Buhez ar Sent/1894/Sirill a Jerusalem

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Joseph, Pried ar Verc’hez Sirill a Jerusalem Beneat, Abad   ►



ann ugentved devez a viz meurs


SANT SIRILL A JERUSALEM, ESKOP HA DOKTOR EUZ ANN ILIZ
————



Sirill a ioa ganet e Jerusalem er bloaz 315 pe var dro, hag a studiaz ar Skritur Sakr azalek he vugaleach. He aked d’ar studi-ze ne reaz nemed kreski gant ann oad, hag evelse ar feiz katholik a gavaz ennhan eunn difennour habil ha kalounek. Maksim, eskop Jerusalem, her belegaz, ha goudeze e oue karget da brezeg bep sul d’ar bobl fidel ha da ober katekiz d’ar Iuzevien ha d’ar baianed a felle d’ezho reseo ar vadiziant. Teir var’nn ugent euz he brezegennou a zo deuet betek ennomp, ha dioc’h ar prezegennou-ze e veler oa eur mestr da lakaat guirioneziou ar relijion da bara splamm dirak daoulagad ar re a veze oc’h he zelaou, ha da ziskouez ne oa nemed gevier oc’h heul ann heretiked.

Ann eskop Maksim o veza maro, Sirill a oue choazet evit delc’her he blas. Prest goude, e c’hoarvezaz e Jerusalem eunn dra vurzuduz meurbed. D’ar seiz a viz mae euz ar bloaz 351, da nav heur dioc’h ar mintin, e oue guelet azioc’h menez Kalvar eur groaz vraz-vraz, hag hi

skedusoc’h eged ann heol. Ar groaz-se ne oue ket remerket

gant eunn den pe zaou hebken, mes gant holl dud kear ; rak chom a eure enn ear epad meur a heur dioc’htu, hag astenn a rea he divreac’h betek menez Olived. Ar bobl holl a redaz d’ann iliz da drugarekaat Doue asambles gant he eskop, hag ar baianed ho-unan a lavare evel ar gristenien : « — Mil bennoz d’ehoc’h, Salver Jezuz ! »

Sant Sirill a veve enn amzer sant Athanaz, hag en devoue, evel ar zant-ma, kalz da c’houzanv a berz ann Arianed. Tamallet e oue e faoz gantho ha torret euz he garg a benn diou vech. Neuze ec’h en em dennaz e kear Tars er Silisii, hag eno e chomaz betek maro ann impalaer Konstans. Pa oue pignet ann impalaer Julian var ann tron, e c’hellaz distrei d’he eskopti, hag eur vech distro e labouraz heb ehana da zigas adarre var hent ar vertuz hag ar virionez ar gristenien a ioa eunn tammik faziet divarnhan.

Ann impalaer Julian a ioa bet badezet ; mes goudeze en doa dilezet servich ar guir Doue evit adori doueou ar baianed. Gant ar gounnar en doa ouz ar relijion gristen, ann impalaer-ze a falvezaz d’ezhan lakaat ar bropheted ha Jezuz-Krist he-unan da c’haouiaded. Ar bropheted o devoa diskleriet guech all e teuje eunn amzer ma n’o devije mui ar Iuzevien na roue, nag aoter ebed da ginnig sakrifisou da Zoue hervez ho lezenn, hag hor Zalver en doa lavaret ive, enn eur gomz euz a dempl Jerusalem, ne jomje ket anezhan daou vean ann eil var c’horre egile. Setu petra ioa erruet p’oa bet kemeret kear Jerusalem gant arme Titus, mab ann impalaer Vespasian. Templ ar Iuzevien a ioa bet diskaret ha dismantret-holl, hag ar Iuzevien ho-unan kaset tu-ma tu-hont evel esklavourien dre gement korn a ioa er bed.

Ann impalaer Julian a zonjaz ho gelver da vont adarre da Jerusalem, ha sevel a nevez evitho ann templ o doa eno guech all. Kemeret a eure ar mizou enn he gount, ha raktal e oue staget d’al labour. Mez pa’z ejot da glask lakaat ar vein genta, goude beza diatredet plas ann templ

koz, flammou-tan spountuz a zilammaz euz ann douar
var al labourerien, ha meur a hini euz ar re-ma a oue

mouget gantho. Ann dra-ze a c’hoarvezaz ken aliez guech ma’c’h eseaz ar vansounerien labourat, hag abarz ar fin e oue renket lezel al labour a gostez evit ato. Sant Sirill en doa lavaret dija petra erruje ; mes ar Iuzevien hag ar baianed ne reant van evit he glevet. O velet ar mirakl-ma goulskoude, eleiz anezho a zigoraz ho daoulagad da sklerijenn ar feiz.

Enn amzer ann impalaer Valens, ar Zant a oue kaset kuit euz he eskopti evit ann eil guech ; mes distrei a eure enn amzer ann impalaer Grasian, ha neuze e poaniaz da rapari ann drouk o doa great ann heretiked epad ann unnek vloaz m’oa bet ar pastor dalc’het pell dioc’h he zenved enn despet d’ezhan. Doue a vennigaz he boan ; rak sant Bazil, o veza eat da Jerusalem prest goude, a verk d’eomp oa krenv ar feiz hag ann devosion etouez kristenien ar gear-ze.

Sirill a ieaz d’ar c’honsil jeneral a oue asamblet e Konstantinopl er bloaz 381, hag er bloaz 386 e varvaz leun a veritou e Jerusalem, oajet a zek vloaz ha tri-ugent.


SONJIT ERVAD

Ann impalaer Julian a falvezaz d’ezhan lakaat ar bropheted ha Jezuz-Krist he unan da c’haouiaded ; mes koueza a reaz buhan he viz meud enn he zorn pa glevaz menek euz ar flammou tan a zilamme euz ann douar var he labourerien. Eur vech all, ann impalaer-ze a c’houlennaz ouzeur c’hristen : « — Oc’h ober petra ema brema mab ar c’halvez ? » Mab ar c’halvez oa ann hano a roe da Jezuz-Krist abalamour sant Joseph, he dad mager, a ioa kalvez dre vicher. Ar c’hristen a respountaz : « — Oc’h ober eunn arched ema ; » hag a benn eunn tachad goude, Julian a varve enn eur lavaret: « — Treac’h oud d’inn, Galilean ! » Galilean a ioa eunn hano all a roe d’hor Zalver, abalamour m’oa bet o chom e kear Nazareth er Galilee. Evelse, abred pe zivezad, Doue a c’hounit ato ar viktor var he holl enebourien. Bezit eta bepred stard enn ho feiz ; ar re a ra brezel d’ar relijion ha d’ann Iliz a dremeno

gant ho ourgouill hag ho fallagriez ; mes komzou Doue ne dremenint ket.