Buhez ar Sent/1894/Joseph, Pried ar Verc’hez

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Gabriel Joseph, Pried ar Verc’hez Sirill a Jerusalem   ►



ann naontekved devez a viz meurs


SANT JOSEPH, PRIED AR VERC’HEZ VARI
————



Sant Joseph a ioa ginidik euz a gear Nazareth er Galilee, hag a ziskenne euz a lignez ar roue David. Ann Aotrou Doue, o veza he joazet evit beza pried d’ar Verc’hez Vari ha tad mager da Jezuz, her c’hargaz a c’hrasou braz azalek he vugaleach. Lod a lavar zoken e oue neteat he ene dioc’h ar pec’hed orijinel araok m’oa ganet.

Evel n’oa ket pinvidik he dud, petra bennag ma’z oant a lignez huel, sant Joseph a zeskaz ar vicher a galvez evit gounit he voued. Er vicher-ma e kave easoc’h tro da veva he-unan gant Doue, pell dioc’h trouz ha danjeriou ar bed. Ar Skritur Sakr a ra d’eomp he veuleudi dre eur ger hebken. « Joseph, emezhi, a ioa eunn den just. »

Ar ger-ma a goumpren ann holl vertuziou. Joseph a ioa eunn den just, da lavaret eo, ne vanke morse da

nikun euz he zeveriou e kenver Doue, e kenver he nesa

hag enn he genver he-unan. Joseph a ioa eunn den just, da lavaret eo c’hoaz, na Doue, nag ann nesa, nag he goustians he unan, n’o doa netra da rebech d’ezhan.

Sant Joseph a zimezaz d’ar Verc’hez Vari d’ann oad a zaou-ugent vloaz. Setu ama penaoz. Pa oue ar Verc’hez enn oad da zimezi, ar veleien a zonjaz klask eur pried d’ezhi e lignez ar roue David. Hogen, bez’ez oa eur maread paotred iaouank euz ar vouen-ze. Mes, Doue a roaz da anaout dre eur burzud eo Joseph a ioa bet choazet ganthan evit pried d’ar Verc’hez. He c’hemeret a reaz eta petra bennag m’en doa he-unan great veu a virjinite.

Goude ho eured, Joseph ha Mari en em dennaz e Nazareth, ho bro. Di eo ez eaz ann arc’heal Gabriel da lavaret d’ar Verc’hez oa choazet evit beza mamm da Zalver ar bed. Mari ne guze netra ouz he fried; goulskoude ne gountaz ket ann dra-ma d’ezhan, abalamour ma’z oa var he meno eunn dra hag a rea re a henor d’ezhi. Mes Doue he-unan a gasaz eunn eal da ziskleria da Joseph ar pez a ioa c’hoarvezet. « — Joseph, eme ann eal, n’o pezet aoun ebed o telc’her Mari ganehoc’h ; rak n’e deuz konsevet nemed dre c’halloud ar Spered-Santel. Lakaat a rai er bed eur mab, hag ar mab-se a hanvot Jezuz, da lavaret eo Salver; rak hen eo a zavetaio he bobl enn eur zizamma anezhan euz he bec’hejou.

Pa c’hanaz ar Mabik Jezuz e kraou Bethleem, sant Joseph en devoue ann eur d’hen adori da genta asambles gant ar Verc’hez, ha goudeze en devoue ive ar joa da velet ar bastored divar dro hag ann tri roue euz ar Zao-Heol o tont d’en em strinka d’he dreid hag oc’h he anaout evit ho Zalver hag ho Doue.

Daou-ugent devez goude m’oa ganet, ar Mabik Jezuz a oue kaset da Jerusalem gant Joseph ha Mari evit beza kinniget da Zoue enn templ. Eno sant Joseph a resevaz, evel ar Verc’hez, bennoz ann den santel Simeon. Mes ar c’homzou-ma a lavaraz Simeon da Vari: « — Ho kaloun a vezo treuzet gant eur c’hleze a c’hlac’har », a skoaz

ive eunn taol pounner e kaloun he fried.

