Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Fransez a Zal

Eus Wikimammenn
◄   Julian, Eskop Fransez a Zal Martina, Guerc’hez ha Merzerez   ►



ann naved var ’nn ugent a viz genver


SANT FRANSEZ A ZAL, ESKOP HA DOKTOR EUZ ANN ILIZ
————


Ar zant-ma, ginidik euz ar Savoa, en em roaz da Zoue kentre ma teuaz d’he anaout. Da Baris e oue kaset da ober he studi, hag eno e kommunie da nebeuta eur vech er zizun. Ne anaie er gear vraz-se nemed daou hent, hent ar skolach hag hent ann iliz. Evit kastiza he gorf, e iune bep merc’her, bep guener ha bep sadorn euz ar bloaz, ha kement e karie ar jastete ma sonjaz a-neuze ober veu d’he miret epad he vuez.

Ann drouk-spered, evit he spounta, a glaskaz rei d’ezhan da gredi ne oa baradoz ebed evithan. Doue hebken a c’hoar pegement a boan en devoue gant ann dentasion-ze. Ne c’helle mui kousket, ha ne zebre na ne eve, kouls lavaret ; dizec’ha a rea var he dreid, ha liou ar maro a ioa dija varnhan. Evelato ne lezaz morse a gostez he bedennou hag he zevosionou, mes lavaret a rea : « O va Doue, ma ne c’hellann ket ho karet er bed all, me fell d’in da vihana ho karet keit ha ma vinn er bed-ma. »

C’houec’h sizun a ioa m’edo er stad truezuz-se pa’z eaz eunn devez d’ann iliz, hervez he gustumm, enn eur zont euz ar skolach. Kaout a reaz eno, e chapel ar Verc’hez, ar Memorare skrivet var eur feuillennik paper, ha setu hen d’en em strinka d’ann daoulin, ha da lavaret ar bedenn-ze euz a greiz he galoun hag enn eur vouela. Goudeze e ra veu da viret ato ar jastete ha da lavaret bemdez he japeled. Kerkent ec’h en em zant pare, hag e teu adarre ar peoc’h enn he spered hag ar fizians enn he ene.

Pa oue echu he studi ganthan, Fransez a resevaz ann Ursiou sakr, hag a benn eunn tachad goude, e oue kaset d’ar Chable da velet hag hen a c’hellje lakaat tud ar vro-ze da zistrei d’ar feiz katholik; rak holl, kouls lavaret, oant eat da brotestanted.

Ar Zant a stagaz raktal d’al labour, ha ne c’houfe den koumpren pegement en devoue da c’houzanv. Var he droad ez ea ato, petra bennag ma veze aliez kignet he dreid ha leun-c’hoad he zivesker. Meur a vech e renkaz loja er meaz : eunn droiad e tremenaz ann noz enn eur vezenn, eunn droiad all enn eur forn, hag eunn droiad all c’hoaz dindan toenn eunn iliz hag a ioa hanter-gouezet enn he foull. Meur a vech all e kavaz dor zerret el leac’h ma c’houlenne digor, ha ne veze ket roet a vara d’ezhan zoken evit arc’hant. Meur a vech all erfin e oue klasket lamet he vuez diganthan, hag eunn devez e oue eseat enna varnhan betek teir guech dioc’htu; mes ann tenn ne d-eaz ket er meaz, ha goulskoude ar fuzuill a ioa e ratre.

Da genta, ar brotestanted ne deuent ket d’he zelaou : difenn o devoa a berz ho ministred. Mes Fransez ne fallgalounaz ket evit kement-se. Kendelc’her a eure da brezeg heb ehana, e kear Thonon hag er c’heriadennou divardro, ha Doue ne zaleaz ket da rekoumpansi he boan hag he volontez vad.

