Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Medard

Eus Wikimammenn
◄   Clauda Medard Prim ha Felicien   ►


An eizvet devez a viz Even.


SANT MEDARD, ESCOP.
————

Ar Sant-mâ, guinidic a Vermandez, hac eus ur famill distinguet-bras, en devoa a vianic ur garantez quen tener evit ar beaurien ma roe dezo alies e vara. Epad ma edo er studi, e vize bepret cavet en e gambr pe en Ilis ; ha, goude beza en em rentet bælec, e teuas souden da veza an exempl hac an admiration an oll dud a Ilis. O veza, bet carguet da instrui ar bobl ha da brezeg, er greas gant quement a frouez ma oue remerquet ur cenchamant caër er c’hanton, ha dre-ze ivez e voe choaset evit Escop eus ar guær a Vermand. Ar Pastor santel a oa sourcius-bras da visita e bopl : o instrui a ree gant ur zêl infatigabl, hac o gonsoli meurbet en ur rei bac en ur gag ar Sacramanchou da guement hini o goulenne pe a zesire o receo digantâ.

Ar c’harter tro-var-dro o veza bet ruinet gant ar Vandalet, e sicouras cals ar bobl, hac e roas sclær da aznaout petra a ell ober ur pastor charitabl ha carantezus.

Evel ar guær a Vermand a oa exposet da billaich ar barbaret, ha ma teue an darn-vuya eus an habitantet d’e abandouni, evit clasq o surentez e lec’h-all, ar Sant-mâ a zeuas da ober e zemeuranç er guær a Noyon, hac a reas a nezi ar guær Episcopal. An desir ardant en devoa da c’hounit eneou da Zoue, a reas dezâ labourat gant cals a fatig evit conversion ar bayanet eus ar c’hanton ; mæs an dud miserabl-ze, pell dious caout obligation dezan, ne glasquent nemet en em zisober anezâ. Meur a veich e falvezas dezo lemel e vuez digantàn ; e injuria a rezont, e voal-dreti hac e stleja memes bete ar plaç preparet evit e lacât d’ar maro ; mæs Doue pehini a felle dezâ en em servichout eus anezàn evit o c’honversion, na bermetas quet e teuzzent da executi o dessein maleürus. Ar Sant n’en em rebutas quet evit quemense-oll, hac e zêl o crisqui gant an difficulteou, e teuas a-benn da c’hounit an infidelet-ze dre e zouçder, dre e batiantet, dre e berseveranç, hac o c’honvertissa a reas-oll d’ar Feiz.

Erfin, carguet a c’hraçou en Eê, ha leun a vilidou, e varvas var-dro ar bloas 560, oaget a ouspen cant vloaz.

REFLEXION.

An douçder a zeu a benn da c’hounit ar c’halonou cria ha cruela. Ar Sænt oll o deus græt un istim vras eus ar vertuz-mâ hac o deus-hi pratiquet e pep occasion, evit imita Jesus-Christ, pehini a lavar deomp en e Aviel : disquit guenê penaus ez-oun douç hac humbl a galon.

Evit pratica, gant facilite hac e pep rancontr ur vertuz quer caër, ha quen agreabl da Zoue ha d’an dud, ez eo ret istimout ar re-all hac en em zisprigeout e-unan.


————