Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Martinien

Eus Wikimammenn
◄   Efrem Martinien Valantin   ►


An trizecvet devez a viz Fevrer.


SANT MARTINIEN, HERMIT.


————


Buez Sant Martinien a so un instruction gaër pehini a zesq da bep-unan penaus e tleer bepret dizfiziout eus e vertuz hac eus e nerz : disqui a ra penaus buez an den var an douar a so ur bresel hac un demptation continuel, ha penaus ne aller conservi an innocanç, etouez quen aliez a zanger, nemet o tec’het dious an occasionon.

Martinien, guinidic eus ar guær a Cesaree e Palestiin, oc’h aznaout e voa ar bed leun a birillou hac a demptationou, en em dennas d’an oad a drivec’h vloaz en deserz, evit labourat hebquen en affer bras eus e silvidiguez. Castya a ree e gorf dre binigennou ar re rusta ; e yuniou a oa continuel ; neubeut amser a roe d’ar c’housquet, neubeut e panlante ous an dud, hac e tremene an deiz hac an nos casimant-oll oc’h en em entreteni gant Doue en oræsoun.

An drouc-speret, adversour ar silvidiguez, a impligeas e oll finessaou evit e droubli hac ober dezàn quitaat an deserz, mæs quemense ne servichas nemed evit e renta humploc’h ha couraichussoc’h.

Pemp bloaz var-nuguent a voa e persevere Martinien en oll exerciçou eus ar binigen, ebars en Hermitaich, pa zeuas an temptator da steigna dezàn ur piech nevez a behini e tisfizias neubeut. Ur vreg, dibauchet ha libertin, hanvet Zoë, poulset gatit an drouc-speret, a c’hoantas mont d’e dempti : quemeret a reas un habit fall, lacât a eureu he habijou caëra en ur pacquat didan he brec’h, hac ez eas dre ar glao d’e hermitaich. O veza asezet var dreusou an or, er suplias da gaout truez eus ur baoures quez pehini a voa surprenet gant an nos ebars ar c’hoad : pliget gueneoc’h, emezi, servicher Doue, ma logea dre garantez, n’am lesit quet dindan ar glao na da veza divoret en nos-mâ gant al loenet gouez. Martinien dre druez outi a zigoras e zor ; ober a reas tan, rei a reas dezi da zibri eus ar pez en devoa, hac o veza recoumandet dezi partial antro-nos-vintin, en em dennas e-unan en un hermitaich all.

Ar vreg-mâ, da c’houlou-deiz, a viscas he habijou caer. Martinien o songeal e tlie beza eet en he roud, a zistroas d’e hermitaich ; mæs soueset bras e voe o velet ur vreg quen fichet. Ar vreg fall-ze, leun a dromplerez hac a finessa, goude beza contet cals a draou dezàn, a zeuas quen divergont ha quen insolant ma er solicitas da bec’hi. Martinien, o veza en em arretet re d’e c’hlevel, en devoe ar maler da gonsanti en e galon da un desir dishonest ; mæs Doue, pehini ne falle quet dezâ lesel da goll ar frouez eus ur binigen a bemp bloaz var-nuguent, a sellas a druez ountâ hac en touichas. Martinien a guemeras quement a horrol eus e faut, hac en devoe quement a c’hlac’har, ma alumas un tan bras e pehini e lequeas e dreit, evit mouga dre an tan exterior-ze ar flam impur a voa savet en e galon. Goude beza souffret un anquen horrubl, e lavaras en ur grial : Petra Martinien, n’ac’h eus quet gallet souffr un hanter-quardeur un tan quer sempl, penaus e allit-te souffr epad un eternite hini an ifern da behini ez out en em exposet. Goudeze oc’h en em adressi da Zoue gant ur galon mantret a c’hlac’har : O Tad a visericord, emezàn, ho pezit truez ous ar pec’her paour-mâ pliget gueneoc’h pardouni dezâ e bec’het ha rei dezâ an amser da ober pinigen.

Zoe, estlamet o velet ar binigen estranch a reas Martinien, en em santas touichet hac en em gonvertissas ive var-an-heur. Neuse e pedas an Hermit penitant, gant cals a zaëlou, da bourvei d’he silvidiguez ha d’e lacât e stad da ober pinigen ar rest eus he buez. Ober a eureu dezi mont rag-eon da Velleem ; hac e reas e receo e Couent Santes Paula, e pelec’h e varvas santelamant, goude beza tremenet daouzec vloaz e pratiq eus ar brassa pinigen.

Sant Martinien a valeas goude-se eus an eil deserz d’eguile, o tec’het bepret dious an Drouc-speret, pehini ne heane d’e bourchu evit dont a-benn anezàn. O veza arruet erfin er Guær a Atheen, oc’h en em santout clàn, e pedas an Escop da rei dezâ e venediction hac ar Sacramanchou diveza. En ur brononç ar c’homsou-mâ : Etre ho taouarn, va Doue, me a recoumand va ene, e varvas, var dro pevar c’hant vloaz goude donediguez hor Salver.

REFLEXION.

Piou a gredo en em fiziout var e nerz a var e vertuz, o velet ez ê deut Martinien, goude ur binigen a bemb bloaz var-nuguent, da gonsanti da un desir dishonest ; comprenomp peguer bras ê finessa an drouc-speret, comprenomp peguer sempl ha peguer fragil eo an den. Disfiziomp bepret ac’hanomp hon-unan, exposet oump da un infinite a demptationou ; mar fell deomp eta en em gonservi pur ha chast, beillomp, pedomp, mortifiomp hor c’hiq, frecantomp ar Sacramanchou, ha pellaomp dious an occasionou, dious ar gompaignunezou dangerus ; rac an nep a gar an danger, en em gollo ennàn.

Ur voyen vras c’hoas, evit trec’hi an oll temptationou, eo songeal er bresanç a Zoue. Pa zeui an Drouc-speret, pe ar c’hiq, pe ar bed d’ho tempti, livirit neuse deoc’h hoc’h-unan : Doue am guêl : ma barn a raï un deiz, ha ma funissa mar deuàn d’e offanci ; elec’h ma teui d’am recoumpansi mar sortiàn victorius eus an demptation. Mar douc’h fidel da songeal evel-hèn, e presanç a Zoue, ne deus temptation ebet a guement na zeuac’h da drec’hi.