Buhez ar Sent/1894/Buez ann Tad Maner

Eus Wikimammenn
◄   Pedennou Buez ann Aotrou Mikeal Noblez   ►


BUEZ ANN TAD MANER, EUZ A GOUMPAGNUNEZ JEZUZ


misioner breiz-izel (1606-1683)
————


Ann Tad Julian Maner a ioa ganet e Sant-Jeorj Reintembault, e eskopti Roazon, d’ar c’henta a viz here 1606. He gerent, marc’hadourien o veva dioc'h ho labour, mes tud leun a feiz ive, a c’hoantea her c’has da veleg ; hag eunn den a iliz euz ar barrez a reaz d ezhan eunn tamik skol latin. O veza c’hoaz bihanik, Julian a garie dastum enn dro d’ezhan ar vugale euz he oad evit mont gantho e prosesion beteg ann iliz, pe groaz al Lenn, enn eur gana pedennou ha kantikou. Kaset da skolaj ann tadou Jezuisted, da Roazon, e oue buhan anavezet mui c’hoaz dre he zantelez eged dre he spered. Ne c’houzanve ket klevet eur gomz dizoare, hag ouz he velet ker parfet enn iliz, ar re all a glaske beza henvel outhan. Ar skuer vad hag ar c'huzuliou fur a roe da bep unan a reaz da galz skolaerien karet muioc’h servich Doue, ha beza, dreist holl, devot d’ar Verc’hez.

D’he naontek vloaz e c’houlennaz beza digemeret e kompagnunez Jezuz, hag azaleg neuze e oue c’hoaz aketusoc’h da bedi ; ne glaske ive nemed beva dianavezed hag ober bepred bolontez ar re all. Echuet ganthan he studi, e oue kaset da Gemper d’ober skol. Galvet oa gant Doue da veza, eunn deiz, abostol Breiz-Izel, ha da ober, a nevez, ar burzudou a lennomp e buez ar visionerien genta a brezegaz ar feiz er beg douar-ze. Koulz a zo, Dom Mikeal Nobletz, misioner Breiz-Izel ive, ha brudet c’hoaz eno dre he zantelez, a roaz da anaout petr’ e vije ann Tad Maner, araok memez ma oue ganet. N’eo ket souez eta e ve deuet hema, dre guzul ar Spered-Santel, da zonjal implija he vuez evit silvidigez Breiziz, ha da boania evit deski ar brezounek ne c’houie ket eur gomz anezhan c’hoaz. O veza eat da bardouna da japel Ti-Mamm-Doue, eunn hanter leo dioc’h Kemper, en devoue digant ar Verc’hez ker braz sikour ma teuaz, dindan tri devez, da c’helloud koumpren ha komz ar brezounek. Neuze ec’h en em lakeaz dioc’htu d’ober katekiz d’ar vugale ha d’ann dud dister sul ha gouel-berz ; ha Doue a skuillaz ker puill he vennoz var al labour-ze ma oue guelet, a benn tri bloaz, eur jenchamant kaer e teir barrez var’nn-ugent, hag ouspenn ugent mil den, a veve a ziagent ec’hiz loened, desket gantho anaout ha servicha ho c’hrouer.

Al labouriou-ze o devoa dinerzet neat ann Tad Maner, hag he zuperioret her c’hasaz da Dour ha goude da Vourj evit studia ann theoloji. O veza bet beleget er gear-ma, e oue lakeat adarre d’ober skol e Nevers. Mes, Dom Mikeal Nobletz hag ann Tad Bernard ne ehanent da c’houlenn ma tistroje e Breiz. Dont a reaz, da viz eost 1640 ; hag eno e tremenaz hiviziken he vuez er misionou brezounek a zo chomet var he lerc'h ar c’hiz anezho er vro. He unan en deuz merket penaoz e teue ar feiz da asveva e douarou Breiz, ha dreist holl e eskoptiou Kerne, Leon ha Landreger. Selaouit eunn nebeut euz he gomzou : « Ne oufen ket tevel ar grasou skuillet gant Doue var hor misionou ; ann dra-ze a ve laerez he c’hloar digant ann Holl-Challoudek, hag ober gaou ouz ar guir gristenien o deuz lakeat da zisken varnho ker puill bennoz euz ann env. » Ouz e glevet e lavarfech n’en doa ken d’ober nemed sellet ouz ar burzudou a c’hoarveze ; ha pa dalv, dreizhan eo e rea Doue ann traou souezuz great guech all gant ann ebestel. Ann dud keiz-ze, oc’h anaout Doue evel ho zad, a zistroe outhan a wir galoun ; ar glanvourien douget var hent ar visionerien a zeue iac’h adarre ; enn eur ger, digouezout a rea a nevez ar pez a lennomp enn Aviel : « Ar guelet a zeu adarre d’ann dud dall ; ar c’herzet d’ar re gamm ; ar c’hlevet d’ar re vouzar; ar vuez d'ar re varo ; ar beorien a zo kelennet var lezen Doue. » (S. Vaze. xi. 5). Ann amzer ive a zente ouz ann Tad Maner hag a roe d’ezhan heol tomm pe c’hlao, diouz ma c’houlenne.

