa hag he euruzded.

D’ar pevare. — Aoualc’h a zrouk a ra ann hini ne ra ket a vad

D’ar pemped. — Ann nep ne glask nemed plijout da Zoue ha labourat evit he c’hloar ne ra ket a fors pe hen a vezo henoret pe hen a vezo disprijet gant ann dud.