Buhez ar Sent/1837/Porfir
◄ Taræz | Porfir | Per Damien ► |
r Sant-mâ a oue ganet e Macedoân. E guerent e
instruas a vianic e dougeanç Doue, hac an oad ne
reas nemet creaat e vertuz. E sourci da derc’hel dious
ar gompaignunezou dangerus, e aquet da studia, hac
an horrol en devoa ous ar pec’het, a servichas cals
dezâ da gonservi e innoçanç.
D’an oad a bemp bloaz var-nuguent en em rentas Religius e Gouent Sete. Goude beza tremenet eno pemp bloaz er pratiq eus an oll vertuziou, ez eas gant conge e Superior da visita ar Plaçou Santel e Jerusalem. Clènvel a eureu, mæs peguer sempl bennâc e voa, ne vanque quet da visita bemdez al Lec’hiou Santel var bouez e vaz. Un den yaouanc, hanvet Marc, pehini en devoa carantez evit-àn, ha pehini en deus scrivet e vuez, a reas offr dezâ d’e sicour da guerzet, mæs ar Sant en reüsas, en ur lavaret ne dlie quet ur pec’her, pehini e voa deut er plaç-se evit obteni ar pardoun eus e bec’hejou dre ar binigen, quemeret un evelep soulageamant.
Da ben un neubeut goude, an den yaouanc-se souezet oc’h e velet dispos, a c’houlennas digantâ penaus e voa deut pare quer buan. En dez-all, eme ar Sant, o veza goasseet din, en em stlejis gant cals a boan bete Menez Calvar evit caout ar gonsolation da vervel er memes lec’h ma ze maro va Salver divin : beza em boe eno ur falligen epad pehini evel en un extaas e seblante din guelet Jesus-Christ er Groas, pehini a goumande d’ar Laër-deou dont d’am sevel : goude m’en devoa ma sicouret da sevel, e lavaras din mont da renta gracou d’am Salver ; neuse e redis da drugarecât Jesus-Christ : an extaas a dremenas, hac en em gaout a ris yac’h couls a biscoas.
Ar Patriarch a Jerusalem informet eus e vertuz, er greas Belec, d’an oad a zaou-uguent vloaz, hac a roas dezâ ar garg da viret ar guir Groas hor Salver.
E zêl ardant evit conversion an infidelet a reas souden e lacât da Escop er Guær a Gaze. Darn eus ar Bayanet, a bere ez oa un nombr bras er Guær-ze, a glascas meur a voyen d’e laza ; mæs e zouçder o disarmas, hac e santelez o c’honvertissas. Ober a reas distrugea Templ ar Bayanet ha brusuna o Doueou.
Etouez cals a Viraclou en deus græt en e vuez ar Servicher bras-mâ da Zoue, ez eo merquet penaus tri c’hrouadur yaouanc o veza couezet en ur punç, ar Sant o recoumandas da Zoue. Disquen a rezeur er punç, hac e voent caet o zri aseet var ur mein, heb drouc ebet.
Ar Sant-mâ a yeas da receo en Eê ar recoumpanç eus e labourou hac eus e boaniou, er bloaz 420, oaget a seiz vloaz ha tri-uguent.
Sant Porfir en deus distruget Templ ar Bayanet ha brusunet o Idolou, da lavaret ê, o Doueou faus. O exerciç caër distrugea demcuranç an Idolou evit sevel un Templ da Zoue ! Beza ez eus c’hoas, etouez ar Gristenien memes, tud pere a zeu da adori Diviniteou faus ; beza ez eus e calon cals a dud templou savet d’an Idolou, en ho calon-hu marteze, va breur ha c’hui va c’hoar. Petra sonch deoc’h-hu ez eo quen an ambition-ze pehini a so en ho calon, an desir direglet-ze evit ar pinvidiguezou, an attaich disordren-ze evit pligeadurezou ho corf ; Quen alies a viç hoc’h eus, quen alies a Idol a so en ho calon. Peguement a Bredicatoret fervant, peguement a Goessoret santel o deus labouret hep frouez evit brusuna an Idolou-ze. Caër o devoa parlant ha crial d’ho tiouscouarn, pa voa bouzar ho calon. Celaouit eta hirio ar vouez a Zoue, ha chasseit an Idolour-se, distrugit an Templ milliguet-ze, en ur vrusuna ho calon dre ur guir gueuz ha glac’har. Guelc’hit ha purifiet ho calon dre an daelou eus ar binigen : neuse eo e teui da veza un demeuranç hac un Templ agreabl da Zoue.