Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Timothee

Eus Wikimammenn
◄   Remon Penafor Timothee Conversion sant Paul   ►


Ar pevare var-nuguent a viz Guenver.


SANT TIMOTHEE, ESCOP HA MERZER.


————


Sant Thimothee a oa guinidic eus a Listr en Asii. E dad a oa Payen ; Mæs e vam, pehini a oa en em rentet Christenes, er c’henta beaich a reas an Abostol Sant Paul er c’harter-ze, evit preseg an Aviel, a guemeras cals a sourci d’e zisqui ervad, ha d’e instrui eus ar Visteriou ar Feiz hac eus a Lezen Doue. Timothee pa voe deut en oad d’en em applica d’ar studi, a brofitas quement eus an instructionou a voe roet dezâ, ma en em rentas habil meurbet, ha ma voe admiret, gant an oll, et squiant hac e vertuz.

Sant Paul o veza distroet da Listr, er choasas evit Compaignon eus e labourou Apostoliq. Mont a reas gant an Abostol bras-se da Vacedoàn ; hac e sicour a reas cals da ober ar c’honversionou burzudus a reas eno. Sant Paul o veza bet informet penaus e oa goal-dretet ar Gristenien e Tessaloniq, a gassas d’y e Zisquibl Timothee, evit o c’houraichi, o c’hreaat er Feiz, hac o frepari d’ar bersecution da behini e voant exposet.

Goude m’en devoa en em acquitet ervad eus a guement en devoa recommandet dezâ an Abostol santel, e tistroas d’e gaout da Gorinth : hac e accompaigni a eureu en oll beaichou a reas en Asii, en Acaii, e Greeç, e Palestiin, e Jerusalem hac e Rom, o partagi bepret gantâ ar fatig hac ar poaniou a andure evit Jesus-Christ : Sant Paul er c’hassas eus a Rom da visita ar Gristenien e meur a blaç, hac e peb lec’h e reas ur mad infinit.

Mont a resont erfin o daou assambles d’ar Guær a Efees. Sant Paul, o velet an necessite e devoa ar Guær vras-se eus ur Pastor mad, a lesas eno Timothee evit gouarn an Ilis-se, e calite a Escop, hac a bartias e-unan evit mont da Vacedoan.

Aa Escop santel a guemeras ur sourci dreist-ordinal eus e Bopl, hac a labouras gant cals a fatig evit instrui an infidelet a edo c’hoas er Guær a Efees. E zèl ardant a brocuras souden dezâ ar Gurunen a Verzerinti, rac un devez ar Bayanet, evit ober enor da unan eus o diviniteou faus, o veza en em lequeet da redec dre Guær, en ur ober cals a zizurz, ar Pastor santel a represantas dezo o impiete, hac ar grevusdet eus an drouc a reent. An dud barbar-ze a guemeras ur goler quer bras ountàn, ma teusont d’e stlegea dre Guær, ha d’e assoumi a dauliou baz hac a dauliou maein ; ar Gristenien en tennas digant-o e hanter-varo : e zouguen a rezont en ur plag a daust, e pelec’h e varvas neubet amser goudeze. E Verzerinti a erruas er bloaz seitec ha pevar-uguent goude Donediguez hor Salver.

REFLEXION.

Pebes mad ne ra quet ur Vam Cristenes, pehini e deus sourci da guelen he C’hrouadur hervez Doue. Eus an descadurez vad pe fall e recever er yaouanctis, e tepand ar rest eus ar vuez ; ar c’henta impressionou var ur galon yaouanc a bad peurvuya epact ar -vuez-oll.

Timothee a oa mab da un tad payen, maes e vam a oa gristenes. Ur malher bras eo evit bugale, pa ve direglet pe o zad pe o mam : cousgoude an hini anezo o daou en deus dougeanç, Doue, a ell hac a dle neuse talvout elec’h eguile, ha supplei, dre ur sourci hac un attantion vrassoc’h, var ar vugale.

Peguement a vugale indevot hac impi memes a veler pere a so ur groas pounner ha c’huero meurbet evit o c’herent, hac a vise bet o gloar hac o c’honsolation, ma vizent bet instruet na corriget abred, ha ma n’o devize guelet gant o c’herent nemet exemplou mad ? Pebes rebeichou cruel na raï quet epad an oll eternite bugale daounet d’o zad ha d’o mam, defaut n’o deus roet dezo un descadurez santel hac exempl vad.