Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Malc

Eus Wikimammenn
◄   Valantin Malc Juliana   ►


Ar pemzecvet devez a viz Fevrer.


SANT MALC, HERMIT.


————


Sant Jerom pehini en deus scrivet buez ar Sant-mâ en devoa clevet gantâ e-unan an oll circonstancou eus e vuez, hac en deus-ii leset dre scrid evel un instruction propr, quen da gorrigea ar re a vanq a fermete, pe a fidelite d’o vocation, quen da gouraichi ar re pere o veza antreet en hent eus ar vertuz, a so spountet gant an difficulteou a rancontront.

Sant Malc, guinidic eus a Syrii, a istime quement ar chastete, en e yaouanctis, m’en devoa horrol ous an distera tra control d’ar burete. E dad hac e vaot oc’h e velet en oad, a songeas d’e zimizi. Represanti a eureu dezo penaus n’en devoa quet a inclination evit ar stad-ze ; discleria a eureu memes penaus en devoa cals a repugnanç ; mæs e dad, pehini n’en devoa quen mab nemetàn, hac a gave ur fortun vad, a fallas dezâ e gontraign. Ne heane oc’h e c’hourdrous, ha quement er persecutas, ma voe obliget da sortial, secretamant eus e dy. Souden goude-se en em dennas en deserz a Galciid, e pelec’h, o veza cavet ur Gommunaute a Hermitet, e c’houlennas ar c’hraç da veza recevet en o zouez.

Goude m’en devoa tremenet gant-o meur a vloaz, er pratiq eus ar binigen, en ur dànva en e solitud an douçder eus ar gontemplation, e clevas e oa maro e dad. Neuse e teuas en e speret da zistrei d’e vro, evit disposi eus e vadou e faver ar beaurien. Un dessin quer mad en apparanç a viras ountâ ne aznavezas ez oa ar sonch-se un demptation eus an Drouc-speret, pehini ne glasque nemet en tenna eus e solitud. Partial a eureu, mæs ne oa nemeur avancet en e hent ne voe quemeret gant ar Sarasinet ha rentet esclaf.

An avantur trist-ze a reas dezàn aznaout, mæs diveat, an dromplerez eus an Ærouant, hac ar faut en devoa gret. Gouela a ree hac hirvoudi ; cousgoude evel ma oa bepret resinet da volontez Doue, e teuas souden d’en em gonsoli, mæs e gonsolation ne badas quet pell. E væstr a fallas dezâ en dimizi da un esclaves en devoa. Malc en em escusas guella ma oue possubl dezâ ; mæs an den barbar-ze a fachas hac a c’hourdrousas e laza mar mancse d’e ober. Malc a santas neuse bete ar beo ar malher eus e gaplivite. En Un affliction quer bras e reas e sonch da achap ha d’en em refugia en un tu bennâc, hac en effet e quemeras an teac’h. Quentre ma santas e væstr e zefaut, e redas vare lerc’h. Ar Sant, o veza e santet o tont, en em guzas en ur c’hornic-tro eus ur c’havarn bras. E væstr, pehini a heulie bepret e roudou, o velet ez oa antreet eno, a antreas e-unan gant coler, en ur c’hourdrous hac o touet penaus n’en divise quen maro nemet dre e zorn. An trous a ree a excitas ul leones pehini a zeuas eus a voelet ar c’havarn hac en divoras. Ar Sant, preservet gant Doue dious fulor e væstr, en devoe ar fizianç er preserfse ive ous al loened gouez : sortial a reas eta eb trous eus ar c’havarn, hac e quemeras e hent evit distrei d’an deserz a Galciid. Æz eo compren peguer bras voe e joa d’en em gaout adarre etoueze vreudeur. Neuse e redoublas e vortificatinou, hac e vevas en ur fervor ar vrassa betec e varo, pehini a erruas var dro ar bloaz 380.

REFLEXION.

An nep a gar ar burete, hac a aznaf ar pris eus ar vertuz-mâ a zeu d’e freferi d’ar vuez memes. A ell caout combajou rust da souten ha temptationou bras da souffr, mæs sur a ell beza bepret eus ur sicour creoc’h ha puissantoc’h eus ar c’hraç.