Buhez ar Sent/1837/Marc, Hermit
◄ Germen, escop eus a Baris | Marc, Hermit | Isaac, Hermit ► |
r Sant-mâ guinidic a Syrii n’en devoa quet quent
aznevezet peguen leun eo ar bed a zangerou evit an
ene ma pellee dious an oll occasionou pirillus ha
dious compaignunez ar re e pere e remerque nebeut
a zevotion ; n’en em gountantas quet memes a guemense,
quemeret a reas c’hoas ar resolution da vont
da glasq ul lec’h sur evit conservi e innocanç.
Ar reputation vras eus an hermitet santel a bere ez oa carguet an Egypt, a reas dezàn partial heb dale evit mont en Desert, e pelec’h en em daulas etre divrec’h un Abad santel hanvet Silvan, oc’h e suplia de receo etouez e zisquibien. Silvan, den ancien ha resptabl, pehini en devoa tremenet casi e oll vuez en deserz, hac en devoa cals a experianç, a c’houlennas digantâ pe intantion en devoa en ur zont en deserz. Marc a respontas penaus e teue da glasq ul lec’h e pehini e vize en asuranç a-enep adversourien ar silvidiguez, ha da glasq ur Mæstr a zisquezze dezàn guir hent an Eê. Ret eo, eme Silvan, ober amâ ar sacrifiç eus ho polonte propr, evit na reot muy nemet bolonte Doue, peini a vezo bepret merquet deoc’h dre hini ho Superioret. E ober a ràn, va Zad, emezàn, ar sacrifiç-se a greiz va c’halon, hac eus a vremâ e prometàn n’en bezo muy quen bolonte nemet hoc’h hini.
An Abad o velet e zisposition vad, ne zaleas quet da rei dezàn an Habit. Ne oue quet quent recevet etouez ar Religiuset, ma teuas da veza ar sujet eus o admiration. E fidelite d’en em acquita eus e oll deveriou ac e ferveur en oll exerciçou a servichas souden da squêr d’ar re fervanta. Quement e castye e gorf, ma seblante penaus ar rusta mortificationou a ree e vrassa pligeadurez. D’ar c’henta taul eus a c’hloc’h evit un exerciç bennâc, e quitee pep tra evit en em renta prount : mar en devize memes coumancet scriva ul liser e lese heb e aichui.
Ouspense e galon a oa antieramant distag dious quement so er bed. E vam o veza deut un devez gant un draïn vras d’ar Gouent evit caout ar gonsolation d’e velet, an Tad Abad a lavaras dezâ mont d’e saludi. Obeissa a reas ; hac evel ma edo occupet er mare-ze er gueguin, ez-eas d’an or gant e davancher, hac en ur iselaat e zaoulagat, e lavaras ar c’homsou-mâ hebquen : Pidi a ran an Autrou Doue d’o carg a eus e venedictionou ; ha quer buan he tistroas d’e labour. Evel ne voe bet anaveet na gant e vam, na gant nicun eus e c’hompaignunez, e voe pedet an abad adarre eus a bers e vam da bermeti ma teuze he map d’he guelet. An Abad pehini ne vouïe qujet ar pez a oa digoueet, a ordrenas dezàn mont. Ar Sant, veza ispliquet dezâ ar pez en devoa græt, er pedas d’en exanti da vont en eil gueich. An Abad a admiras vertu e Zisquibl, ac a reas lavaret d’e vam penaus an hini e devoa guelet en or oa he map, ha penaus e fede d’en em gontanti a guemense, mar boa moyen. E vam e devoe queuz dre n’e devoa quet gallet en em antreteni un nebeut gantàn ; mæs ar re-all pere a oa en e c’hompaignunez, a oue edifiet meurbet, a ne elzont quet meuli avoalc’h santelez ar soliter yaouanc.
Erfin ar Sant-mâ goude beza roet d’e Vreudeur exemplou bras eus ar vertuziou caëra, a varvas yaouanc, var-dro ar bloaz 380.
Peguen agreabl ê da Zoue ar vertuz hac an obeissanc. Peguen avantajus ef-y d’an den ! Beza ez-e ur sourcen abondant a c’hrâcou. Ar guir obeissant a so bepret e peoc’h, bepret contant, ha bepret victorius. An nep ne zesir ha ne ra nemet ar pez a-fell da Zoue a so parfet. Cetu a-se ar pez en devoa comprenet mad ar soliter santel-mâ, hac ar pez en deus-èn rentet Sant.
An nep en em denn dious an obeissanç, en em denn dious ar c’hraç ; e lec’h ma vanq an oboissanç, en em gaf an disurz. Hac oboissa a reomp-ni eta da guenta da Zoue oc’h en em soumeti d’an urz eus e brovidanç varnomp, hac en ur accomplissa e volontez merquet deomp dre e c’hourc’hemennou ha dre e inspirationou ? Hac oboissa a reom-ni d’an Ilis ha d’ar re da bere en deus roet Doue autorite da gommandi deomp ? Oboissa a reom-ni d’hor Superioret en ur observi fidelamant ar Reglennou o deus græt evit hor gouarn ervad ? Oboissa a reom-ni d’or c’hoessor, oc’h heulia fidelamant an avisou mad a ro deomp evit trec’hi ar goall inclinationou, ac evit assuri hor silvidiguez ? Hac oboissa a reom-ni d’hor Superioret temporel, d’ar Roue ha d’ar re a labour dre e urz ? Miret a reomp-ni o lesennou ? En em soumeti a reomp-ni d’o ordrenançou ?
Consideromp Doue e personaich hor Superioret ; oboissomp dezo evel da Zoue memes ; eus anezo eo en deus lavaret an Autrou-Doue : Piou bennâc ho chezlaou am chezlaou-me ; piou bennâc ho tispris am tispris me.