Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Liberat

Eus Wikimammenn
◄   Isaac, Hermit Liberat Ronan   ►


An unan-ha-tregont a viz Maë.


SANT LIBERAT, MERZER.


————


Liberat, Medecin habil a Gartage, den vertuzus hac a exempl vad meurbet, a oa consideret evel tad ar beaurien en amser eus ar bersecution a reas d’an Ilis Huneric, roue ar Vandalet, pehini a ioa un heritic aheurtet, ac un tirant quer cruel ma reas mervel dre ar c’hruela tourmanchou ouspen pevar c’hant mil merzer.

An tirant-se o veza ordrenet lemel o bugale digant ar gristenien catholiq, evit o elevi etouez an heritiquet, Liberat en devoe ar glac’har da velet tenna digantàn daou vab en devoa. E bried pehini a ioa ur vreg a vertuz hac a gouraich, oc’h er guelet trist, a lavaras dezâ : penaus eta, Liberat, a c’hui falfe deoc’h coll hoc’h ene dre ar garantez oc’h eus evit ho pugale ? Na songit muy enno quen neubeut evel pa ne vent bet biscoas er bed : Jesus-Christ, dre’n abec da behini o lamer digueneomp, en devezo sourçi anezo. Liberat, o velet couraich e bried, en em rassuras : chom a eure e peoc’h var boes e vugale, ha ne songeas muy nemet d’en em brepari da vervel evit ar Feiz.

Neubeut amser goudeze e oue prisonniet an daou bried santel-mâ. O separi a reseur an eil dious eguile, hac evit aessaat trec’hi o c’houraich ne oue espernet netra, nagoall-dretamant, na dromplerez memes. Dont a rezeur da lavaret d’ar vreg penaus he fried en devoa en em soumetet da urz ar Roue, ha penaus en devoa cenchet Religion. Ar c’hêlou-ze a reas poan dezi, mæs ne rezont quet coll couraich : clasq a reas ar voyen da goms ountâ, hac e gaout a eureu. Neuse e lavaras dezàn en ur vouela : Ha possubl eo e vec’h-hu bet maleürus avoalc’h evit renonç d’ho Toue ? penaus eta, evit conservi ur vuez quer fragil, ha c’hui fell deoc’h en em goli epad un eternite ? Liberat, o santout an dromplerez eus an heretiquet, a respontas dezi : Guelet a ràn penaus adversourien Jesus-Christ a so bet falluer avoalc’h evit publia em be renoncet d’ar Feiz, mæs en em rassurit ; netra na veso capabl da oher din cench Religion : sacrifiet hon eus pep-tra dre garantez evit Doue, hor madou, hor bugale hac an oll commoditeou eus ar vuez, deomp da sina gant hor goad Divinite Jesus-Christ ; esper am eus e accordo deomp ar c’hraç da aichui souden hor buez dre ar Verzerinii.

An tirant, squiz oc’h o guelet o daou bepret ferm er Feiz, o c’hondaunas d’ar maro gant cals a gristenien-all pere a edo er memes prison : ar pez a oue executet er bloaz 484.

REFLEXION.

Sant Liberat a gare meurbet e zaou vab, mæs ar garantez en devoa evit Doue a oa treac’h d’an hini en devoa evit-o : guell oue gantàn beza separet dious e vugale, coll e vadou hac e vuez eguet ober netra control da lesen Doue. Cetu a-se ur merq eus ur guir garantez hac eus ur garantez parfet. Mæs ha ny a elle cridi gant guirionez hor be carantez evit Doue, ny pere ne fell quet deomp en em briva evintâ eus a bligeadurezou væn ar bed, alies dangerus ha criminal memes.

Ret ê caret Doue : ur virionez eo inspiret deomp gant an natur, ur virione eo desquet deomp gant ar resoun : ar c’henta eo hac ar brassa gourc’hemen a ra Doue deomp. Hor c’haret en deus a bep eternite, hac hot c’harga a ra e pep moumet eus e zonæsonou. Hac e oa ret, o va Doue, goude quemense ho pize coumandet din ho caret ? Ha ne oa quet avoalc’h e bermeti din ? Cousgoude c’hui er permet hac en ordren din : ma alya a rit d’ho caret tire recompansou eternel : ma gourdrous a rit eus a boaniou diremed ma n’ho caràn quet ; ha c’hoas n’am eus-me quet a garantez evidoc’h, sioas din !

Ne d’ê quet avoalc’h lavaret da Zoue dre hor c’homsou penaus er c’haromp, rêt ê disquez hor c’harantez dre hon euvrou, hac e tleomp beza bepret disposet da goll quement mad hon eus er bed, hac ar vuez memes, quent evit coll e garantez. Hac hounes ê an disposition eus hor c’halon-ny ? Ha ma ne d’e quet, pebes maler evidomp ? Ar garantez a so un donæsoun a Zoue, ret o eta e goulen gant fervor ha gant humilite.

Leveromp evel Sant Augustin, gant santimanchou a gomponction hac a c’hlac’har. Pebes displigeadur am eus-me, o va Doue ha va C’hrouer, da eza bete vremâ caret quement ar bed hac ar grouadurien ha da veza ho caret quen neubeut ! Re diveat am eus ho caret, quenet bepred ancien ha bepret nevez : re bell amser am eus hoc’h offanset, madelez bepret din da veza caret, ha bepret dispriget guenê, sioas din ! Mæs gant ar sicour eus ho craç ne heanin hivisiquen d’ho caret, d’ho meuli, d’ho servicha.