Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Yan Damasceen

Eus Wikimammenn
◄   Pii V Yan Damasceen Stanislas, escop ha merzer   ►


Ar c’huec’hvet devez a viz Maë.


SANT YAN DAMASCEEN.


————


Ar Sant-mâ, guinidic eus ar Guær a Damas e Syrii, goude beza en em rentet habil er squianchou humen ha divin, ha beza trec’het adversourien an Ilis dre e Scridou leun a nerz hac a loquanç, a guitaas ar bed hac e vadou, evit en em retira en deserz dindan direction ur Religius ancien, pehini en devoa ur simplicite vras, mæs ive cals a experianç.

Ar religius-se a roas, dezàn er goumançamant an intructionou-mâ : da guenta lacât evez ne raze netra eus e volontez propr ha na antreprenze netra heb cuzul. D’an eil, chasseal eus e speret an oll songesonou eus ar bed. D’an drede en em zisfiziout bepret anezâ e-unan, ha beilla var e inclinationou. D’ar bevare n’en em occup-ze, na ne barlant-ze nemet eus ar pez a alle e renta santeloc’h. D’ar bemvet, ne zesiret na visionou, na revelationou, na donezonou dreist-ordinal. D’ar c’huec’hvet, ofri alies da Zoue e labour, e boaniou, e silanç hac e Oræsonou. Ar fidelite gant pehini e viras an avizou mad-ze, a reas dezàn ober e neubeut amser ur profit bras er vertuziou.

Ar Religius ancien-ze, pehini ne glasque nemet renta bemdez parfetoc’h e Zisquibl, ha mouga ennàn an amour propr, er c’hassas e Quær da verza ur bec’h panerou, hac a lavaras dezâ goulen anezo ur pris pehini a oa diresoun. Partial a eureu rac-eon heb respont netra : ar pris a c’houlennas eus e banerou a reas ma oue quemeret evit un den sot ha ma oue goapeet gant ar bopl. Distrei a eureu gant joa d’e Ermitaich, e pelec’h e continuas da gundui ur vue humbl ha mortifiet.

Ar Religius ancien a lavaras dezàn erfin e oa deut an amser da lacaat da dalvout an doneson en doa recevet digant Doue, en ur scriva a enep Adversourien an Ilis, hac en ur drec’hi dre e Scridou an Heretiquet nevez. Ar Sant a recevas ar gourc’hemen-ze evel un urz eus an Eê. Composi a reas Levriou excellant evit souten ar Feiz, ha cals a Levriou a zevotion leun eus a un onction divin, ispicial pa barlant eus a excellanc, hac ar gallout eus ar Verc’hes Glorius Vari.

An Escop a Jerusalem, o veza aznavezet milid bras ar Sant-mâ, èn obligeas d’en em renta Bælec, mæs ne vevas quet pell amser goudese. Clènvel a eureu hac, uset e binigennou hac e labourou, e varvas var dro ar bloaz 770, oaget ouspen pevar-uguent vloas, ha respeteta neuse evel unan eus an habila ha santel a Tadou eus an ilis.

Maximou Spirituel,
Tennet eus a euvrou Sant Yan Damasceen.

1. An nep a ra an alusen a ro neubeut a dra hac a receo cals ; rei a ra ur scoed, pe neubeutoc’h, hac e receo ur Rouantelez.

2. Piou bennâc a ro d’ar paour, a ro da Zoue, ha gant ur profit bras.

3. Evit en em viret dious pep pec’het ne faut nemet songeal er bresanç a Zoue, ne faut nemet consideri peguer caër eo ar vertuz, ha penaus ar bligeadur sansuel a dremen en ur moument.

4. Ar sonch eus ar maro hac eus an tourmant eternel, destinet d’ar pec’het marvel, a so ur brid crê evit derc’hel an inclinationou fall, sansuel ha lubric.

5. An traou fachussa, pere a erru gueneomp er bed-mâ, a so bepret profitabl deomp, mar queromp ober un usaich mad anezo.

6. Mar douc’h attaquet gant an orgouill, pe temptet d’en em istimout muy evit ar re-al, na varnit den, mæs en em gonsiderit piz oc’h-unan, hac e teufot d’en em humifia, ha d’en em gonsideri evel an distera eus an oll.

REFLEXION.

Petra so caëroc’h ! Petra edifiantoc’h eguet guelet unan eus ar santela ha brassa Doctoret eus e amser o tont d’en em lacaat dindan direction un Hermit simpl, pehini a zifennas outâ pell amser pep seurt studi, hac en dalc’has er simplicite eus ur c’hrouadur ; Mæs pebes tènsor n’en deus quet roet d’an Ilis Sant Yan Damasceen en ur veva er Solitud hac en devaligen ? Pebes sclerigen n’en deus-èn quet leset en e Scridou admirabl, pere o deus servichet da drec’hi quement a Heretiquet, ha quen alies a errol.

Oc’h en em renta humploc’h, n’en em rentet jamæs inutil, mæs quent capaploc’h da ober traou bras evit Doue hac evit an nessa.