Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Buez ann Aotrou Mikeal Nobletz

Eus Wikimammenn
◄   Pedennou Buez ann Aotrou Mikeal Noblez Buez ann Tad Maner   ►


BUEZ ANN AOUTROU MIKEAL NOBLETZ


beleg ha misioner breiz-izel (1577-1652)
————


Mikeal Nobletz a ioa ganet e maner Kerodern, e parrez Plougerne, d’ann 29 a viz guengolo 1577. He dad, Herve Ann Nobletz, ha Fanseza Lesvern, he vamm, a ioa euz huela noblanz ar vro ; mes, tud a zoujanz Doue oant ive, rak-ze e lakejont ho foan evit rei da Vikeal ha d’ho bugale all eunn deskadurez vad ha kristen.

Kerkent hag he bevar bloaz, ar c’hrouadur-ma a roaz merkou sklear euz he zantelez da zont, hag euz he zevosion d’ar Verc’hez a c’halve rouanez he galoun. Evit guir, mamm Jezuz a ziskuezaz ive pegement e karie ar bugel.

E kichen maner Kerodern ez euz eur chapelik da zant Glaoda, hag eno ec’h en em denne Mikeal da bedi kelliez guech ma chelle. Mes, etre ar chapel hag ar maner ez oa eul lenn vraz, hag he vamm e devoa aoun na zigouesche drouk ganthan ; abalamour da ze her gourdrouze aliez. Mikeal a lavare d'ezhi : « Bezit dinec’h ; eun itron a ro d’inn ann dourn evit mont ha dont ebiou d’al lenn. » Franseza Lesvern ne grede ket ar paotrik, hag eunn deiz, evit hen dioual guelloc’h ec’h alc’houezaz ar gambr varnhan. Peger souezet ne oue-hi ket eta, eur pennad goude, o kaout he mab daoulinet er chapel. « Piou en deuz digoret ho kambr » emezhi ? « — Ann itron a zo deuet adarre d’am c’herc’hat » a respountaz Mikeal.

Pa oue enn oad, he gerent a roaz d’ezhan mistri fur ha guiziek, ha d'he naontek vloaz her c'hasjont gant he vreudeur, da beur ober he studi er skoliou brudet a ioa neuze e Bourdel hag e Ajen. Epad ma choumaz enn diou gear-ze e oue bepred mellezour ar skolaerien dre he aket da bedi koulz ha da studia. Evel m’en devoa eur spered kaer e teuaz da veza desket braz. Abenn nao bloaz e tistroaz da Vreiz, ha dre urz ann Aotrou’nn Eskob ez eaz da Gastel-Paol evit diviz var ann theoloji dirak ann doktoret guizieka euz ar vro. Holl e ouent souezet o velet skiant ha deskadurez ann dijentil iaouank, hag ann Aotrou Neuvil, eskob Leon, hen aliez da gemeret, heb dale, annn ursiou sakr, evit ma c’helje rei d’ezhan eur gark huel etouez ann dud a iliz. He dad hag he vamm, o veza klevet kement-ze, a ioa mall gantho e vije beleget ; rak troet oant da glask ann henoriou. Mikeal, avad, n’oa prez ebed varnhan. « N’eo ket aoualc’h beza beleg, emezhan, ret eo c’hoaz kaout ar zantelez hag ar vouiziegez deread evit ar stad-ze. »

