Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Guillerm, duc eus a Aquitên

Eus Wikimammenn
◄   Scolastiq Guillerm, duc eus a Aquitên Efrem   ►


An unnecvet devez a viz Fevrer.


SANT GUILLERM, DUC A AQUITÊN.


————


Ar Penitant bras-mâ a oa guinidic eus ar Poëtou. E dad er c’hare hac er cherisse quement, en amser ma voa bian, ma e lese da ober quement a gare, nemede quet e sourcy da guelen e vab, na da ober rei dezâ un descadurez cristen. An Duc yaouanc, o caout re a liberte, a gouezas souden e pen seurt viçou, pere a gresque dre ma teue an oad dezâ.

Ouspen ma cundue ur vuez dibauchet, ne ree van ebet evit canna nac evit laza. Ne dea morse e nep-lec’h nemet armet mad, ha na glasque nemet caout affer ous ur-re-benaâc. En em ziscleria a reas memes a enep ar Pap, ha troubli a euren ar peoc’h eus an Ilis, en hevelep fæçoun ma en em santas ar Pap obliget d’e excommunia, oc’h esperout, dre ur bunition quen terrubl, ober dezâ chench ; mæs o velet e continue en e zisurz, e cassas Sant Bernard d’e gaout evit essaat dont a-benn anezân. An den Santel-ze a reas e oll bossubl evit ober dezâ antren ennâ e-unan hac en em aznaout ; mæs inutilamant, rac an Duc obstinet er chasseas eus e bresanç, o c’hourdrous c’hoas e laza. Sant Bernard ne gollas quet couraich, recoumandi a reas an affer da Zoue, ha goude beza offret ar Sacrifiç Santel eus an Oferen, e sortias eus an Ilis gant ar Sacramant en e zorn, evit mont da gaout an Duc, da behini e lavaras ; gant ur vouez terrubl : Da bedet hon eus, mæs hon dispriget oc’h eus : chetu amâ ar Roue eus an Eê hac eus an douar, ar Penn hac ar Mæstr Souveren eus an Ilis, pehini a bersecutes : chetu amâ da Varner, ha souden da Ene a dremeno etre e zaouarn : e zisprigeout a ri-de, evel oc’h eus dispriget e servicherien ? An Duc, spountet dre ar c’homsou-ze, ha muy c’hoas dre ar bresanç eus a Jesus-Christ, a gouezas var an douar heb gallout parlant. Ar Sant a goumandas dezâ sevel ha lavaret publicamant dirag an oll e intantionou. An Duc a savas, ha dre ur burzud eus a c’hraç Doue e teuas eus a un den criz ha revoltet ma voa ouent, da veza douç hac oboissant evel ur c’hrouadur ; goulen a reas pardoun digant Doue hac ous an oll pere en devoa scandaliset.

Quellies gueich ma songe goudese e comsou Sant Bernard, en em lequee da vouela ha da hirvoudi, en ur lavaret : O va Doue, na varnit quet ho servicher, rac piou avezo cavet just dirazoc’h ? Quemeret a reas a-neuse ar resolution da guitaat ar bed.

O veza clevet e voa un Hermit Santel en ur c’hoat tost da Boëtie, ez eas d’e gaout ; en em strinca a eureu d’e dreit gant cals a zaelou, oc’h e bidi d’e sicour d’en em savetei. An Hermit a represantas dezâ penaus e tlie ober ur binigen hervez ar grevusdet hac an nombr eus e bec’hejou ; Ordren a reas dezàn guerza e zillat caër, ha rei an arc’hant d’ar beaurien ; douguen ur saë reun gant un habit houarn var c’hore, ha yun ar rest eus e vuez. Ar penitant santel a reas souden quement a oa ordrenet dezâ ; hac o caout c’hoas re zister ar binigen-ze, e amarras e gorf gant ur chaden. Guisquet evel-se, e partias dre urz an Hermit evit mont da gaout an Tad Santel ar Pap. En em strinca a eureu d’e dreit, en ur c’houlen gant humilite en absolven eus e grimou. Ar Pap, o velet e binigen vras, an abondanç eus e zaëlou, hac ar veaich hir en devoa graet, a savas an excommunication dindan pehini e voa couezet.

Ar Sant, en em dennas goudeze en un ty paour ha distruich e pelec’h e chomas nao bloaz o veva divar bara ha dour, hac o touguen nos-de e habit houarn, pehini a ree dezâ souifr ur boan estranch. E zaëlou ne heanent o redec, ha da bep mare e scoe var boule-galon, en ur ziscleria publicamant e bec’hejou.

Goude an nao bloaz-ze e quemeras e zemeuranç en ur c’hoad bras e pelec’h e vevas hervez ar reglen o devoa miret an Hermitet santela eus an deserz.

Erfin, uset gant an oad ha gant e binigen galet, goude beza raparet dre e exempl vad ar goal squêr en devoa roet, en devoe ur maro eürus er bloaz 1166, ha Doue a zisclerias e santelez dre gals a viraclou.

REFLEXION.

An Duc-mâ, goude beza bet unan eus ar brassa pec’herien, a so deut da veza ur Sant bras. Pec’her ha pec’heres, e pe stad bennâc e veac’h, na zisesperit quet eus a vadelez an Autrou-Doue. Doue a ell hac a zesir ho convertissa, nemet na resistot quet ous e c’hraçou ha ma viot fidel da heulia e inspirationou santel.

Eil Reflexon. Ar penitant bras-mâ en deus echuet e vuez dre ur maro eürus ; enoret eo bet memes gant Doue eus an donnesoun a viraclou. Ar pec’hejou tremenet ne viront quet ous ar re o deus o c’huiteet, na vent goude-se agreabl bras da Zoue. Doue a ra alies muy a faveriou da ur pec’her convertisset, pehini a zeu da gundui ur vuez devot ha fervant, evit na ra da gals a eneou pere n’o deus quet coumetet bec’hejou bras, mæs pere e servich gant neubeutoc’h a fervor.