Etre daou, ar roue Herodes a roaz urs da laza ann holl vugale vihan a ioa e Bethleem ha tro var dro betek ann oad a zaou vloaz. Neuze eunn eal a deuaz da gaout Joseph enn noz, hag a lavaraz d’ezhan dre he gousk : « — Savit, kemerit ar bugel hag he vamm, ha tec’hit gantho d’ann Ejipt ; rak Herodes a zo o klask ar bugel evit hel lakaat d’ar maro. » Joseph a zentaz heb lavaret ger ; kemeret a eure ar bugel hag he vamm, ha setu hen gantho d’ann Ejipt.

Goude maro Herodes, ann eal a deuaz adarre da gaout Joseph enn noz, hag a lavaraz d’ezhan : « — Maro eo brema ar re a glaske lamet he vuez digant ar bugel. Savit eta, ha distroit ganthan ha gant he vamm da vro israel. » Joseph a zavaz var ann heur, a gemeraz ar bugel hag he vamm, hag a zistroaz gantho da gear Nazareth er Galilee.

Jezuz ha Mari a ioa kustumm da vont bep bloaz da Jerusalem da c’houeliou Pask. Pa oue deuet ar Mabik Jezuz d’ann oad a zaouzek vloaz, e kaschont anezhan gantho. Hogen, da fin ar goueliou, ar Mabik Jezuz a jomaz e Jerusalem var ho lerc’h, ha Joseph ha Mari ne c’houient dare. Kredi a reant edo gant unan bennag euz ho c’herent pe ho anaoudeien ; rak ann holl a glaske he gaout da goumpagnoun. Pebez enkrez eta, pebez nec’hamant, pebez anken, pa remerkchont n’edo ket! Mes ive pebez joa ha pebez levenez pa her c’havchont goudeze enn templ o tisput ouz ann doktored.

Ar mabik Jezuz a zistroaz raktal da Nazareth gant ar Verc’hez ha sant Joseph hag eno, eme ar Skritur Sakr, e tremene he amzer o senti outho. Netra ne ziskouez guelloc’h mirit sant Joseph hag ar c’halloud en deuz brema enn env eged ar c’homzou-ze : « Jezuz a zente outhan. » O gloar heb he far ! Jezuz a zente ouz Joseph evel ma sente ouz Mari, egiz pa vije bet ive mab da Joseph evel ma’z oa e guirionez mab da Vari.

Ar Skritur Sakr ne verk netra ken d’eomp divar benn sant Joseph. Kredi a reer e varvaz epad m’edo c’hoaz hor Zalver e Nazareth. Bez’en devoue eta ann eur da

vervel etre divreac’h Jezuz ha Mari, hag abalamour da

ze eo bet kemeret ato evit patroun ar maro mad. Enn hon amzer-ni, ar pab Pi Nao en deuz her choazet, var goulen ann holl dud a iliz hag ann holl dud fidel, evit patroun ann Iliz katolik enn he fez.


SONJIT ERVAD


Sant Joseph en deuz bet ann eur da vervel etre divreac’h Jezuz ha Mari. Pedit anezhan ive dreist peb tra da obten evidhoc’h digant Doue ar c’hras da gaout eur maro mad. Livirit aliez enn ho puez he hano benniget asambles gant ann hanoiou sakr a Jezuz hag a Vari, evit m’o pezo ar c’hras d’ho lavaret adarre var ho tremenvan. Ann tri hano dous-se, lavaret neuze gant feiz ha gant devosion, a roio nerz d’ehoc’h da c’houzanv heb en em glemm poaniou ann heur diveza, hag er memes amzer e vezint evidhoc’h eunn errez euz a c’hloar hag euz a joauzted eternel ar baradoz.