Buhez ar Sent/1837/Leon I
◄ Maquær, arc’hescop | Leon I | Nicolas La Roch ► |
ant Leon en devoa ur speret quen excellant hac
ur vertuz quer parfet ma er choasas ar Pab Sant
Celestin evit e Secretour. Ebars ar Garg-se e roas mercou
eus ur furnez hac eus ur brudanç dreist-ordinal.
Goudeze e servichas cals d’ar Pab Sant Sixt, hac ar
Pab-mâ, o veza deut da vervel, e oue choaset evel
ar c’hapapla hac an dina da zerc’hel e blaç.
Evel ma aznaye parfetamant ar stad eus an Ilis, ne songeas nemet da bourvei d’e ezomou. Coumanç a reas dre ober er Guær a Rom an oll mad a oa da zesirout en-hi, hac er c’harteriou pella eus ar bed cristen ne zalezont quet da santout an effejou eus e vigilanç hac eus e sourci pastoral. Trec’hi a reas an Heritiquet dre e Zoctrin ha dre e Scridou ; ober a eureu assambli ar C’honcil general a Galcedoan, ê pehini e assistas c’huec’h cant ha tregont Escop. Biscoas an Ilis ne devoa bet er memes amser quement a adversourien da goumbati, ha biscoas ive ne devoa gounezet quement a victoriou evel ma c’hounezas dre ar vigilanç a dre ar zêl ardant eus ar Pontif santel-mâ.
Preservi a reas ive ar Guær a Rom eus a veur a zrouc. Ur Roue barbar, hanvet Attilla, o veza deut en Italy gant un arme terrubl, a lequeas e tan hac e ludu meur a Guær ha meur a Ilis. An Habitantet eus a Rom, pere en em vele exposet d’ar memes malher, o devoe recours d’o Fastor santel ; ha, leun a fizianç er faver en devoa dirac Doue, er pedzont dre ho c’hry ha dre hu daëlou d’o dilivria eus un danger quer bras.
Ar Pastor mad ha carantezus en ur lacaat e oll fizianç en hini a zalc’h en e zaouarn calonou ar Rouane, a yeas quer buan da gaout Atilla : coms a reas ountâ gant un nerz, gant ur vajeste, ha gant ul loquanç quer bras, ma teuas ar Roue-se da zistrei var e guiz. Ar Roue Genseric, o veza ur veich-all surprenet ar Guær a Rom, a bermetas d’e soudardet pilla quement a alzent caout. Sant Leon a obtenas digantâ na vize quet devet Quær, na vize lazet den, ha ma vize espernet an Ilisou. Un dristidiguez hac ur baourentez vras a oa e Rom : ar Pastor santel a reas santout d’e bobl penaus ar pen caus eus a guement a maleriou oa o ingrateri e quêver Doue, an disprigeanç o devoa græt eus e avertissamanchou, hac an dispignou væn ha foll o devoa graet a ziaguent: o c’honsoli a reas goudese hac o sicour dre e alusennou.
Erfin ar Pap bras-mâ, tad ar beaurien, sclerigen ar bed cristen, hac admiration ar bed-oll, a yeas da receo e recompans en Eê, er bloaz 461, goude beza gouarnet an llis epad ur bloaz var-nuguent.
Leset en deus dre scrid tri c’hant ha seitec instructionou gaër, leun eus a un doctrin celestiel ha divin, var ar mysteriou eus ar Religion, ha var ar Goueliou principal eus ar bloaz. Chetu amâ hinienou eus e Maximou Spirituel.
1. Ar furnez Cristen ne gonsist quet o coms nac o ræsouni mad ha just var traou caër hd santel memes, mæs er guir humilite.
2. Tri seurt euvrou mad so, an Oræsoun, ar Yun hac an Alusen. Dre an Oræsoun e tostaomp ous Doue dre ar yun e vortifiomp ar c’hicq ; ha dre an alusen e satisfiomp evit hor pec’hejou.
3. Nep en deus carantez evit Doue hac evit e nessa, a ell cridi e ma Doue ennàn, hac ez ê gouarnet gant Doue.
4. Ne deus a dristidiguez santel nemet an hini a ra
deomp gouela evit hor pec’hejou, pe evit pec’hejou
ar re-all.
5. Ar baourentez cristen a so bepret pinvidic, abalamour ma en em gountant eus an neubeut e deus.
6. Seul-vuy e fel da ur C’hristen beva hervez Doue, seul-vuy e clasq an drouc-speret en distrei.
7. Na songit quet gallout ober euvrou mad heb un demptation bennâc : ne deus victor ebet beb coumbat.
Ar Pab santel-mâ a reas santout d’e bobl penaus ar pen-caus eus ar maleriou a oa c’hoarvezet gant-o, oa o fec’hejou, o ingrateri e quêver Doue, an disprigeanç o devoa græt eus e avertissamanchou, hac o dispignou væn ha foll. Lavaret a dleomp ive deomp hon-unan ar memes tra pa c’hoarve gueneomp un drouc, ur c’holl, ur boan bennâc : pa zeu goall guiriou var ar bobl, pa erru gueneomp ur goall affer, pa reer deomp ur goall broces ; neuse e tleomp consideri ez ê hor pec’hejou a so caus a guemense, ha lavaret enomp hon-unan : militet am eus quemen-mâ, va Doue, a c’hoas davantaich.