Eaz eo gouzout ez oa kounnar enn diaoul hag e laboure ann ifern enep d’ar misioner ; mes, enn tu ganthan edo sant Mikeal, sant Korantin, sant Iouen, sant Ignas, ar Verc’hez Vari, holl zent hag elez mad Breiz-Izel. Oc’h anaout ar skoazel a roent d’ezhan, ann den Doue a lavar c’hoaz kement-ma : « Ne gredan ket e rofe Hor Zalver, e neb leac’h var ann douar, merkou brasoc’h a vadelez eget na ro aman. » Evit guir, tud ann enezeier, evel henchet gant sklerijen ann env, a zirede a vandennou davethan enn eur gana he gantikou, hag a zigase ho bugaligou da c’houlenn he vennoz. Pa ziblase evit mont d’eul leac’h all bennag, ar bec’herien gounezet ganthan da Zoue a lavare a vouez huel : « Bennoz d’ar vamm e deuz ho lakeat er bed, bennoz ive d’ann douar a vezo beziet ho korf ennhan. » Er penn kenta euz he visionou pa n’oa c’hoaz nemed ann Tad Bernard ouz he zikour e skrive dija : « Er bloaz-ma, hanter kant mil den o deuz desket ganeomp al lezen gristen ; pemp mil a bec’herien euz ar re vrasa a zo distroet ouz Doue. » Ha p’en deveze ho lakeat enn hent mad, ar re a ziagent a verite ann ifern ouspenn ugent guech bep heur, ar re-ze, goude eur bloaz, a veac’h m’o doa ezom absolven.

Divezatoc’h e c’halvo beleien Breiz-Izel da rei ann dourn d’ezhan, hag e doug ar bloaveziou diveza enn devoa beteg mil misioner prest ato d’her sikour enn he holl labouriou. Lavaret e ve zoken en deuz bet digant Doue ar c’hras da lezel gantho he spered, pe ann aket burzuduz-ze evit silvidigez ann eneou a rea d’ezhan beza henvel ouz ann ebestel genta ; rak a c’houdevez o deuz kendalc’het ho-unan d’ober misïonou gant frouez puill ha paduz. Mes, daoust d’ann traou souezuz a c’hoarveze ganthan hag enn dro d’ezhan, hen en em izelea muioc’h mui dirak Doue hag ar re o doa galloud varnezhan. Paouez a ra da labourat raktal m’eo kemennet d’ezhan, o tigemeret he glenvejou hag he holl boaniou a greis kaloun evit plijout da Zoue. D’eunn tad a ioa souezet ouz he velet o c’houzanv heb en em glemm, e lavare : « Va lezit gant kroaz va Zalver ; e koumpagnunez vad emaoun. »

Goude beza prezeget dre bevar c’horn Breiz, ha roet e peb leac’h ar skuer euz ar c’haera vertuziou, e varvaz evel eur zant, e parrez Plevin, a ioa neuze ouz eskopti Kemper, d’ann 28 a viz genver 1683, oajet a zeitek vloaz ha tri-ugent. Ne oufen ket lavaret pegement a geuz a oue d'ann Tad Maner. Dont a reat da bardouna d'al leac’h m’oa beziet, e Plevin, hag eunn niver braz a viraklou a greskaz buhan ar fizianz o doa Breiziz ennhan. Bepret e kendalc’h da rei merkou euz ar c’halloud en deuz dirak Doue, hag enn deiz hirio c’hoaz kalz tud a lavar beza dleourien d'ezhan euz a c’hrasou braz bet digant Doue. He galoun digaset da Gemper a virer ato e iliz ar skolaj a ioa neuze d’ann tadou Jezuisted ; hag eno ive ne baouez da zelaou peden ar re a c’houlen sikour diganthan.

Er bloaz 1875, ann Iliz Santel e deuz diskleiriet oa ann Tad Maner din a veuleudi, hag abarz pell amzer e vezo marteze anavezet evel den euruz.



————
Brest. Imprimerie A. Dumont, rue Kléber, 11.