Buhez ar Sent/1837/Isaac, Hermit

Eus Wikimammenn
◄   Marc, Hermit Isaac, Hermit Liberat   ►


An tregontvet devez a viz Maë.


SANT ISAAC, HERMIT.


————


Ar Sant-mâ guinidic a vro sav-heaul, ne voa quet quent deut an oad da Frecanti ar bed, ma teuas da aznaout ar vanite ac ar fragilite anezàn. Ar brud eus an Hermitet pere a gundue ur vuez quen edifiant en Egypt, a inspiras dezâ ar c’hoant d’o guelet, ac an desir d’o imita.

Goude m’en devoa admiret an dud extra-ordinal-ze, ar burzudou-ze a binigen, e pedas unan anezo d’e guemeret evit e zisquib. An Tad oc’h he velet quer yaouanc, a c’houlennas diganta petra ree dezàn dont en deserz, pe intantion en devoa ; ar ræson am digaç-me amâ, a respontas Isaac, eo ar memes pehini en deus o tigacet-hu, va zad : tec’het ha rân dious ar bed pehini so leun a zangerou evit ar silvidiguez ; hac e teuàn en deserz evit conservi an innocanç : guir eo ez oùn yaouanc, mæs dre-ze memes e pellaàn dious ar bed e pelec’h en em goll ar yaouanctis dre ar goal exempl. An Tad en recevas neuse, oc’h esperout e teuzze e Zisquibl da veza souden e væstr er vuez spirituel. Isaac ha brofitas quement en effet en ur scol quer mad, ma teuas dindan tri miz da veza par d’ar re santela eus an deserz ; tremen a ree gant e dad spirituel an darn-vuya eus an deiz ac eus an nos o vedita var guirioneou bras eus hon Religion ; ac e roe an nemorant amser eus an deiz d’al labour eb interrompi e oræson ; rac en ur labourat e ree da bep mare actou a garantez : ha dre ar voyen-ze e oa bepret e galon unisset gant e Grouer.

Goude ma oa bet daou pe dri bloaz gant an tad-se, Doue en inspiras d’en em retira en un deserz rustoc’h : eno e vevas pell amser, quent ec’his un Æl eguet ec’his un den mortel.

An ampalaer Valens, pehini a oa heretiq, o veza en em lequeet da bersecuti ar gristenien bete caç en exil ar santela Esquibien eus o amser, ar Sant-mâ a sortias eus e solitud, ac en em rentas e Constantinopl evit sicour ar Gristenien ac o c’hreaat er Feiz. An ampalaer, o veza en amser-ze var ar poent da vont e-unan gant un arme vras da gombati ous ar Golet, pere a oa tud barbar ac a ravage e stadou, Isaac a lavaras dezâ gant ul liberte santel : da belec’h e pretantit-hu mont, Prinç ? Discleriet oc’h eus ar bresel da Zoue, hac e pretandit trec’hi a barbaret : n’ema quet Doue en tu gueneoc’h aba ma zouc’h en em revoltet en e enep : Doue eo en deus lequeet ar Gotet da rebelli ouzoc’h, dre ma oc’h eus chasseet eus o escoptiou ar pastoret santel, pere a laboure gant ur zel quen ardant evit e c’hloar ac evit gloar an ilis : ma ne brige quet ober attantion ous ar pez a lavaràn deoc’h abers Doue, e tiscleriàn deoc’h penaus ho pezo ar maleur d’en em goll gant oc’h arme. An ampalaer en ur zisprijout an avis mad a roe dezâ, a ordrenas e zerc’hel er prison bete e zistro eus ar bresel, hac a lavaras dezàn dre e goler : distrei a rin evit ober da lacaat d’ar maro evel ur fals profet. Ar Sant a voe prisonniet, ac an ampalaer a bartias evit e valeur ; car lazet e voe er gombat hac e arme a voe distruget.

Quentre ma teuas ar c’hêlou eus an arme, e voe roet e liberte dan Den santel, pehini a fallas dezâ distrei d’e hermitaich ; mæs an habitantet a Gonstantinopl er pedas da chom gant-o, ha sevel a resont evintâ un ty emeas a Guær. En ty-ze e continuas, en despet d’e oad bras, ar memes mortificationou evel ma en devoa pratiquet en desert, ac eno e varvas, var-dro ar bloaz 400.

REFLEXION.

An Hermit santel-mâ a avertissas an Ampalaer eus ar maler a behini ez-oa gourdrouset ma na zeuze da repari an drouc en devoa græt, ha d’en em gonvertissa. Ar Prinç-se a reas goap eus an avis mad a roe dezàn ar Sant, ac en em gollas. Pebes regret, pebes queuz n’en devezo quet eternelamant ar Prinç maleürus-mâ da veza dispriget ar c’hraç diveza-ze a roe Doue, dezàn ! Peguement a dud a so en ifern, sioas dezo ! Evit beza dispriget un avis mad roet dezo gant un tad pe ur vam, gant ur mestr, gant o c’hoessour pe gant o fastor ?