◄ Patris | Gabriel | Joseph, Pried ar Verc’hez ► |
ant Gabriel, arc’heal, eo ann eil euz ar seiz prins
euz ann env a zo ato dirak tron ann Aotrou Doue
evit kemeret he ursiou hag ho c’has el leac’h ma’z eo
dleet. Ann holl a c’hoar ez euz nao c’heur elez. Ann
daou genta eo ar Seraphined hag ar Cherubined; hojen
sant Gabriel eo chef ar Cherubined hag he hano a zinifi
Nerz Doue.
Evit teuler evez euz ann dud, euz ar c’heariou hag euz ar rouanteleziou, Doue en em zervich euz ar c’heuriou izela etouez ar sperejou euruz, da lavaret eo, euz ann elez hag euz ann arc’helez. Mes, p’en deuz eunn dra vraz bennag da ziskleria d’ar bed, p’en deuz da zigas var ann douar eur c’helou hag a zell ouz ar bed holl. Doue a joaz he gannaded er c’heuriou huela, hag ar c’hannaded-ma a hanver neuze ive elez pe arc’helez petra bennag m’o deuz eunn hano all er baradoz. Evelse, petra bennag m’eo sant Gabriel chef ar Cherubined, e reomp anezhan evelato ann arc’heal Gabriel, abalamour ma oue choazet gant Doue evit beza he gannad dreist-ordinal dirak ar prophet Daniel, ha goudeze dirak Zakarias, tad sant Iann-Vadezour, ha dirak ar Verc’hez Vari. Rak ar ger eal a zinifi kannad, hag ar ger arc’heal, kannad dreist-ordinal.
Sant Gabriel a oue karget, da genta, da verka guech all d’ar prophet Daniel ar mare ma tlie ar Mesias en em ziskouez. Eunn devez m’edo ar prophet-se o pedi, ann arc’heal Gabriel a gomzaz outhan evelhenn : « — Se laouit mad, ha lakit ann dra-ma doun enn ho spered. Azalek ma vezo roet urs da zevel a nevez mogeriou Jerusalem betek ma teui ar Christ a c’hortozit, e vezo nao zizun ha tri-ugent. Goudeze ar Christ a vezo lakeat d’ar maro hag ar sakrifisou koz a vezo taolet a gostez : ann dra-ma a erruo var dro hanter eur zizun all. »
Ar sizuniou-ze a zo sizuniou a vloaveziou. Hogen nao zizun ha tri-ugent a zeiz vloaz peb hini, a ra just pevar c’hant tri bloaz ha pevar-ugent, ha setu aze ive e guirionez ann amzer a dremenaz azalek ma roaz roue Pers urs da zevel a nevez mogeriou Jerusalem betek ma oue badezet hor Zalver gant sant Iann e ster ar Jourden. Jezuz-Krist a oue lakeat d’ar maro a benn tri bloaz goude hag eunn dra bennag ouspenn : ar pez a ra c’hoaz var dro eunn hanter-zizun a vloaveziou.
Divezatoc’h, sant Gabriel a oue kaset adarre dalavaret da Zakarias, pried santez Elizabeth, e vije tad da zant Iann-Vadezour. Zakarias a ioa eur belek santel euz a amzer al lezenn goz. Elizabeth hag hen a ioa dija var ann oad, ha n’o doa ket a vugale. Aliez goulskoude o devoa pedet ann Aotrou Doue da rei d’ezho eur mab ; mes evit c’hoaz ho fedenn n’oa ket bet selaouet.
Eunn devez m’edo Zakarias oc’h ezansi ann aoter e templ Jerusalem, e oue spountet-holl enn eunn taol kount o velet eunn eal dirazhan enn tu deou d’ann aoter. Mes ann eal a lavaraz d’ezhan : « — N’o pezet aoun ebed, Zakarias ; ho pedenn a zo bet selaouet: ho pried Elizabeth e devezo eur mab hag a hanvot Iann. » Zakarias, o sonjal peger koz oa Elizabeth hag hen, en devoue beac’h o kredi ar pez a gleve. Neuze ann eal a gomzaz outhan evelhenn : « — Me eo Gabriel, a vez ato em za dirak tron ann Aotrou Doue, hag em euz bet urs da zigas d’ehoc’h ar c’helou euruz-se; mes abalamour n’oc’h euz ket kredet dioc’htu, c’houi a jomo mud brema ken na erruo ar pez am euz lavaret d’ehoc’h. » Kerkent ann eal a ieaz kuit ha Zakarias a gollaz ar prezeg.
Sant Gabriel a oue karget erfin da ziskleria d’ar Verc’hez Vari oa choazet evit beza mamm da Zalver ar bed. Eunn devez m’edo ar Verc’hez o pedi he-unan enn he c’hambr, ann arc’heal Gabriel en em ziskouezaz dirazhi, enn eur lavaret: « — Me ho salud, o c’houi a zo leun a c’hras ; ann Aotrou Doue a zo ganehoc’h ; benniget oc’h dreist ann holl gragez. » Ar Verc’hez a ioa nec’het o klask gouzout petra zinifie ar c’homzou-ze. Mes ann eal a lavaraz d’ezhi: « — N’o pezet aoun ebed, Mari; rak kavet oc’h euz gras dirak Doue Dont a rann da lavaret d’ehoc’h e konsevot hag e lakeot er bed eur mab hag a hanvot Jezuz. Ar mab-se n’en devezo ket he bar, hag hanvet e vezo mab ann Hini a zo dreist peb tra. Doue a roio d’ezhan tron David, he dad, ha ren a rai da virviken e ti Jacob.»
Dioc’h ar gefridiou braz-se m’eo bet karget sant Gabriel anezho, eo eaz d’eomp koumpren ez eo unan euz ann elez o deuz ar muia galloud dirak Doue. N’e ket eston eta e defe ann Iliz great eunn offis a gostez evit he henori.
Hano ann arc’heal Gabriel a zinifi Nerz Doue. Ar pez a vank d’eomp aliesa evit ober hon dever, evit pellaat dioc’h ann drouk, evit chom stard enn hor feiz, eo ann nerz. Gouzout aoualc’h a reomp petra dlefemp da ober evit beva evel guir gristenien, evel guir vugale da Zoue ha d’ann Iliz. Mes re zempl oump, hor bolontez n’e ket krenv aoualc’h evit heul ar sklerijenn a zo enn hor spered. Pedomp eta sant Gabriel, Nerz Doue, da obten d’eomp ann nerz-se m’on euz kement a ezomm anezhi evit kerzet ato dre ann hent mad, hag enebi kalounek oc’h hor goall ioulou, oc’h ardou ann drouk-spered hag oc’h kenteliou faoz ha skoueriou fall ar bed.