Buhez ar Sent/1837/Valantin

Eus Wikimammenn
◄   Martinien Valantin Malc   ►


Ar pevarzecvet devez a viz Fevrer.


SANT VALANTIN,
Bælec ha Merzer.


————


Sant Valantin a veve er Guær a Rom gant ur furnez quer bras ma voa respetet, non pas hebquen gant ar Gristenien, mæs c’hoas gant ar Bayanet. Ur garantez special en devoa evit ar beaurien ; prezeg a ree an Aviel gant cals a frouez ; e humilite, e zouçder hac un ær a santelez, a remerquer e quement a ree hac a lavare, a ravisse an oll, hac a ree dezâ gounit un nombr bras a eneou da Zoue.

An Ampalaer Claud o veza clevet coms anezàn, evel eus a un den eus ur furnez hac eus ur milit rar, a c’hoantas e velet, hac a reas e glasq : ober a eureu un diguemer mad dezan : cousgoude e lavaras ne voa quet countant ma ree profession eus a ur Religion control d’an Doueou eus e Rouantelez. Valantin a respontas : Prinç, ma aznafac’h an Douc pehini a adoràn hac a servichàn, e teufac’h d’en em istimout re eürus da gaout un hevelep mæstr.

An Ampalaer en inferrogeas var meur a articl eus ar Feiz : ar Sant a esplicas dezâ quær sclaer ar poènchou principala eus ar Religion, ma coumance da veza touichet dre an nerz eus e gomsou. Mæs ar Prefet eus a Rom o veza represantet oar Prinç-se an danger a voa na zeuzie ar bobl d’en em revolti en e enep, ma teuze d’en em renta Cristen, ha da lesel Valantin hep punition, ar Prinç maleürus a vougas ar c’hraç, pehini er presse hac er sollicite interioramant d’en em gonvertissa, hac a abandounas ar Sant d’ar Barner hanvet Astêr, evit ober dezâ e broces.

Astêr a reas da Valantin dont d’e dy evit beza interroget. Ar Sant, en ur antren, a savas e zaoulagat etrezec an Eê, hac a lavaras : Salver adorabl, pa hoc’h eus scuillet ho goad precius evit silvidiguez an oll dud, pliget gueneoc’h scleraat, dre ar sclerigen eus ar Feiz, quement hini a so en ty-mâ. Ar Barner a c’houlennas digantâ an esplication eus ar c’homsou-ze : Gouezit erfat, Astêr, eme ar Sant, penaus Jesus-Christ guir Doue ha guir Den, dirag pehini ho Toueou-oll ne dint netra, a so ar guir sclerigen pehini a zeu da scleraat quement hini a zo er bed. Eprouvi a fell din, eme Astêr, hac èn so guir ar pez a livirit : ur verc’h am eus pehini a so dalles, mar grit dezi guelet, dre vertuz Jesus-Christ, me a promet en em rentin Cristen. Valantin a reas e beden gant ur feiz leun a fizianç, hac, en ur ober Sin ar Groas var daoulagat ar c’hrouadur, e lavaras : Jesus va Salver, guir Doue eus an Eê hac an douar, ha guir sclerigen eus ar bed, pliget gueneoc’h sezlaou peden ur pec’her paour, ha rei, ar gueled d’ar grouadures-mâ. En instant e recevas ar gueled, Astêr, touichet dre ur miracl quer caër, en em gonvertissas ; e Vreg a heulias e exempl, gant an oll dud eus e d’y, pere a oa en nombr a bevar ha daou-uguent, eus a bere an darn-vuya o devoe an eur da veza merzerien. Neuse e voe roet da ur Barner-all ar garg da ober e broces da Valantin. An Tirant-se er c’hondaonas da veza dibennet, er bloaz 270. Ar Pap Jûl quenta a reas sevel un llis var e bez.

REFLEXION.

Sant Valantin a reas d’an Ampalaer santout ar Virionez eus ar Religion gristen ; ar Prinç-se en em gavas touichet, mæs gant aoun da zispligeout da ur bobl payen, ha da goll e Rouantelez, e vougas ar sclerigen eus ar c’hraç ; sacrifia a reas e ene, renonç a reas d’e silvidiguez ha da ur Rouantelez eternel. O dallentez !

Pet den, sioaz ! na guever quet choas hirio pere, gant aoun da displigeout d’ar bed, da ur mæstr, pe da ur mignoun, a zeu da vouga an inspirationou mad, da drahissa o c’houstianç, ha da verza o Ene. O follentez eus ar pec’her !

Aoun hoc’h eus, a livirit-hu, da zisobligea ur mæstr pe ur mignoun. Mæs piou e ho quenta hac ho prassa mæstr ? Piou ê ho guella mignoun ? Piou en deus ho crouet-hu, ho prenet, ho conservet ? Piou en deus bet bete vrema muy a garantez evidoc’h ? Digant piou e esperit-hu receo muy a vadou hac er bed-mâ hac er bed-all ?

Ma teufe daou eus ho mignouned da c’houlen digueneoc’h ur pligeadur, pehini ne oufac’h accordi nemet da unan, evit pehini anezo er greac’h-hu ? Certenamant evit an hini a ve ho prassa mignoun : grit eta evelse ive e quènver Doue.