Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Stanislas, escop ha merzer

Eus Wikimammenn
◄   Yan Damasceen Stanislas, escop ha merzer Per, arc’hescop   ►


Ar seizvet devez a viz Maë.


SANT STANISLAS, ESCOP HA MERZER.


————


Ar Sant-mâ, guinidic eus a Rouantelez Poloign, goude beza tremenet e yaouanctis en ur burete vras, hac en em rentet habil meurbet, a oue græt Chaloni eus ar Guær a Gracovii, hac a vilitas Goudese, dre e vuez santel hac exemplus, beza choaset evit Escop eus ar memes Quær.

En em acquita a reas eus an oll deveriou eus e garg gapt ur, fervpr pehini a ree ar sujet eus a admiration an oll, bras ha bian. E zêl ardant evit Conversion ar brassa pec’herien, a reas dezâ mont da gaout ar Roue, Boleslas, pehini a gundue ur vuez disordren : represanti a reas, dezâ an danger e pehini e lequee e silvidiguez, hac ar goal exempl a roe da dud e Balæs ha d’e oll bobl ; e bidi a reas da galmi coler an Autrou Doue dre ur Gonversion prount ha sincer. Ar Roue a seblantas beza touichet, mæs n’en em gonvertissas quet, continui a reas e goal vuez, hac e clasquas an ocasion d’en em vengi eus ar Sant. Ober a reas da dud miserabl e accus da veza quemeret injustamant ar parc pehini en devoa staguet ous an Ilis ; galvet a oue ê presanç ar Roue, hac ar Sant ne vancas quet d’en em bresanti evit eo em justifia ; mæs, evel ma voa lamet digantâ ar voyen da brouvi ar beamant en devoa graet eus an douar-se, dre ma voa bet distroet Titrou pe Goaranchou an Ilis, ha ma oa maro an hini digant pehini en devoa e brenet, an Escop leun eus a ur fizianç santel e Doue, a lavaras dirag an oll, e raze dont arraug un test pehini a vigent obliget da gridi, ha penaus e vige ar perc’hen memes, pehini en doa guerzet dezâ an douar, petra bennâc ma oa maro tri bloaz a voa. Ar Sant a dremenas tri devez en Oræsoun hac e yun ; ha goude bezâ lavaret an Oferen, ez eas var Bez an den maro : ordren a reas dezàn abers Doue sevel, ha dont d’e heul evit renta testeni da virionez. An den-ze ressuscitet a heulias an Escop betec ar Palæs, e pelec’h e mede eo em assemblet un nombr bras a dud, hac a lavaras gant ur vouez distinct : guerzet am eus va douar d’an Escop Stanislas, ha recevet am eus ar bêamant. Goude beza lavaret quemense e tistroas var e guiz d’e Vez, hac e teuas er memes stad ma edo quent.

Ar miracl-mâ, pehini a estonas meurbet an oll, a arretas neubeut-amser coler ar Roue a-enep ar Sant. Mæs ar Prelat santel, pehini na estime quet muy e vuez eguet e ene, o velet e continue ar Prinç maleürus en e zisurz, en excommunugas erfin. An Tirant-ze a guemeras ur goler quer bras ountâ ma antreas dre e fulor en Ilis ar sabren en e zorn, gant pehini e lazas an Escop santel ous an Auter, en amser ma offre ar sacrifiç divin.

Doue a zisclerias dre gals a Viraclou Santelez e Servicher fidel goude e varo, pehini a erruas er bloaz 1079.

REFLEXION.

Repren gant prudanç ha gant douçder ar re a ra drouc, a so un effet eus ar garantez a dleer caout evit e nessa. Hac e ober a rit-hu, ispicial e quènver ar re a so dindan ho carg, pe en ho servich ?

Eil Reflexion. Netra na dle spounta ur Ministr fidel, pa vez quistion eus a C’hloar Doue hac eus ar Religion. Gloar Doue a dle e douich muy eguel e vuez hac e fortun. Piou en devize soutenet ar Religion ma o devize crenet an Ebestel dirac an Tyrantet ?


————