Buhez ar Sent/1837/Conversion sant Paul

Eus Wikimammenn
◄   Timothee Conversion sant Paul Policarp   ►


Ar pempet var-nuguent a viz Guenver.


CONVERSION SANT PAUL, ABOSTOL.


————


En em gonvertisset eneou infidel, en em gonsolit pec’herien, en em rejouisset eneou just, o consideri Conversion admirabl Sant Paul, pehini, goude beza bet un adversour bras d’ar Religion gristen, hac ur persecutor cruel eus an ilis, en deus cènchet en hevelep fæçoun, ma ze deut, dre c’hraç ha dre visericord an Autrou Doue, da veza ar sonten hac un doctor bras eus an ilis, hac unan eus ar brassa Ebestel.

Ar Sant-mâ, hanvet Saul, abars e Gonversion, guinidic eus ar guaer a Dars, eus a dribu Benjamin, ganet ha maguet e religion ar yuzevien, a guemeras ur gassoni estranch ous ar gristenien, hac en em laquâs d’o fersecuti. Antren a ree en tiadou evit en em sesia a guement a gave anezo ; ober a ree o frisonnia hac o c’harga a chadennou.

O veza clevet penaus e cresque bemdez an nombr eus ar Gristenien er Guær a Damas, e partias evit mont d’o arreti ha d’o digaç prisonerien da Jerusalem. Pa voe arru taust da Guær e savas, en un taul, ur sclerder vras en dro dezâ, hac e clevas ur vouez pehini a lavare : Saul, Saul perac em persecutes-te ? Sesiet e voe gant spount, hac en ur goueza var an douar e lavaras : piou och-hu, Autrou ? Quer buan goude e clevas ar c’homsou-mâ : beza ez oun Jesus pehini a bersecutes ; neuse e lavaras en ur grena : Autrou, petra a blich gueneoc’h-hu a raën-me ? Savit, eme hor Salver, hac antreit e Quær ; eno a vezo lavaret deoc’h petra a rencot ober. Sevel a eureu, mæs ne vele banne, petra bennâc ma oa digor e zaoulagat ; ha ret e oa d’an dud a oa en gompaignunez e rêna dre an dorn betec ar Guær a Damas, e pelec’h e chomas tri devez, heb guelet, heb dibri nac eva.

Jesus-Christ a apparissas, en ur vision, da Ananii, hac a ordrenas dezâ mont da glasq Saul eus ar Guær a Dars, pehini a oa e ty Jud, oc’h ober Oresoun : iit, emezan, rac choaset emeus-èn evit prezec va hano dirag an Nationou eus ar bed, dirag ar Rouanez eus an douar, ha dirac ar bobl a Israël ; ha me a raï dezàn aznaout peguement e renco souffr evit va hano.

Ananii, o veza eet d’e gaout, a lavaras en ur asten e zaou-zorn varnezân : Saul, va breur, Jesus Salver ar bed, pehini en deus apparisset deoc’h en hent, en deus va digacet amâ, evit renta deoc’h ar guelet, hac evit ma recefot ar Speret Santel. Er memes instant e couezas eus e zaoulagad evel scant, hac e recouvras ar guelet. Sevel a reas, leun a joa , leun a admiration, hac a santimanchou a aznaoudeguez-vad. Ananii, goude beza discleriet dezan, a-berz Doue, ar pez en devoa da ober, er badezas, hac er memes amser, ar Speret Santel er c’hargas eus e zonesonou. Goude m’o devoa trugarequeet Doue o daou, Sant Paul a goumanças dibri, e nerz a zeuas dezâ hac e chomas ur maread amser gant ar Gristenien er Guær a Damas. Abars sortial ac’hano, e prezegas e publiq penaus Jesus-Christ, pehini en devoa maleürusamant persecutet a ziaguent, a oa ar Messiaz, Mab eternel da Zoue. Quement hini er c’hleve a oa soueset bras ; hac a lavare : a ne d’eo quet an den-mâ Saul eus ar Guær a Dars, pehini a bersecute ar Gristenien, hac a so deud amâ evit o c’haç prisonerien da Jerusalern ?

Ar Yuzevien, pere a edo er Guær a Damas, a glasque an occasion d’e laza ; ober a rezont memes divoal nos-dez doriou Quær, gant aoun na sortisse ; mæs ar Gristenien en disquennas un nosvez en ur paner, divar ar vur. Neuse en em rentas e Jerusalem, e pelec’h e prezegas gant ar memes nerz hac ar memes couraich Jesus-Christ hac e Aviel.

An Abostol bras-mâ, goude beza labouret evit conversion un infinite a dud, goude beza prezeguet ha plantet ar Feiz en un nombr bras a Garteriou eus ar Bed, goude beza sclereet an Ilis dre e Zoctrin ha dre e Scridou celestiel, a zeuas erfin d’e cimanti dre e goad, pehini a scuillas evit gloar Jesus-Christ.

Chetu amâ darn eus e Vaximou spirituel.

Ar guenta. Ar re a fell dezo beva santelamant e servich Jesus-Christ, a soufro persecution er bed-mâ.

An eil. N’hon eus digacet netra gueneomp pa zoump deut er bed ; certen eo ne gacimp ive nelra gueneomp pa sortiimp anezâ.

An drede. En em gountantomp da gaout peadra d’en em vaga ha d’en em visca.

Ar bevare. A re a glasq beza pinvidic a gouez facilamant e rouejou an Drouc-Speret.

Ar bempvet. An hini en em istim un dra bennâc, o veza dallet gant ar vanite, en em drompl e-unan, hac a ra da aznaout ne d’e netra.

Ar c’huec’hvet. Ra zeuy peb-unan da ober reflexion var ar pez a dremen en e interior, ha da examina an intantion en deus, hac ar fin en em bropos en e actionou.

Ar seizvet. En Eaust ne Zestumer nemet ar seurt id a ve bet hadet ; evelse an nep a ra actionou fall, ne gavo nemet corruption hac ar maro ; hac an nep a ra actionou mad a gavo ur vuez heb fin.

REFLEXION.

Amâ eo e teu ar vadelez a Zoue da driomphla eus a valiç calon an den, pa zeu da choas ur Persecutor eus e ilis evit ober anezàn un Abostol. Disquit dre guemen-mâ, pec’her, penaus ne dleit quet disesperi eus a vadelez hac eus ar visericord un Doue. Ne moc’h quet pelloc’h dious Doue eguet ma ze bet Sant Paul, ha Doue a ell, pa bligeo gantâ, ho cench, evel m’en deus e zenchet.

Admiromp an nerz hac ar buissanc eus ar c’hraç, pehini a ell en ur moument ober ur cenchamant quer caër ; mæs na esperomp quet e rei Doue ar cenchamant-se heb hor c’honsantamant : perac ar reuset-hu eta, pec’her ? Perac e resistet-hu d’ar vouez a Zoue, pa zeu d’ho quervel ? Peguen alies a veich n’en deus-èn quet criet deoc’h, dre ar vouez interior eus ho coustianç, ha dre mouez ar Bredicatoret : perac em persecutes-te ? Petra a vir ouzoc’h na livirit prest ha prount, evel Sant Paul : chetu me amâ, Salver, petra a blich gueneoc’h-hu a raen-me ? Iit goudese da gaout Ananii, da lavaret eo, ur C’hoessour mad ; discarguit ho coustianç, livirit dezâ ho poan hac hoc’h ambaras ; disquez a raï deoc’h, abers Doue, ar guir hent eus ar silvidiguez.