Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Ronan

Eus Wikimammenn
◄   Liberat Sant Ronan Erasm   ►



Ar c’henta devez a viz Even.


SANT RONAN, ESCOP.


————

Sant Ronan, guinidic eus a Irland, a vilitas dre e vertuziou bras beza lequeet da Escop en e vro. Evel ma oa leun a vadelez hac a garantez evit e bobl, ha ma en em acquitte gant zêl ha gant frouez eus an oll deveriou, e garg, e voa istimet hac enoret, non pas hebquen en e Escopti, mæs c’hoas dre an oll Irland ; mæs e humilite ne alle quet soufr an enoriou-ze a renter dezàn a bep-tu ; a hent-all, evel ma en em sante douguet da bellât dious ar bed evit eundui er solitud ur vuez humbl ha mortifiet, hac en em rei oll d’ar gontemplation, e quemeras erfin ar resolution da cench bro.

Ambarqui a eureu evit dont e Breiz e pelec’h e songe beza diaznavezet. O veza arruet var douar Leon, en em dennas en ul lec’h pehini a zoug bremâ e hano, hac a hanvet Loc-Ronan ar Fanq. An douçder a gave en e solitud a oa quer bras ma en devize aichuet eno e vuez, pa-ne-vet ma oue disculiet e Santelez, dre ar brud eus e viraclou, en hevel-fæçoun ma teue bemdez tud clàn pe languissant d’e gaout : ar pez a ree ma voa enoret muy evit biscoas.

Ar Sant, pehini ne glasque bepret nemet tec’het dious an enoriou, en em retiras neuse secretamant en ur c’hoad bras e Querne, hanvet coad-nevet. Sevel a reas eno un Hermitaich hac ur Chapel vian, gant ar sicour a roas dezâ un den mad divar ar mæs, hac en em rei a eureu oll d’ar gontemplation eus an traou celestiel ; cousgoude ne reüse quet rei avisou mad da guement hini a zeue d’e gaout. Cals a dud a yee evit profita eus e instructionou santel, ispicial an den en devoa-èn sicouret da sevel e Hermitaich, pehini en em blige quement oc’h e glevet ma yee liessa ma alle d’e c’hezlaou, ha n’er c’huitee morse nemet gant queuz, en despet da guement a lavare dezàn e bried pehini a oa drouc-contant a-se. Ar vreg diræsoun-se a yeas meur a veich betec Hermitaich ar Sant evit e insulti. Souffr a ree gant ur batiantet capabl da ober dezi aznaout he faut, ma e devize intentet ræsoun. Ar vreg-se erfin, poulset gang ur valiç estranch, en accusas eus a draou horrubl dirag ar Roue Gralon, bete assuri ez oa sorcer ha magicien. Mæs Doue a bermetas ma oue aznavezet ar fallagriez eus a guement e devoa avancet. Ronan n’en em gountantas quet d’e fardonni a galon, goulen a eureu c’hoas graç evit-hi, hac e obteni a eureu.

Erfin ar Sant-mâ o veza deut da vervel, goude beza roet exemplou bras a vertuz ha græt cals a Viraclou en e vuez an Duguet a Vreiz a reas sevel en e enor un Ilis caër e pehini e oue lequeet e Relegou. Un darn vras anezo a roe transportet goudese d’an Ilis Gathedral a Guemper.

REFLEXION.

Sant Ronan a oa humbl ; biscoas ne glascas en e vuez nemet tec’het dious an enoriou, ha cuza e vertuziou. Mæs peguen dallet oump-ni gant ar vanite, ni pere a gar quement hor gloar propr, hac a glasq alies an istim ha meuleudiou an dud bete en euvrou mad a reomp. Pebes dallentez coll evelse evit un neubeut avel pe un neubeut moguet, ar milit hac ar recompans eus hor guella actionou.

Eil Reflexion. An humilite parfet a ra ma soufrer gant joa an injuriou, ar c’halomniou, evel m’en deus græt ar Sant-mâ hac un infinite a reall. Ma n’hon eus quet avoalc’h a vertuz evit o souffr gant joa, ez-oump obliget da neubeuta da veza humbl avoalc’h evit o souffr gant patiantet. Mar rentomp eta injur evit injur, pe mar dalc’homp ur gassoni secret en hor c’halon, e tleomp songeal ez-oump superb hac orgouillus.

Evit en em zisposi hac en em gouraichi da souffr gant patiantet, gant peoc’h, ha memes gant joa an injuriou a reer pe a leverer deomp, n’hon eus nemet consideri ez int ur nemed bras a-enep hon orgouill ; penaus, o veza pec’herien, ne vilitomp quen tretamant ; ha penaus e renquer tremen dre eno, evit beza hènvel ous Jesus-Christ, hac ous ar Sænt.


————