Buhez ar Sent/1837/Efrem
◄ Guillerm, duc eus a Aquitên | Efrem | Martinien ► |
ant Efrem a oa guinidic eus ar Guær a Edeç e
Mesopotamii. E guerent, pere a voa tud en o æz,
o velet e speret caër, en lequeas var ar studi ; hac
e teuas da veza unan eus ar re habila eus e amser.
Ar Sant-mâ en deus raportet e-unan ar fautou pere en deoa græt en e yaouanctis. Lavaret a ra penaus un devez, o veza cavet en ur c’hoad beuoc’h un den paour, e teuas d’e redec a dauliou mein, ha penaus e couezas ar veuoc’h-ze en ur foz e pelec’h e voe taguet ha divoret. Discleria a ra ouspen-ze penaus en devoa quemeret pligeadur en ur assista er c’hoariou hac en divertissamanchou publiq. Chetu a-se ar fautou hebquen en devoe d’en em rebeich en nemorant eus e vuez, hac evit pere en deus græt ur binigen vras.
Efrem o veza un devez e beaich, en em gavas surprenet
gant an nos, hac obliget da logea en un ty var
ar mæs. Er memes nosvez e antreas ar bleizy e craou
an dènvet hac a gassas lod anezo gant-ho. Antronos
vintin tud an ty o velet e vanque o dènvet, a gredas
e voant eet gant al laëron, ha penaus e voa an den
yaouanc o devoa loget en o zy en devoa digoret an
or dezo. E arreti a rezont hac ober e lacât er prison.
Goude m’en devoa graet aznaoudeguez gant ar brisonnerien-all, en ur parlant assambles, e teuzont d’en em interrogi etrezo var benn petra ez oant dalc’bet er prison. Pep-hini a lavaras e sujet hac e occasion. Accuset oùn, eme Efrem, da veza digoret an or d’al laëron : innoçant oùn a guemense, mæs aznaout a ràn justiç an Autrou Doue pehini a zeu bremâ d’am punissa eus ur c’hrim-all a behini ezoùn coupabl e guirionez, o veza græt da un den paour coll e veoc’h. Un all a lavaras : Me so accuset eus un torfet pehini n’em eus quet coumetet, mæs criminal oùn cousgoude a hent-all, dre ma em eus drouc comset eus a ur verc’h honnest, da behini am eus græt coll he reputation hac he hano mad. Ha me, eme un all c’hoas, a so accuset da veza lazet un den ouz pehini n’am eus quet touchet, mæs dont a ra sonch din e vanquis un devez dre ma faut da rei sicour da un den pehini a velen o veuzi dirazòn, ha chetu ar guir faut pehini a bunis bremâ an Autrou Doue enon, o permeti e venn accuset eus a ur muntr.
Efrem en e brison a brometas da Zoue e teuze da dremen ar rest eus e vuez er binigen, ma plicheze gantâ rei dezàn ar c’hraç da sortial ac’hano. Da benn ur maread amser, evel ne voa test ebet en e enep e oue roet dezan al liberte da sortial.
En em denna a reas rac-eon en deserz e pelec’h e cunduas ur vuez humbl ha mortifiet meurbet, oc’h en em gonsideri bepret evel ar brassa pec’her hac evel an distera eus an oll dud.
Goude m’en devoa tremenet meur a vloaz en deserz, an Escop eus ar guær a Nisiib en alyas da zistrei d’ar guær a Edeç. Distrei a eureu, hac e convertissas eno ur vreg pehini a gundue ur vuez fall, hac eus a behini en em serviche an drouc-speret evit coll cals a eneou. Var ar brud eus ar gonversiou miraculus-se, an Escop er poursuas da receo an Urzou sacr. Ar sant, dre oboissanç evit e escop, a recevas an urz a ziacr, mæs e humilite vras a viras ounta bepret n’en em rentas bælec. Neuse dre urz e Brelat e prezegas an Aviel gant cals a frouez ha gant pep issu-mad. E gonferançou spirituel hac e sermoniou, leun eus an un douçder hac un onction divin ha soutenet dre an nerz eus e exempl, o devoa ur vertuz vras evit touich ar c’halonou ha convertissa ar bec’herien vrassa. En amser-eus ur guernez hac ur famin e prezegas gant quement a nerz var an obligation da bratica ar charite ha da ober an alusen, ma teuas ar re pinvidic da zigueri o grignolou evit soulagi an oll beaurien.
Ouspen-se e composas levriou caër hac admirabl pere o deus graet e consideri evel unan eus an Tadou santel an ilis.
Oc’h en em santout clàn, e c’houlennas dre e destamant beza enterret er Veret, ha goude beza pedet an oll assistantet da bidi evit ar repos e ene goude e varo, e rentas e speret da Zoue, var dro ar bloaz 330.
Mar d’hoc’h accuset eus ur faut pe un drouc bennâc, pehini n’ho pe quet gret, consideri etre Doue ha c’hui ha n’ho pe quet gret ur faut bennâc-all quer bras ha martese brassoc’h eguet an hini a damaler deoc’h. Offrit neuse da Zoue ar boan-ze en intantion da satisfia d’e Vajeste evit ar fautou-all hoc’h eus coumetet e guirionez. O peguen agreabl ve da Zoue un hevelep satisfaction ! Liquit quemense e troad ar groas, lesit Doue da ober e volontez : caout a raï ar voyen da ziscleria hoc’h innoçanç, pa bligeo gantàn.
N’en em glemomp quet quement eus an injusticou a ra deomp an dud ; Doue a bermet quemense, hac en em servich anezo evit punissa hor fautou secret ha cuset peautramant evit rei deomp occasion da souffr un dra bennâc dre garantez evitàn.