Buhez ar Sent/1837/Vinçant, merzer
◄ Aignes, guerc’hes ha merzeres | Vinçant, merzer | Remon Penafor ► |
ant Vinçant, guinidic eus a Spaign, en devoe an
avantaich da veza instruet gant an Escop santel Valêr ;
ar prelad-se, o consideri squiant ha vertuz e Zisquibl,
er greas Diacr eus e Ilis, hac er c’hargas da breseg
an Aviel.
Vinçant en em applicas gant fervor da instrui ar bobl ; inspira a ree an devotion d’ar re fidel, hac e convertisse d’ar feiz un nombr bras eus ar bayanet.
Ar brud anezâ o veza eet bete ar Gouarner eus a Arragon, pehini a bersecute ar Gristenien, dre urz an Ampalaer, ar Gouarner-ze a roas urz d’e arreti ha d’e gundui d’ar guær a Valanç, carguet a chadennou, oc’h esperout penaus ar fatig ens ah hent, hac ar goaldretamant en devoa ordrenet ober dezâ, a raze dezâ coll couraich. Pa voe arru e Valanç, ar Gouarner a ordrenas dezâ offri ezenç d’an Doueou eus ar Rouantelez, pe d’en em brepari da vervel. Ar Sant a respontas : ne doun quet spountet evit clevet ma gourdrous eus ar maro ; ar brassa enor a ouffen da receo, hac an douça pligeadur a ouffen da santout, eo mervel evit ar Feiz ; hac e credàn hoc’h assuri e squizot quent oc’h ma zourmanti, eguet na squizin o souffr evit gloar Jesus-Christ.
Ar Gouarner, drouc-countant eus e respont, a ordrenas e dourmanti dre ar c’hruela supliçou. Astennet e voe var ur c’hrill, gant un tan bras dindan-ân, mæs an Autrou-Doue, evit disquez penaus e voar, pa blich gantâ, douçaat ar poaniou a soufrer en e servich, a roas dezâ ar c’hraç da anduri an tourmant horrubl-se gant couraich ha gant joa. Vincent a chomme var e c’hril heb flaich ; e zaoulagat savet etrezec an Eê, ha gant un aer countant. An oll a oa soueset o velet an nerz miraculus eus ar Sant ; ar Bayanet memes a publie ar Miracl. Ar. brud-se a obligeas an tirant da ober e zouguen d’ar prison, e pelec’h e reas e astenn var tamou podou torret, en ur zifen rei dezân tra ebet na da zibri na da eva. Mæs Doue n’en abandounas quet quen neubeut en occasion-mâ ; carga a reas eus a ur gonsolation sansibl ha douç meurbet e servicher fidel, pehini ne heane oc’h e drucarcrât eus e vadelez en e andret, oc’h e veuli hac e c’hlorifia.
Ar Gouarner, informet eus a guemense, a ordrenas, ne ouzer quet e pe intantion, lacât ar Sant var ur guele mad, ha rei dezâ quement a c’houlen-se. Querquent a ma voe lequeet var ar guele-ze, evel pa vize bet ar soulageamant-se ar brassa eus an oll tourmanchou ivintàn, e varvas hac ez eas da receo en Eê ar Gurunen dleet d’e Victoriou, er bloaz 303, d’an oad a zaou vloaz var-nuguent.
Childebert, Roue a Franç, goude beza assieget ha quemeret ar Guær a Saragoç, er bloaz 542, na guemeras netra, nemet ar Stôl a behini e oa en em servichet an Diacr Santel-mâ, hac e roas da Sant Germen Escop eus a Baris ; e c’honservi a reer c’hoas en Ilis Sant Germen.
Petra n’o deus quet souffret ar Sænt er bed-mâ ! Gant pebes patiantet o deus-ii souffret ! Gant pe seurt couraich ! Gant pebes joa ! Na songeomp quet arruout en Eê nemet dre ar memes hent eus ar soufrançou.
Ne ellomp quet er bed-mâ en em exanti da souffr : beza hon eus ur c’horf hac un ene, pere a roï deomp un infinite a occasionou da bratira ar bâtiantet : hor c’horf, dre e infirmiteou ; hon ene, dre e ignoranç ha dre e goal inclinationou.
Ouspen-se, e calite a bec’herien, e tleomp anduri, ha lavaret gant Sant Augustin : ma finisset er bed-mâ, o va Doue, n’am espernit quet, ma c’hastyet evit ma c’hrinou, ha n’am punisset quet er bed-all.