Buhez ar Sent/1837/Herman
r Servicher fidel-mâ da Zoue ha d’ar Verc’hes Vari
a oa guinidic eus an Allemaign. A vianic e voa ur
c’hrouadur parfet, douç hac oboissant meurbet. Elec’h
en em amusi gant ar c’houariou ordinal d’ar vugale
eus e oad, en em retire en un Ilis dediet da Rouanez
an Eê, e pelec’h e tremene en Oræsoun un amser
vras eus an deiz. Eno, prosternet dirag Imaich Mam
Doue, er c’hlever oc’h adressi e beden pe d’ar Vam,
pe d’ar Mab, gant ar simplicite santel-ze pehini a ell
Doue hebquen da inspira da un ene innoçant.
Devotion ar C’hrouadur-mâ a voe agreabl bras da Zoue ha d’ar Verc’hes Sacr, hac e voe evit-àn epad e oll vuez ur sourcen a c’hraçou hac a faveriou special. An Itron Varia a apparissas dezâ meur a veich, hac a reas dezan santout an effet eus he frotection en e oll ezomou, quen spirituel quen temporel.
E guerent, o veza tud paour, n’o devoa quet ar
gommodite d’en derc’hel er scol ; mæs dre un effet
eus ar Brovidanç e voe recevet en ur Gouent eus a
Urz Sant Norbert, e pelec’h e eureu e studi hac e
reas ur profit bras er squiànchou, hac ur profit
brassoc’h c’hoas er vertuziou. Caret a ree quement
ar vortificationou hac ar soufrançou na vize quet en
em gaet countant ma vize bet ur moument heb souffr,
abalamour, emezàn, amser ar vuez-mâ ne dle beza
nemet un amser a binigen. Celebri a ree ar Sacrifiç
eus an Oferen gant ur fervor dreist-ordinal : e pep
Oferen, e vihe ravisset e speret, hac aviziou e chomme
extasiet ur maread-amser.
Doue, evit purifia e vertuz hac evit moderi ar gontantamant hac ar joa a elle rei dezàn ar faveriou extraordinal-ze, a bermetas ma voe humiliet gant temptationou hir ha fachus, ha ma voe affliget gant meur a infirmite corporel.
E boaniou interior hac e anquen a gresque peurvuya un neubeut diaguent ar Goueliou bras. Evelse eo e prepare an Autrou Doue dre souffrançou nevez an Ene innoçant-se da receo ar Gracou dreist-ordinal pere eu devoa custum da ober dezan er Soleniteou vrassa.
Erfin, e Ene santel carguet a guement a faveriou eus an Eê, a yeas da receo ar recompans dleet d’e fidelite ha d’e innoncanç, er bloaz 1233.
Ho pêt ur fizianç vras er Verc’hes Vari, pa ze ho Mam : en em adressit dezi en ho necessiteou spirituel ha temporel ; exposit dezi gant simplicite hoc’h ezomou ; goulennit diganti ar pez a so necesser deoc’h evit beva hac evit servicha Doue, caret a ra ar franquis hac ar familiarite-ze. Ur vam a guemer pligeadur o velet he c’hrouadur, oc’h en em adressi dezi gant fizianç. Mari n’e deus quet neubeutoc’h a garantez evidoc’h eguet ho Mam, ba muy a c’hallout e deus.
Eil Reflexion. An Den santel-mâ a oa muy toufmantet gant ar Speret temptator pa daustee ar Goueliou brassa, da bere en em brepare gant ur fervor nevez, hac e pere ez oa custum da receo faveriou bras eus an Eê. An Drouc-speret ne ra morse muy a effort evit tempti, troubli ur C’hristen eguet en amser ma en em brepar ha ma ze disposet da ober ar mad ; dre exempl, d’en em rei oll da servich Doue, da renonç d’ar pligeadurezou væn eus ar bed ha da bratica ar vertuz. Mæs ar poaniou interior a santer neuse, an temptationou-ze memes a dle excita ha crisqui hor fervor, hac ober deomp redoubli hon devotionou quent eguet o diminui. Pebes maler eo evit ar re pere, dre defaut a gouraich, a so dalc’het hac arretet gant al laçou-ze a steign dezo an Drouc-speret !