Buhez ar Sent/1837/Hospis
ant Hospis, guinidic eus a Franç, o clevet coms
eus ar vuez santel a gundue an Hermitet eus an
Egypt, en devoe ur c’hoant quer bras d’o imita ma
tremenas ar mor evit mont da zisqui gant-o ar guir
hent eus ar silvidiguez hac eus ar berfection. Æz e
compren pebes impression a reas an exemplou bras-ze
a vertuz var ur galon disposet quer mad. Admira
a ree e darn anezo ar grueldet inrioçant gant pehini
e castient o c’horf ; e darn-all ar silanç perpetuel da
behini en em gondaonent ; hac ar speret a vortification,
ar speret a Oræsoun hac ar garantez pur hac
ardant o devoa evit Doue.
Hospis a zistroas e Franç, resolvet da bratica an exemplou bras en devoa guelet en Egypt. O veza d-barqqet e Provanç e choasas evit e zemeuranç ur c’hoz tour abandonet e-hars ar mor : eno , occupet eus a Zoue hebquen, e poulsas ar binigen hac ar vortification hira ma oa possubl dezàn gant ar sicour eus ar c’hraç. Douguen a ree ur Ciliç rust gant ur chaden houarn en dro d’e gorf ; e yun a voa continuel, hac epad ar C’honaïs e redouble e binigen ; ur maread-amser bemdez en em occupe da ober panerou gant broen ; ar rest eus an deiz hac an darn-vuya eus an nos a oa consacret d’an Oræsoun.
Doue a favorisas ar Sant-mâ eus an donæsoun a Brofecii. Disculia a reas an irruption hac an distruich bras a dlie ober ar bobl eus a Lombardii e douar Franç, hac avertissa a eureu an dud divar ar mæs d’en em retira er C’heriou bras gant o loenet hac o meubl, evit o savetei. Ar barbaret-se a zeuas en effet e Franç : ur vanden anezo a antreas en Tour e pehini edo ar Sant-mâ, hac o velet e chadennou, er c’hemerzont evit ur c’himinal bras bennâc ; goulen a resont digantâ pe seurt crim en devoa græt ; da betra na respontas quet, nemet lavaret ez oa ar goassa hac ar mechanta den eus an douar. Unan eus ar soudardet a savas e sabren evit faouta e benn dezâ ; e vrec’h a chommas sonnet, quen na zeuas ar Sant, en ur ober Sin ar Groas vernezàn, da retablissa e vrec’h en e c’henta stad, ha dre ur Miracl c’hoas caëroc’h e convertissas d’ar Feiz ar soudard-se pehini en em rentas religius. Sant Gregor, Escop eus a Dour, pehini en deus scrivet buez Sant Hospis, a rapport penaus en e amser e veve c’hoas ar religius-se.
Erfin Sant Hospis, goude beza pratiquet mortificationou quen extraordinal epad pemsec vloaz, a glànvas. Tri devez abars metvel, o veza tennet e chaden ; an andret-se eus e gorf, en em gavas goloet ha debret gant ar prènvet. Goude beza recevet e Sacramanchou diveza, e varvas gant ur visaich douç ha joaüs, er bloaz 581.
Na varnit quet, evit na viot quet barnet ; rac barnet e viot hervez ma ho pezo barnet ar re-all, eme Jesus-Christ en Aviel Sant Vaze. En ur Varn ho nessa en em exposit da ober ur jugeamant temerer, rac an apparanç a drompl alies. Sant Hospis, dre’n abec ma voa carguet a chadennou, a voe quemeret evit ur c’hriminal, ha cousgoude ez oa ur Sant bras.
Istimit ar re-all-oll guelloc’h tud ha vertuzusoc’h evidoc’h : ne oufac’h quet jugi gant re a faver eus o actionou. Mar guelit un action bennâc fall en exterior hac hervez an apparanç, na gondaounit quet evit-se ho nessa : marteze e ignoranç pe an intantion vad en deus, en rent divlam dirac Doue. Hac e ve aznad ha patant ar c’hrim eus ho nessa, ne d’ê quet deoc’h evit-se d’e varn, mæs da Zoue. Pa velit ho preur couezet en ur faut bennâc, songit ma ne deoc’h quet hoc’h unan coupabl eus ar memes faut, pe marteze eus a un-all brassoc’h. Ma n’en em santit quet coupabl, bezit bepret humbl, trugarecaït Doue da veza ho preservet, ho pet truez eus bo preur, pedit Doue evinta, songit enoc’h-hoc’h-unan, en em examinit hac en em varnit hoc’h-unan.