Buhez ar Sent/1837/Prim ha Felicien
◄ Medard | Prim ha Felicien | Mac’harit, guerc’hes ha merzeres ► |
An daou Sant-mâ a oa breudeur, ha guinidic eus a Rom. Goude ma voant bet convertisset d’ar Feiz, gant ar Pap Felix, e labourzont o-unan epad tregont vloaz gant zêl, ha gant frouez, da broculi d’ar re-all ar memes eur-vad. Mæs an amzer o veza deut ma tlient glorifia Doue dre o maro, e voent arretet dre urz an Ampalaer Dioclitien. Quentre ma o guelas an tirant-ze, e comsas out-o gant ur visaich colerus : songit, emezân, penaus ne deus evidoc’h nemet tourmanchou, hac ar re vrassa, mar manquit da vont var an heur da adori hon Doueou. Respont a resont e oant resolvet da rei o goad hac o buez evit ar Feiz.
Var ar respont-ze e ouent conduet d’ar prison, carguet a chadennou, hac e voe roet urz d’ar barner da ober dezo o froces. Un æl o c’honsolas en o frison, hac er memes moumend en em guefsont dilivriet dious o chadennou ; neuse e leversont : meulet ha benniguet ra viot, Tad a visericord, ha Doue a bep consolation, da veza pliget consoli ho servicherien, ha terri o chadennou, evel a resoc’h gueichal e faver Sant Per : pa hoc’h eus roet deomp ar memes graç, roït deomp ivez ar memes couraich hac ar memes constanç, en tourmanchou.
Ar barner, oc’h esperout dont æssoc’h a-se a benn anezo, pa visent separet an eil diouz eguile, a ordrenas digaç dirazâ Felicien e-unan ; mæs evel ne alle quet quen neubeut er fæçoun-ze e drec’hi, a reas e scourgeza gant crueldet ; ha goude beza græt e staga dre an treid ha dre e zivrec’h ouz ur post, e comsas a gostes ouz Sant Prim, da behini e lavaras : ho preur Felicien en deus oboisset da urz an Ampalaer, hac en deus recevet-e c’hraç, bezit quer fur hac èn, hac e recefot ivez oc’h hini ; Sant Prim a respontas : oboisset en deus d’an Ampalaër eus an Eê, non pas d’an hini eus an douar. Gouzout a ràn petra en deus anduret, ha gant pebes couraich en deus souffret, hac esperout a ran, gant graç Doue, ne vezin quet neubeutoc’h fidel, na neubeutoc’h couraichus evintâ.
Ar barner a ordrenas neuse ma vize exposet an daou vreur d’al leonet evit beza divoret, mæs al leonet-ze ne resont nemet gourvez ehars treid an daou verzer santel, heb noasout dezo e fæçoun ebet. Ur miracl quer bras a gonvertissas pemp-cant famil eus a Rom. Mæs an tirant a chommas bepret ostinet, hac a reas dibenna an daou vreur santel. O merzerinti a erruas er bloaz 287.
Doue en deus consolet a couraichet an daou verzer santel-mâ en ho zourmanchou. En em roomp-oll da Zoue, ha Doue a vezo oll evidomp. Seul vuy ma andurimp a boan, ma vezimp affliget, ma vezimp abandounet gant an dud, seul-vuy e teui Doue d’hon c’harga eus e faveriou. Doue eo ar mignon fidel ha constant, pehini ne abandoun morse ar re er c’har.