Koulzgoude, o veza great he zonj, abenn eunn nebeut amzer, ez eaz da Baris, hag eno, dre ali ann Tad Cotton, he gonfesour, e kemeraz ann ursiou. Raktal m’oa beleget e teuaz da Blougerne da gana he offeren nevez ; goulenn a reaz avad, digant he dud, enn han’ Doue, ne vije ket great a lein vraz, na pedet nemed ar gerent tosta. Neuze, e leac’h klask ar plaz huel a c’helle da gaout dre’nn abeg d’he hano ha d’he zeskadurez, Mikeal a zonjaz en em rei d’ar misionou e Breiz, evel ma oa bet galvet gant Doue. E kement-se, araok staga d’al labour-ze e c’hoanteaz c’hoaz studia, pedi hag ober pinijen. Lakaat a reaz eta sevel eunn tiik toet gant plouz, e tal ar mor braz, e parrez Tremenac’h. Eno e chomaz, eur bloaz hed a hed, heb komz ouz den nemed he gonfesour. Eur pred bemdez hebken a gemere, hag he voued a ioa eunn tamik fars pe iod heiz heb c’hoalenn nag amann. Kousket a rea var ann douar ien, gant eur mean dindan he benn, ha kerkent hag hanter-noz e save da bedi. Ne zeue e meaz euz he lochenn nemed evit mont da oferenna. Goude beza tremenet diou heur enn iliz, e tistroe d’ar gear evit beza he-unan gant Doue. Epad ann amzer-ze eo e reaz ann taolennou a zisplege a c’houdevez er misionou evit rei guelloc’h da goumpren guirioneziou ar feiz d’ann dud n’o doa ket a zeskadurez. E Plougerne eo e prezegas da genta, ha ne c’houfemp ket lavaret ar vad a reaz d’he genvroiz a ioa gual lezirek e servich Doue. Re zouget da glask danvez ha fouge, ann Aotrou hag ann itron Kerodern, a deuaz, ouz he glevet, da ober muioc’h a evez ouz ho zilvidigez. Diou euz he e c'hoarezet, Mac’harit hag Anna, a zeskaz ganthan disprijout ar bed gant he vadou, hag en em roaz holl da Zoue. Neuze, Dom Mikeal (ann hano-ze a roet d’ezhan abaoue m’oa beleget) a ieaz da velet he vrasa mignon, ann tad Per Kintin, a ioa e kouent menac’h sant Dominik, e Montroulez, hag heb dale, en em lakejont ho daou d’ober misionou e eskopti Treger. Goude-ze e tistroaz da Blougerne hag ez eaz, he-unan, da brezeg e Eusa, e Molenez hag Enez Vaz. Burzuduz eo ar vad a reaz el lec’hiou-ze. Pa veze menek evithan da vont kuit, ann holl a vouele dourek hag a rea kement a c’hellent evit derc’hel c’hoaz ar misioner santel.

Er beg pella euz douar Leon, e kichenik Konk, ez oa eur gear, a reat anezhi Sant-Vaze-Penn-ar-Bed, darempredet gant ar besketerien hag ar varc’hadourien a bep bro. Dom Mikeal a ieaz di da jom, abalamour eno ez oa kalz eneou da c’hounit, hag ac’hano, dre vor, e vije eaz d’ezhan mont n’euz forz pe du e Leon, e Kerne ha Landreger, da rei misionou dioc’h ma vije ezomm. Er bloaz 1614 e tremenaz daou viz e Landerne. Ar beorien hag al labourerien a zelaouaz he genteliou ; mes, ann dud-chentil hag ar vourc’hisien ne rejont van euz he gomzou. Neuze e skoaz da Gemper hag e prezegaz epad ar c’horaiz e iliz Sant-Vaze, Konk-Kerne, Pont'nn-Abad, Goaien, ar Faou, Enez-Sizun hag eleiz a barreziou all a glevaz ive mouez ar misioner kalounek. Peurvuia e kavaz digemer mad ; e meur a leac’h koulzgoude e oue goapeat ha gual-gaset ; mes, dom Mikeal n’oa na souezet nag enkrezet a gement-ze ; gouzout aoualc’h a rea e vez ato ar bed hag ann diaoul a unan evit ober brezel da gement hini a glask gloar Doue ha silvidigez ann eneou.