Dre he zousder hag he basianted, e teuaz a nebeut a nebeut da c’hounit ar c’halounou ar muia kaledet, hag a benn tri pe bevar bloaz, en devoue ar joa da velet ar Chable a bez o tistrei d’ar relijion gatholik. Kounta a reer e lakeaz var dro daouzek mil heretik ha tri-ugent da zilezel ho fals kredennou, hag ann dra-ma a roaz tro d’ar c’hardinal du Perron da lavaret : « — Evit diskouez d’ar brotestanted n’ema ket ar virionez gantho, me a zo ker goest hag eunn all; mes evit ho gounit d’ar guir feiz, eo red ho c’has da Fransez a Zal. »

Ar Zant a oue hanvet neuze da eskop e Jenev, ha kenta ma c’hellaz, ez eaz da ober eunn dro dre he eskopti. Hogen, parreziou a ioa ha n’oa ket eaz tostaat outho ; rak guintet oant var meneziou huel e kreiz ar c’herrek. Mes ar garantez a roe treid, pe, evit lavaret guell, diouaskell da Fransez ; rak gouzout a rea ez oa eno ouz he c’hortoz eneou hag a ioa koustet da Jezuz-Krist betek ar berad diveza euz he c’hoad.

N’en doa ken ioul nemed da lakaat Doue da ren enn holl galounou, ha da zigas d’ar gear ann holl denved dianket. Digemeret a rea ar bec’herien gant kement a vadelez ma veze rebechet d’ezhan avechou oa re chentil enn ho c’henver. Mes ar Zant a respounte : « — Ma vije bet eunn dra bennag all guelloc’h eged ann dousder, Doue ne vije ket bet manket d’hen deski deomp. Mes ne lavar d’eomp nemed daou zra : beza dous hag humbl a galoun. » Ker mad oa ive d’ar paour ma lavare eunn deiz unan euz he servicherien : « — Hor mestr-ni a zo eur zant; mes hor c’has a rai holl d’ann hospital, hag he-unan ez ai da genta ma ne daol evez. »

E kreiz he labouriou abostolik, Fransez a gavaz c’hoaz amzer da skriva levriou kaer evit kelennadurez ann dud fidel. Sevel a eure ive eunn Urs nevez a leanezed dindan ann hano a Leanezed ar Vizitasion.

Erfin, o veza bet tro da zont e Frans, e klanvaz e Lion d’ar 27 a viz kerzu 1622, hag antronoz e varvaz eno e peoc’h d’ann oad a bemp bloaz hag hanter-kant. He gorf a oue kaset da Annesi, el leac’h ma erruaz d’ann 29 a viz genver euz ar bloaz varlerc’h; abalamour da ze e vez great he c’houel da genver ann deiz-ma. Ar pab Pi Nao en deuz lakeat anezhan e renk ann doktored euz ann Iliz.

Goude he varo e oue digoret, hag e oue kavet ar vestl kaledetenn he greiz, kement en doa moustret var he galoun evit miret na ’z aje drouk ennhan ; rak dre natur sant Fransez a Zal a ioa douget d’ar vuhanegez, ha mar d-oa bet ken dous epad he vuez, ne oa nemed var bouez poania da veza ato treac’h d’ezhan he-unan.


SONJIT ERVAD

« Euruz ar re a zo dous, eme ann Aviel, rak bez’o devezo ar guir douar a bromesa ! » Beza drouk ha rust n’eo mad nemed da drenka ar sperejou ha da vaga kasouni. N’e ket a daoliou mein nag a daoliou baz eo e teu ar pastor d’ar zigas d’ar gear ann danvad dianket mes he zougen a ra gant karantez var he ziouskoaz Nag a dud n’en deuz ket sant Fransez a Zal gounezet da Zoue dre he zousder ! Tadou ha mammou, mistri ha mestrezed, kemerit skouer diouthan p’o pezo ezomm da gelenn pe da skandalat ho pugale pe ho servicherien, hag heb dale e velot eur jenchamant vraz enn ho ti.