Buhez ar Sent/1837/Maquær, arc’hescop
r Sant-mâ a oa guinidic eus an Armenii. An Arc’hescop
eus a Antioch, o velet e squiant hac e vertuz,
a gomprenas e oa choaset gant Doue evit beza
un deiz ar sclerigen hac an ornamant eus e Ilis, ha
dre-ze e roas dezâ an Urzou Sacr.
O veza Bælec, e cunduas an afferiou importanta en ur fæçoun quen edifiant ha quen avantaichus evit silvidiguez an eneou ma lavaras un devez Arc’hescop d’e bobl : guelet a rit ez oun oaget : interesset ez oc’h oll da choas em plaç ur Successor mad, pehini a allo rapari ma fautou : me gred ez ê destinet deoc’h gant Doue evit ho pastor ar Bælec Maquær, ha mar er choasit, e varvin countant. An oll a respontas : Maquær a vezo ho Successor, ha ne fell deomp nementâ ; hac en effet goude maro an Arc’hescop, e oue lequeet en e blaç.
Ar Prelat santel-mâ en devoa ur zêl ardant ha prudant, hac ur sourci universel eus e bobl ; ar beaurien casi-oll ne vevent nemet dre e sicour ; e vevanç a oa neubeut a dra ; e veubl hac e draïn a oa dister meurbet, prezeg a ree dre goms ha dre exempl ; alies e exhorte e Auditoret da ziminui an dispignou væn a reent en habijbu cær hac e festou, ha da zench quemense en alusennou, ha meur a veich an deiz e scuille cals a zaëlou evit pec’hejou e bobl.
An oll er c’honsidere evel ur Sant ; mæs pa zeuas
da aznaout an istim a reer anezâ, e humilite vras a
reas dezàn ober an diles eus e Garg hac ez eas neuse
da visita an Douar santel. En e veaich e labouras da
gonvertissa ar Sarasinet pere en tretas er goumançamant
gant crueldet, mæs goudese e teuzont d’e respeti,
ha beza en devoa ar gonsolation da velet ar
Gonversion eus a un nombr bras anezo.
O remercout ne alle quet chomm pell en ur plaç heb beza istimet hac enoret, e coumanças beva evel ur Pelerin, en ur esperout penaus o cench quarter ne vize quet aznavezet, hac e vize exposet da veza dispriget ha rebutet ; mæs Doue pehini en devoa inspiret dezàn dre ur vocation special ar sonch da veagi, evit disquez ennàn da veur a bopl un exempl parfet a vertuz, na bermetas quet e chomze cuzet ur Sclerigen quer bras. Ar Sant a ree burzudou dre quement plaç ma tremene. E Coloign e pareas e Hostis eus a un drouc-Sant ; e Maliin e vougas un tân goall fuloret meurbet ; e Cambre un Æl a zigoras dezàn dor an Ilis ; e Maubeuge e oue quemeret evit ur Profet bras ; e Tourne e cavas ur revolt etouez ar bopl, an habitantet armet an eil a-enep eguile ha prest d’en em laza-oll. En em lacât a eureu en o c’hreiz gant ar grucify en e zorn, hac, heb beza aznavezet gant nicun anezo, e parlantas out-o gant quement a nerz ma taulzont o armou a gostez ha ma en em unanzont var an heur.
Erfin ez eas d’ar Guær a Gand. Ar Guær-se o veza disolet gant ar vocenn, an habitantet en em recoumandas d’e bedennou. Ar Sant a c’houlennas digant Doue ar c’hraç da vervel e unan gant an drouc-se ; ha ma vize dilivriet ar Guær eus ar c’hlènvet : Doue a sezlaouas e beden ; mervel a reas e-unan evel m’en devoa goulennet, er bloaz 1012, hac er moument ma varvas, e heanas ar c’hlènvet er vro.
Ar Sant-mâ a scuille ur mor a zaëlou abalamour da bec’hejou e bopl. Ar guella usaich a illit ober eus ho taëlou, eo gouela ho pec’hejou hac ar re ho nessa. Petra servich deoc’h o impligea da zeplori ho miseriou ? Reservit-y evit gouela ho pec’hejou, hac e vezint profitabl deoc’h.
Peguen douç eo gouela e bec’hejou, pa zeu Doue da gonsoli ar re o gouel ! Ha ne d’ê quet guir penaus biscoas n’hoc’h eus en em gavet countantoc’h eguet en amser ma hoc’h eus gouelet ho pec’hejou ? An daëlou a scuiller er moument ëurus-se, ne dint-y quet da veza preferet d’an oll joa eus ar bed ? O va Doue, mar santer quement a gontantamant o vouela evidoc’h er bed-mâ, pebes joa na santim-ni quet oc’h en em rejouissa gueneoc’h en Eê !