Buhez ar Sent/1837/Vautruud
◄ Hospis | Vautruud | Maquær, arc’hescop ► |
antes Vautruud, guinidic eus a Austrasii, a oa
merc’h da Sant Valber ha da Santes Bertill, c’hoar
da Santes Aldegônd, ha da pried Sant Madelger. En
amser ma voa c’hoas bihanic e chelaoue gant attantion
vras an instructionou santel a ree dezi he Mam,
hac e profitas anezo. Ne aznavezas ar bed hac e vaniteou
nemet evit o disprigeout : heulia a ree he Mam
e peb-lec’h, hac e sicour a ree en he oll œuvrou-mad.
Dre gomplesanç evit he c’herent e temezas d’ar C’hond Madelger, ha beza e devoe pevar c’hrouadur, pere a so maro-oll eguis Sænt. Sant Madelger, touichet o velet an devotion hac ar vertuz eus he bried, en em degoutas e-unan eus ar bed hac en em rentas Religius, Vautruud a chomas c’hoas daou vloaz en he zy evit instrui he bugale, hac en em roas oll d’an œuvrou a garantez. An dud libertin a droas e redicul he devotion hac ar goal deaudou a lavaras pep seurt drouc anezi. Ar Santes a souffras heb en em glem, ha ne glascas he c’honsolation nemet e treit he C’hrucify.
Ar bersecution-ze ne servichas quet hebquen da
burifia he vertuz, ober a reas dezi c’hoas en em hasta
da executi an resolution e devoa quemeret pell a oa
da guitaat ar bed. Pidi a eureu un Digentil eus he
c’herent da lacaat sevel evit-ii un ty bihan, e pehini
e alze tremen ar rest eus he buez e servich Doue.
An Digentil-ze a reas sevel un ty caër ; mæs ar Santes
a reüsas logea ennan, hac e voe ret sevel un-all disteroc’h.
En ty dister-ze e cunduas ur vuez mortifiet
meurbet, hac e c’harantez ardant evit Doue a ree
dezi scuilla da bep mare daëlou a gonsolation.
Ar baourentez, pehini e devoa choaset evit he fartaich, ne vire quet na assiste bepred ar beaurien : caout a ree meur a voyen diffamant evit o soulagi. O velet ez oa lequeet un den paour er prison evit e zle, e santas ur c’hoant bras d’e sicour ha da broculi dezan e liberte, en ur bea evintâ ; mæs n’e devoa nemet an hanter eus ar som. He bolontez vad a oue quen agreabl da Zoue ma crescas an arc’hant visiblamant etre he daouarn, en hevelep-fæçoun m’en em gavas avoalc’h evit peur-pea ha dilivria an den paour-ze a gaptivite.
Ar brud eus e vertuziou o veza eet pell, cals a verc’het devot a zeuas d’en em offr dezi evit beva didanni en he Solitud. He zy a voe souden cenchet en ur Gouent, ha guelet oue an oll Leaneset, dindan ur Vestres quer santel, o cundui ur vuez angeliq. Ar Gouent-se quen paour ha quer bihan en e C’houmançamant, a so bremâ ur c’habistr enorabl a Chalonieset.
Ar Santes-mâ a varvas er bloaz 686, etro an oad a dri-uguent vloaz. Doue a zisclerias he Santelez dre gals a viraclou, en e bueza goude he maro ; hac ar Guær a Mons e deus-hi quemeret evit he Fatrones.
Santes Vautruud, merc’h da zaou Sant, c’hoar da, ur Santes, pried da ur Sant, hac hi a elle mancout da veza Santes ? Peguer rar eo brema ar seurt familiou-se quer santel ! Evit ma alfe ar guerent communica ar vertuz d’o bugale, e tlefent o unan beza pinvidic e vertuziou. Eürus an tad, eürus ar vam pere a les un hevelep heritaich d’o bugale ! Eürus ar guerent pere en heur ar maro o deus ar gonsolation da veza instruet mad o bugale, da veza inspiret dezo dougeanç Doue, ha da lesel gant-o evit beritaich an exemplou mad a vertuz o deus roet dezo en o buez ! Ha ne lesent dezo quen heritaich, hac o lesent dibourve a oll vadou ar bed, e allont esperout gant fizianç penaus e vezo ar vugale-ze benniguet gant Doue ha penaus e pourveo anezo.