Buhez ar Sent/1837/Per Damien

Eus Wikimammenn
◄   Porfir Per Damien Romen, religius   ►


Ar seizvet-var-nuguent a viz Fevrer.


BUEZ AN DEN EURUS PER DAMIEN,
ESCOP HA CARDINAL.


————


Per Damien a oa guinidic eus a Raveen. E guerent a voa quer paour ma rapporter penaus, e vam, squiz o caout quement a vugale, a reüsas e vaga, ha penaus oa ur vreg estren a guemeras ar sourci-se, dre charite ha dre druez ountâ. Couscoude e vam dinatur, touichet dre ar rebeichou a voe graet dezi, a zeuas da gaout mez da veza abandounet he c’hrouadur, hac er c’hemeras en he zy ; mæs o veza digouezet ganty mervel souden goude, ar minor paour a gouezas etre daouarn unan eus e vreudeur pehini ne alle quet e souffr, ha pehini en tretas, non pas evel ur servicher, mæs eguis un esclaf. Ne roe dezâ nemet un tam crun sec’h evit monet da zivoal e loenet, e lesel a ree diarc’hen, ne voa guisquet nemet eguis ar miserapla, injuriet e vie ha goal-dretet a dauliou. Ar c’hrouadur yaouanc a viras bepret er gaptivite-ze ur batiantet hac un douçder admirabl.

Beza en devoa ur breur-all, pehini, fachet oc’h e velet tretet en ur fæçoun quen indin, en tennas d’e zy. Ar breur-mâ ravisset o consideri e natur vad, e speret hac e zevotion, en lequeas da zisqui lenn d’an oad a drivec’h vloaz. Disqui a ree en ur miz ar pez a zesque dre boan ar re-all en ur bloaz. Evelse en em lequeas e ber amsef e stad da instrui ar scolaërien yaouanc, hac e ober a reas gant meuleudi hac approbation an oll. Goude-ze en em retiras en ur Gouent e pehini e observe ar Religioset ur reglen rust meurbet. Querzet a reent bepret diarc’hen alies e yunet divar bara ha dour, neubeut e cousquent, hac e tremenent un amser vras en Oræsoun. Per Damien a ajoutas da guemense mortificationou-all brassoc’h, hac a roe cals a amser en deiz hac en nos d’ar studi eus ar Scritur Sacr.

An Tad Abad o veza deut da aznaout an Tènsor a squiant hac a vertuz a oa cuzet er Religius humbl-mâ, er c’hargas da breseg. E ober a eureu gant quement a nerz, ma convertissas un nombr bras a eneou.

Ar brud eus e santelez hac eus e squiant dreist-ordinal a reas d’an dud habila, ha d’ar Pabet memes, e istimout hac heulia e avis en afferiou importanta. Ar Pap Stefan decvet, pehini er c’honsidere evel ur sclerigen vras eus an Ilis, er greas escop ha Cardinal en despet d’e humilite.

Biscoas Escop n’en devoe muy a zêl na muy a ampressamant evit silvidiguez e bobl eguet ar Prelat santel-mâ. Ober a reas souden ur chenchamant bras en e oll Escopty, quen dre e instructionou, quen dre e exempl.

Ar fizianç en devoa ar Pab ennan a reas dezâ e gaç d’ar guær a Vilan evit lacât urz e direglamanchou bras pere a oa commun hac ordinal er Guær-ze. Ar C’hardinal santel ne voe quet quent arruet e Milan m’en em gavas e danger eus e vuez. Ar bobl, incitet ha poulset gant ar re vras eus a guær, a zeuas d’e insulti bete ebars en Ilis ; mæs an den santel a gavas dre e furnez ar voyen da zouçaat o sperejou ha da c’hounit a neubeut-a-neubeut o c’halonou, hac a reas dezo erfin receb a volonte vad ar remejou en devoa preparet ous an disurzou public-se. Un issu quer mad a quer prount, en un affer quen diæz ha quen dangerus, a voe consideret evel ur miracl.

Peguer bras bennâc e voa ar squiant hac ar furnez a admire an oll ennàn, netra couscoude ne voa quen admiral evel e humilite e creiz e reputation vras. Meur a veich e pedas ar Pap da rei dezan ar bermission d’en em zisober eus e garg ha d’en em retira en e Gouent, ar Pap er reüsas pell-amser, mæs erfin e accordas dezâ e c’houlen.

Ne ouffer quet lavaret gant pebes joa e tistroas an den santel d’e Gouent. En deiz quenta memes ma arruas, e praticas an oll exercicou eus ar Religiuset gant ar memes fidelite hac ar memes fervor evel pa ne vize bet sortiet biscoas eus ar Gouent. Erfin, leun a vilidou, e rentas e speret eürus d’e Salver, er bloaz 1072, oaget a dri bloaz ha pevar-uguent.

REFLEXION.

Caër o deus ar guerent criz disprigeout hac abandouni bugale ha minoret paour, Doue a-voâr quemeret sourci eus ar re a laca o fizianç ennàn. Mam dinatur ar c’hrouadur santel-mâ a reüsas e vaga, hac ur vreg estrenn a servichas dezâ da vam. E vreur barbar en tretas en ur faeçoun cruel ; ha patiantet ar c’houadur paour a douichas an Tad Celestiel, pehini a reas anezâ unan eus an habila ha santela Disquibien, hac unan eus ar brassa Cardinalet.