Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Mac’harit, guerc’hes ha merzeres

Eus Wikimammenn
◄   Prim ha Felicien Mac’harit, guerc’hes ha merzeres Barnabas   ►


An decvet devez a viz Even.


SANTES MAC’HARIT, ROUANES.
————

Ar Santes-mâ guir exempl ha squêr an Introneset hac an oll merc’het Cristen, a oa Merc’h-vian da Edmond, roue a Vro-Saus. Biscoas ne oe remerquet en ur Brinces yaouanc caëroc’h dispositionou evit ar vertuz ; en he yaouanctis n’en em blige nemet oc’h ober oræsoun, hac o lenn levriou a zevotion ; ha mar e devize heuliet he inclination, e vize chomet epad an deiz var he daoulin dirag ar Sacramant adorabl. He zevotion evit an Itron-Varia a voa ive quer bras ma vize tenereet e c’halon en ur glevet hepquen prononç an Hano a Vari.

Ar guiscarnanchou caër hac ar vaniteou gant pere eo dallet an darn vuya eus an dud yaouanc, ne bligesont morse dezi : ar vertuz a voa bepret he ornamant caëra. Pa vize lavaret dezi ez oa he guiscamant re simpl ha re dister evit ur Brinces evel-dy, e responte penaus ur Brinces gristen na dlie quet clasq en em zistingua dious ar re-all dre ur viscamant caër ha pinvidic, mæs dre he modesti hac he furnez. Beza e devoa ive d’an oad-ze ur garantez quen tener evit ar beaurien ma voa aznad penaus e vize un deiz o mam hac o c’honsolation.

Ar brud eus he furnez hac eus he vertuz o veza græt d’ar Roue eus a Scoss e goulen evit pried, e assantas evit pligeout d’hé c’herent. Evit-hi da veza rouanes, ne ziminuas netra eus he exerciçou a zevotion : ha biscoas ne fallas dezi en em discarga var ar re-all eus a sourci he bugale : o instrui a ree e-unan, disqui a ree dezo lenn, gant un douçder hac un attantion evel pa ne devize bet quen da sourcia. Lacât a ree dreist pep tra he studi da ober dezo santout peguen tromplus ha peguer faus eo ar brillant eus a an enoriou an douar, en ur rei dezo da gompren ar vanite hac an neant eus a c’hloar ar bed. Evelse ive he oll bugale a oa quen devot na vize hanvet ar famil royal nemet ar famil gristen.

Ar Roue ravisset o velet he speret hac he frudanç, ne antreprene affer ebet important heb beza quemeret he avis. Ar Santes a brofitas eus ar fizianç-ze en devoa enni, evit e engagei da ober renta justiç vad en e Rouantelez ; da rei ordrenançou evit gloar ar Religion, evit eürusdet ha repos ar bobl, evit arreti un infinite a zizursou, pere a oa commun a bell-amzer.

Ober a reas rapari cals a Ilisou, ha sevel meur a hini a nevez ; hac e felle dezi e vize caër ha precius quement a serviche d’an Offiç divin. Founta a eureu gant ul liberalite royal meur a hospital evit soulageamant an dud paour, evit pere e devoe epad he vuez ur garantez hac un deneridiguez vras, oc’h o c’haret evel he bugale. Ec’his ar beaurien e c’honsidere ivez evel o Mam, ne sortie jamæs na vize en dro dezi un nombr bras anezo, da bere e distribue e-unan dre he dorn propr he chariteou.

Bemdez abars lein e roe da zibri da nao c’hrouadur paour, ha da bevar var-nuguent eus ar re vras, pere a serviche e-unan, ha dibaut gueich e vanque da bratica en hospitaliou, ur penn bennâc eus an deiz, œuvrou a garantez ar re humilianta ê quêver ar re glàn.

Quement a labouriou diffarant ne vire quet outi na gleve bemdez diou pe deir Oferen. Ouspen-ze e save bepret e creiz an nos evit lavaret Offiç Passion hor Salver, hac Offiç an Itron Varia.

O caout erfin ur pressantimant secret eus e maro, en em disposas dre ur goession general, hac e recevas ar Sacramanchou gant un devotion conform da santelez he buez. Mervel a eureu er bloaz 1093.

Biscoaz Rouanes ne voe regrettet muyoc’h gant pep-unan, hac ispicial gant ar re baour, pere a vouele dezi evel d’o mam brop.

REFLEXION.

Ur Rouanes pehini en deus an emmel eus ur Rouantelez, a guemer ar sourci da instrui e unan he bugale, ha memes d’o zisqui da lenn ! pe seurt iscus a gavo dirac Doue ar mamou pere a lavar n’o deus quet amser da instrui o bugale : ha pere n’o deus quet sourci d’o c’haç d’an Instruction pe d’ar c’hatechis ; hervez an Abostol Sant Paul, goassoc’h int evit an infidelet.

Eil Reflexion. Ur Princes a zoug bepret ur viscamant simpl ha modest ! Pe seurt digarez a allot-hu da zigaç evit iscusi ho vanite, pe hoc’h immodesti ?

Trede Reflexion. Ur Brinces yaouanc, leun a furnez, bumbl memes bete var an Tron, bepret Cristenes, bepret servicheres da Jesus-Christ, pried leun a vertuz, mam a exempl vad, Rouanes leun a vadelez evit an oll, ha leun a druez ous ar re baour ! Pet suget a reflexion na guevomp-ni quet en ur vuez quer santel ?


————