Erfin, eur vouez euz ann env her galvaz da Zouarnenez, eur porz mor, a ioa ennhan ive eur maread pesketerien ha tud a genverz. Senti a reaz raktal, ha goude beza goulennet aotre ha bennoz Aotrou persoun Ploare, en em lakeaz da brezeg ha da ober katekiz, enn iliz, enn tiez, var ann tachennou, e kement leach ma kave tud d’he zelaou. A hed pemp bloaz var’nn ugent e labouraz heb paouez er beg douar-ze. A dra zur, meur a benn fall a reaz goasa ma c’hellent eneb ar misioner; mes, kaer o devoue, ann Aotrou Doue a c’hounezaz var ann ifern. Sikouret gant he c’hoar Mac’harit, hag eunn nebeut groagez a Zouarnenez, Mikeal a zeskaz ho c’hreansou da holl dud ar c’harter, hag a c’houdevez ne oue kavet e neb leac’h kristenien startoc’h enn ho c’hreden nag aketusoc'h d’ho deveriou a relijion. Ranna a rea he galoun pa oue ret d’ezhan kimiada diouz he vugale muia-karet, hag aliez her c’hlevet o lavaret: « E Douarnenez am euz bet ar muia poan ha skuizder, mes, eno am euz tanveat ive ar vrasa laouenedigez o velet kement a volontez vad e touez ann dud. » Torret oa he gorf gant ann oad, ar pinijennou hag al labouriou pa en em dennaz adarre e Konk-Leon. Evelato e kendalc’haz epad daouzek vloaz da zarmoun, d’ober katekiz ha da gelenn kement hini a c’houlenne kuzul diganthan.

D’ar mareou-ze oa deuet da Gemper ann Tad Maner euz a goumpagnunez Jezuz, a dlie beza, varlerc’h ann Aotrou Nobletz, rener ar misionou brezounek. Dom Mikeal her pedaz da zont d’he gaout, ha pa oue diguezet e roaz d’ezhan he daolennou. Goude, o veza eat ganthan d’ann iliz e sounaz ar c’hloc’h hag e lavaraz d’ar bobl a ioa diredet enn dro d’ezho : « Va bugale, setu ama hiviziken rener ar misionou e Breiz-Izel, digaset eo gant Doue evit deski d’ehoc’h hent ar baradoz. »

Koulzgoude n’en doa mui pell da veva, hag araok tremen euz ar bed-ma e c’hoantea kaout brasoc’h henvelidigez gant he Zalver bet krouadur dic’halloud ha maro var ar groaz. Doue a roaz d’ezhan he c’houlenn. Skoet e oue gant eur c’hlenved hirr ha poaniuz braz ; n’oa mui mestr d’he izili ; he voued a roet d’ezhan ec’hiz d’eur c’hrouadur. A hed eur miz, koulz lavaret, e oue enn he angouni ; a benn diou vech e kredaz ann dud oa maro, keit e chome heb finval he izili ien sklas. Epad ar stourmad diveza edo ann tan ennhan ken na stage he groc’hen hanter-boaz ouz ann dillad vele. Mes he galoun a ioa leun a joa hag a zousder ; al levenez a bare bepred var he dal hag enn he zaoulagad, bete ma tennaz he huadad diveza etre diou vreac’h he vab karet, ann Tad Maner, d’ar 25 a viz mae 1652. He gorf a oue lezet daou zevez var ar varv-skaon, e iliz Sant-Kristoph, evit rei amzer d’ann dud da zont d’he velet, da boket d’he dreid ha d’he zaouarn, pe da douch outhan chapeledou, kroaziou ha metalennou. Diez e ve niveri ann traou burzuduz c’hoarvezet var bez ar zervicher Doue, hag ar grasou, evit ar c’horf pe ann ene, bet dre zikour he bedennou araok ha goude he varo. Darn anezho a gaver merket el levriou great gant ann Tad Bleuzen hag ann Aotrou Drezen var buez Mikeal Nobletz.

————