Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Remon Penafor

Eus Wikimammenn
◄   Vinçant, merzer Remon Penafor Timothee   ►


An trede var-nuguent a viz Guenver.


SANT REMON PENAFOR.


————


Ar Sant-mâ, ganet e Cataloign, en devoa ur squiant quer bras ha quen excellant ma voe choaset evit quelenni e meur a blaç.

Escop Barceloon, o veza clevet coms eus e vilit rar, er greas Chaloni ; an oll a admiras souden e humilite, e garantez evit ar beaurien, hac e fervor epad an Ofiç divin.

Goude beza graet ur Fondation gaër en Ilis Barceloon, evit ma vize celebret gant ur solennite vras Gouel Annonciation an Itron Varia, en em rentas Religius eus a Urz Sant Dominiq, hac eno e composas al Lêvr caër e pehini ha espliq hac a resolv, en ur fæçoun admirabl, ar Chasiou a goustianç.

Doue er choasas evit contribui da founta Urz Redamtion ar Gaptivite. Ar vision admirabl o devoe, en ur memes nosvez, Sant Per Nolasq, ar Roue eus a Arragon hac ar Sant-mâ a reas dezo en em unissa o zri evit institui un Urz quer caër ha quen avantaichus evit an Ilis. Sant Per Nolasq a voe ar penn, ar Roue a Arragon a voe ar souten, ha Sant Remon a gunduas, dre e avisou fur ha prudant, un affer quer bras.

Ar Pab Gregor, naovet, informet eus e vertuz hac eus e zoctrin, er galvas da zonet da Rom. E ober a eureu e Chapalan, e choas a eureu evit e Gouessor, hac c c’hargas da assambli en ul levr an oll Ordrenançou ha Decregeou eus ar Choncitou hac eus ar Pabet a oa bet bete-neuse. E studi hac e occupationou bras ne virent quet na observe bepret an oll reglennou eus e Urz. Ar Pab a offras dezâ un Arc’hescopti, mæs e humilite a reas dezâ reus un Dignite quer bras ; hac e preferas distrei d’e Gouent e pelec’h e vevas evel ur Religius simpl, oc’h en em gonsideri evel an diveza eus e Vreudeur. Prezec a eureu gant cals a fatig d’ar Morianet ha d’ar Yuzevien pere a oa e Rouantelez Spaign, hac e convertissas, e nebeut amser, ouspen dec mil anezo.

Celebri a ree ar sacrifiç eus an Oferen gant un devotion quen ardant ha quen edifiant, ma lavare pep-unan e convertisse quement a dud en ur celebri ar Sacrifiç santel ha ma ree dre an nerz eus e bredicationou.

En amser ma edo e Majorq e avertissas ar Roue da lacât urz en un dra important bras. Ar Roue pehini a ree cals a istim anezân, hac a falle dezân e chomp-ze gantâ eno, a brometas er gra-ze ; mæs, evel ma neglige d’e ober, ar Sant en em resolvas d’en em retira d’e Gouent a Varceloon, etre pehini ha Majorq ez eus teir leo vor hac antercant. En em bresanti a reas evit ambarqui, mæs lavaret voe dezâ-en devoa difennet ar Roue e dremen. Ar Sant, leun a fizianç e Doue, o Veza gret sign ar Groas, a ledas e Vantel, var an dour, en em lequeas varnezàn, ha, dre un avel eürus, e voe rentet e c’huec’h heur amser en e Gouent. Ur Miracl quer bras, ha guelet gant quement a dud, a voe souden rapportet d’ar Roue, var speret pehini e reas quement a impression, ma lacaas urz neuse-souden er pez en devoa prometet d’ar Sant.

Erfin, er bloaz 1275, Sant Remon, oaget a naontec vloaz ha pevar-uguent ha pevar miz, ha carguet a vilidou, a varvas quer santetamant evel m’en devoa bevet.

REFLEXION.

Sant Remon enoret, ha clasquet gant ar Pap ha gant ar Roue, ha galvet evit beza Arc’hescop, a brefer, da guemense-oll, beza Religius simpl en e Gouent. Exempl caer ! pehini a gondaoun ambition an dud pere ne gonsideront quet penaus ne deus netra douçoc’h eguet servicha Doue, en e stad hac en e gondition, heb clasq en em huelaat dreist ar re-all.

Eil reflexion. Ar Sant-mâ a reas ur Fondation evit ma vize celebret, gant ur solennite vras, Gouel Annonciation ar Verc’hes glorius Vari. Disquit da celebri he Goueliou gant ur guir devotion, da inspira ar memes devotion d’ar re-all, ha da gontribui, hervez ho moyen, da orni he Ilisou hac ne Auteriou.