Buhez ar Sent/1837/Erasm
Sant Erasm, pehini a hanver ive Sant Elm, a voa guinidic eus a Vro sao-Heaul, hac a vilitas dre e vertuziou ar Garg a Escop ; mæs ar c’hanton-ze o veza bet distruget dre bersecutionou an Ampalaer payen, ar Sant-mâ en em dennas en deserz var menez Liban. Cundui a reas eno ur vuez quer mortifiet ha quer santel ma teuas da veza an admiration eus ar c’harter ; ha quement den clàn a receve e venediclion a receve ive soulageamant.
An desir bras en devoa da c’hounit eneou da Zoue, a reas dezâ sortiat eus an deserz evit mont da Brezec d’ar Bayanet eus ar guær a Antioch. An Ampalaer o veza græt e arreti a reas e dourmanti gant crueldet ; ober a eureu da guenta e scourgea gant correennou. Ar Merzer santel a anduras an tourmant-se, non pas hebquen heb en em glem, mæs c’hoas gant joa. An tirant a ordrenas goudese arrousi e gorf gant souffr ha plomb teuzet, mæs Doue er preservas a zrouc : an hanoïou santel a Jesus hac a Vari, pere a invoque epad ma en tourmanter, en rentas insansibl d’ar boan ha d’an anquen.
Ur burzud quer bras na ampechas quel an Tirant obstinet da rei urz d’e gaç d’ar prison ; mæs dilivret e voe ac’hano gant un Æl, pehini a ordrenas dezàn tremen ar mor. Ar Sant, o veza arruet er Guær a Formy, a brezegas ar Feiz d’ar bobl ar c’hanton-ze ; ha goude beza græt eno meur a Viracl, hac un nombr bras a Gonversionou, ez eas da receo en Eê ar Gurunen en devoa militet. Mervel a eureu er bloaz 303.
E Gorf santel a oue transportet, var dro ar bloas 840, eus ar Guær a Formy da Gayet, e pele’ch er c’honserver gant cals a respet. Ar Miraclou bras en deus græt Doue dre e intercession o deus-èn brudet dre an oll Carteriou eus ar Bed. Ar Vartolodet ispicial hac ar Merdaïdi a zeu d’e invoqui a-enep an tourmant, hac an dangerou-all eus ar mor.
Ar Sænt a zeu da santout ur joa sansibl, ur bligeadur delicius er prisoniou, hac e creiz an tourmanchou ; jouissa a reont eus ur peoc’h interior, hac eus a ur gonsolation vras etouez an outraichou hac an humiliationou, elec’h ma teu tud ar bed da zouguen e goelet o c’halon an troubl, ar chagrin hac ar c’huervger betec o Palesiou caër, en assambleou pompus, hac en divertissamanchou brassa.
Ar bed n’en deus nemet ur joausdet apparant ha tromplus ; hac ar guir beoc’h eus ar galon, ar joa bur, pehini a rent ar galon countant, ne d’eo nemet evit guir servicherien ha servichereset an autrou Doue.
Eil Reflexion. An Hanoïou santel a Jesus hac a Vari pere a brononce ar Merzer glorius-mâ en e dourmartchou, er soulage en hevelep-fæçoun ne sante quet e boan. Pa ve an Hanoïou Sacr-mâ gravet er galon e caver, oc’h o frononç, cals a gonsolation hac a sicour e pep danger hac e pep necessite.