Buhez ar Sent/1837/Clauda
Ar Sant-mâ, guinidic eus a Franch-Comte, en amser ma edo c’hoas yaouanc, en em blige meurbet o lenn Levriou devot, hac a guemeras au Aviel evit reglen eus e vuez. An oll a voa soueset oc’h e velet appliquet hebquen d’ar studi ha d’an exercicou a zevotion, heb aznaout memes c’hoariou ar vugale eus e goridition.
D’an oad a uguent vloaz ne ree ordinal nemet ur pred bemdez, hac e cundue ur vues quen mortifiet evel un hermit en deserz. Ec’his m’en devoa a hent-all ur vertuz hac ur milit dreist ordinal, e oue græt Chaloni e Besançon, ha goudese Arc’hescop eus ar memes Quaer. Ebars ar Garg-ze ne espernas netra evit en em acquitta eus an oll deveriou ur pastor mad. Instrui a ree e bobl gant un douçder hac ur garantez pehini a c’houneze calonou an oll ; labourat a ree da unani ar re a oa e disantion ha da accordi ar re a oa e proces ; ha dre ar voyen-ze e lequeas ur peoc’h bras en e Escopti : ouspen-ze e oa protector au intànveset hac an orfelinet, ha Tad ar beaurien. Goude beza impliget an oll deiz o pourvei da ezomou spirituel ha corporel e bobl, e tremene un darn vras eus an nos en oræsoun evit obteni evintâ hac evit e oll Escopti ar venedictionou eus an Eê. E creiz e labourou aposloliq e oa quen unisset gant Doue, ha quen anflammet dre ar garantez divin ma en em ancounhac’hee eus an dibri hac alies e vize chomet heb tam ma ne vize bet sourci d’e avertissa ha d’e bressi da guemeret un dra bennâc.
Goude beza bet seiz vloaz Arc’hescop, e reas an diles eus ar garg enorabl-ze, hac en em retiras e Couent Sant Oyen evit labourat d’e sanctification, pell dious trous ar bed. Quentre ma erruas eno, e quemeras an habit a Religius ; hac adalec ar c’henta deiz e viras ar Reglen oll, heb souffr e vize douguet respet ebet dezàn evit e Zinite hac e Garacter Sacr. Biscoas ne oue bet cavet noviç ebet humploc’h na fervantoc’h, ar c’henta ez oa bepret en oll exercicou. Netra ne oa admiraploc’h nac exemplussoc’h eguet guelet un Arc’hescop quer bras o servicha ar Breudeur, hac o renta dezo ar servichou isela hac humilianta.
Da ben tri bloaz, Abad ar Gouent-ze o veza maro, e voe lequeet en e blaç en despet da guement ræsoun a ellas da lavaret.
Ar brud eus e santeles a reas da guement a dud dont d’en em lacaat dindan e zirection ma oue obliget da grisqui ar Gouent.
Oaget erfin var-dro seitec vloas ha pevar-uguent, goude beza gouarnet e Abati epad pemp bloaz hac hanter-cant, gant ur furnez leun a zouçder, ha beza bet ar gonsolation douç da velet ar fervor hac ar santelez o ren etouez e oll Religiuset, Doue a revelas dezâ an deiz eus e varo, pehini a erruas er bloaz 581.
Petra bennâc ma eus ouspenn unec cant vloaz abaoue e maro, e veler c’hoas e Gorf en e bez, heb corruption, en un Archet caër a drên an Auter vras eus an Ilis pehini a zoug e hano, ha poquet a rêr d’e dreit noas. Mont a ra ive dy cals a dud eus a bell meurbet e pelerinaich da enori ha da invoqui ar Sant.
An incorruptibilite miraculus eus a gorf ar Sant bras-mâ a denn cals a dud d’e Vez. P’eur e teui ar Miraclou eus e binigen hac eus e innoçanç da ober impression var hor sperejou ha var hor c’halonou ? P’eur e raïnt-y deomp aznaout hon lachentez hac hor miseriou ? Admira a reomp ar Sænt, o enori a reomp, mæs p’eur e teuimp-ni d’o imita ?